Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/589

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

KANAOUEN AR C’HANAOUENOU, 5.

Hag a bere hini na vank.
3 Da vuzellou a zo evel eun neuden skarlat ;
Da gomz a zo grasiuz ;
Da jod a zo evel eun hanter grenaden,
Dindan da weliou.
4 Da c’houzouk a zo evel tour David,
Savet da zervichout da greou,
En pehini e tivil mil diren,
Holl dirennou ar re vaillant.
5 Da ziouvrôn a zo evel diou eiezik
Evel gevel eun eiez pere a beur en kreiz al lis.

6 ARAOG ma c’houez avel an deiz,
Ha ma tec’h ar skeudennou,
Me a ielo da venez ar mirr,
Ha da grec’hien an ezanz.

7 KAER out, va c’haret mad, ha didarch.
8 Deuz euz al Liban ganen, va greg,
Deuz euz al Liban ganen !
Sell euz krec’h Amana,
Euz krec’h Shenir hag an Hermon,
Euz a geviou al loened
Hag euz meneziou al leoparded.
9 Raviset’ ec’h euz va c’haloun, va c’hoar, va greg ;
Raviset ec’h euz va c’haloun gant unan euz da zellou,
Ha gant unan a golierou da c’houzouk.
10 Da garantezou a zo kaer, va c’hoar, va greg !
Pegement eo gwelloc’h da garante evit ar gwin,
Ha pegement da barfumou a zo gwelloc’h evit c’houez vad ebet !
11 Da vuzellou, va fried, a ziver dirennou mel.
Ar mel hag al leaz a zo dindan da deod,
Ha c’houez da zillad a zo evel c’houez al Liban.
12 Va c’hoar, va fried, eur jardin zerret out,
Eur vammen zerret, hag eur feunteun ziellet.
13 Da blant a zo eur jardin a c’hrenadennou,
Gant frouez dilisiuz,
An troenou gant nard ;
14 An nard hag ar zafran, ar ganen a c’houez vad hag ar sinnamom,
Gant pep sort gwez ezanz ;
Ar mirr hag an aloes,
Gant ar gwella c’houezou.
15 Eur feunteun a jardinou !
Eur punz a zour beo,
Ha gwaziou red al Liban !
16 Sav-te, avel hanter-noz, ha deuz, avel ar c’hreizteiz !
C’houez em jardin, evit ma tivero he c’houez vad.

RA zeuo va c’haret-mad en he jardin,
Ha ra zebro euz he frouez delisiuz !

5 DEUT oun em jardin, va c’hoar, va fried ;
Dastumet em euz va mirr, gant va flant a c’houez vad ;
Debret em euz va zirennou mel ha va mel ;
Evet em euz va gwin ha va leaz.
Va minioned, debret, evet ;
Grit cher vad, va re garet-mad.

2 KOUSKET e oan, mes va c’haloun a velie ;
Ha setu mouez va c’haret-mad a voute :
Digor d’in, va c’hoar, va c’haret-mad,
Va c’houlm, va farfet !
Rag va fen a zo leun a c’hlizen,
Ha va bleo a dakadennou an noz.
3 Diwisket em euz va zae, penaoz e gwiskin-me ?
Gwalc’het em euz va zreid, penaoz o labein-me ?
4 Va c’haret-mad hen deuz avanset he zorn dre doul an nor,
Ha va entraliou o deuz strafilet evithan.
5 Savet oun da zigerri d’am c’haret-mad,
Hag ar mir a zo diveret euz va daouarn,
Ar mir ar pura euz va biziet,
Var dornikez ar morail.
6 Digerri a riz d’am c’haret-mad ;
Mes ma c’haret-mad a oa eet kwit,
Tremenet e oa ; ma ine a glanveaz euz e veza e glevet o komz ;
He glask a riz, mes n’e gaviz ket ;
E c’hervel a riz, mes ne respountaz ket.
7 Ar gwarded pehini a rea an dro da gear am c’havaz ;
Skei a rejont ac’hanoun ha va blesa ;
Gwarded ar mogeriou a lamaz va gwel d’in.
8 Merc’hed Jerusalem, me o ped stard, mar kavit va c’haret-mad,
Petra a lavarfet dezhan ?
Penaoz e langisan a garante.

9 PETRA eo da garet-mad muoc’h evit hini all ebet,

581