Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/592

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 1.


LEVR AR PROFED EZAI.


1 GWELIDIGEZ Ezai, mab Amots, pehini hen doa gwelet divarben Juda ha Jerusalem, en deiziou Ozias, Jotham, Akaz hag Ezekias, rouane Juda.

2 Selaouet, envou ; douar, prest da skouarn ;
Rag an Aotrou a gomz :
Bevet em euz bugale hag em euz savet anezhei ;
Mes en em dirollet int em enep.
3 An ijen a anavez he berc’hen,
Hag an azen kraou he vestr :
Israel n’euz ket a anaoudegez,
Ma fobl n’euz ket a skiant.
4 Ah ! pobl pec’heres, pobl bec’hiet a zrougiez,
Ras drouk, bugale gollet !
Dilezet ho deuz an Aotrou, diprijet ho deuz ar Zant a Israel,
En em distroet int var adren.
5 Pelec’h ho skei c’hoaz ma kendelc’het ho tireizted ?
Ar penn holl a zo klanv,
Hag ar galoun holl diiac’h.
6 Euz seul an troad beteg ar penn n’hen deuz netra a iac’h ;
N’hen deuz nemert blonseur,
Gwaskerezou ha gouliou beo,
Pere n’int ket bet louzaouet,
Paket na douseet gant eol.
7 Ho pro a zo glac’haret,
Ho keariou a zo kuzumet gant an tân,
An diaveziad a zevor ho meaziou dindan ho taoulagad ;
Pep tra a zo glac’haret,
Evel goude eun distruj groet gant an diaveziad.
8 Ha merc’h Sion a zo choumet
Evel eur gabanen en eur winien,
Evel eul lochen en eur park kenkombrez,
Evel eur gear kelc’hiet.
9 Ma n’hon dije ket Aotrou an armeou
Lezet eun nemorant bihan
Benag ganeomp, e vijeomp evel Sodom,
Henvel vijeomp ouz Gomorrh !
10 Selaouet gir an Aotrou, mestrou Sodom !
Prestet ar skouarn da lezen ho Doue, pobl Gomorrh !
11 Petra em euz da ober, a lavar an Aotrou, eus an niver euz ho sakrifisou ?
Leuniet oun a sakrifisou-laosk ar maouted hag euz druoni al loueou lard ;
Ne gemeran ket a blijadur en goad ar c’holleou, nag en hini an oaned, nag en hini ar bouc’hed.
12 Pa zeuet d’en em lakaat dirag ma fas,
Piou a c’houlen ouzoc’h mac’ha va leuriou ?
13 Na gendalc’het ket da zigas profou vên ;
Eûz em eus eus ar parfum,
Al loar nevos, ar sabbat hag an asamble ;
Ne hellan ket anduri asamblez an torfed hag ar gweliou.
14 Va ine a gasa ho loariou nevez hag ho koueliou ;
A vec’h emaint d’in,
Skuiz oun oc’h anduri anezhei.
15 Pa astennet ho taouarn, me a guz va daoulagad ouzoc’h ;
Pa niveret ho pedonnou, na zelaouan ket.
Ho taouarn a zo leun a oad.
16 En em walc’het, en em netaet
Lamit euz a zirag va daoulagad an drouk euz hoc’h oberiou.
17 Paouezet da ober fall ;
Disket ober mad ; adklasket ar reizder ;
Diwallet ar re a zo gwasket,
Groet eeünder d’ar minor,
Difennet an intanvez.
18 Deuet brema ha diveskomp hon droejou, a lavar an Aotrou.
Ha pa vefe ho pec’hejou evel skarlek e vefont gwennet evel an erc’h ;
Ha pa vefent ruz evel an tane, e teufont evel gloan.
19 Mar zentet a volonte vad,
E tebrfeet euz an traou gwella eus ar vro.
20 Mes mar stourmet, ha mar bec’h dizent,
E vefeet devoret gant ar c’hleze ;
Rag genou an Aotrou Hen deuz komzet.
21 Penaoz eo ar gear fidel deuet da veza eul loudourent ?
Leun e oa a eeünder, ar reizder a choume ennhi ;
Ha brema, lazerien !
22 Da arc’hant a zo eet en merkl ;
Da evach a zo mesket a zour.

584