O ar c’haera a douez ar gragez ?
Petra eo da garet-mad dreist ar re all.
Ma hon fedez stard er gis ze ?
10 'VA c’haret-mad a zo gwen ha ruz ;
Ar c’henta eo entouez dek mil.
11 He ben a zo aour pur ;
He vleo ijuz a zo du evel ar vran.
12 He zaoulagad a zo evel re ar c'houlmed en bord ar goaziou,
Gwalc’het el leaz, ha gwested er gwestou.
13 He zioujod a zo evel eur pendouar a blant a c’houez vad,
Hag evel bleun parfumet ;
He vuzellou a zo lis,
Divera a reont ar pura mirr.
14 He zaouarn a zo goalennou aour,
Goarniset a grisolit,
He gorf a zo a olifant flour,
Goloet a safir.
15 He diouc’har a zo peuliou marbr,
Lakeat var izeladennou aour pur ;
He diaveaz a zo evel al Liban,
Kaer eo evel ar sedr.
16 He balez n’eo nemert douster,
Kement a zo ennhan a zo karantezuz.
Evel se eo va c’haret-mad,
Evel se eo va minion,
Merc’hed Jerusalem.
6 PELEC’H eo eet da garet-mad,
O ar c’haera euz ar gragez ?
Euz petra kostez eo eet da garet-mad ?
Ni e glasko ganez.
2 VA c’haret-mad a zo diskennet en he liorz,
En pendouar ar plant a c’houez vad,
Evit rei peuri d'he dropel el liorzou,
Hag evit dastum al lis.
3 Me a zo d’am c’haret-mad,
Ha va c’haret-mad a zo d’in ;
Lakaat a ra he dropel da beuri entouez al lis.
4 VA c’haret-mad, te a zo kaer evel Thirtsa,
Dudiuz evel Jerusalem,
Spountuz evel an armeou pere a vale a vannier displeget.
5 Distro ouzin da zaoulagad ;
Ra na zellfont ket ouzin,
Rag int a droubl ac’hanoun.
Da vleo a zo evel eun tropel girvi
Diviliet euz flankou’ Galaad.
6 Da zent a zo evel eun tropel denved
Pehini a bin euz ar gwalc’houer,
Pere a zo holl diou ha diou ;
Na vank hini anezhei.
7 Da jod a zo evel eun hanter grenaden,
Dindan da wel.
8 Beza e zo tri-ugent rouanez, ha pevar-ugent riboderez,
Ha gwerc’hezed hep niver :
9 Ma c’houlm, ma farfet, a zo e unan.
Merc’h unik he mam eo,
Ar verc’h unik euz ar re e deuz ganet :
Ar merc’hed iaouank e deuz e gwelet, hag o deuz e lavaret euruz ;
Ar rouanezed hag ar riboderezed o deuz e meulet.
10 Piou eo an hini en em diskwez evel ar goulou deiz,
Kaer evel al loar, pur evel an heol,
Spountuz evel an arme pehini a vale a vannier displeget ?
11 DISKENNET oun en liorz ar c'hraon,
Evit gwelet ar frouez pere a zarev en draounien ;
Evit gwelet hag hen e vout ar winien
Hag hen e vleuia ar grenadennou.
12 Na ouzoun ket, mes va c’harantez hen deuz ma lekeat
Henvel euz kirri Aminadab.
13 Distro, distro, o Sulamitez !
Distro, distro, ma selfomp ouzit !
PERAG e sellit-hu euz ar Zunamitez
Evel euz a eun dans a ziou banden ?
7 MERC’H a brins, pegen kaer eo da dreid en da voutou !
An dro d’az leou a zo evel eur c'hollier labouret gant dorn
Eur micherour mad.
2 Da vruched a zo eur c’halei rounteet,
Leun a win a c’houez vad ;
Da gov a zo eur bern ed troiet a lis.
3 Da vronou a zo evel gevel eiezed
Iaouank eun eiez.
4 Da c’houzouk a zo evel eun tour olifant,
Da zaoulagad a zo bevansou en Hesbon,
Tost da zor Bath-Rabbim ;
Da visach a zo evel tour al Liban,
Pehini a zell var zu Damaz.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/590
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
KANAOUEN AR C’HANAOUENOU, 6, 7.
582