16 A enep holl listri Tarsis,
Hag a enep kement a blij d’ar gweled.
17 Hag ourgouil an dud a vezo disprijet,
Ha raogentez ar re vras a vezo izelaet ;
Hag an Aotrou a vezo savet huel hepken en deiz se,
18 Hag an holl idolou a dec’ho kwit,
19 Hag ez efeer en kavarnou ar reier
Hag en toullou an douar,
Da dec’hel euz a spouron an Aotrou ha gloar he vajeste,
Pa savo evit skei an douar.
20 En deiz se, an den a daolo
D’ar goed ha d’al logoddall
He idolou arc’hant hag he idolou aour,
Pere hen doa groet dezhan evit ho adori ;
21 Hag ez efont en skalfou ar reier
Hag en toullou ar meneziou,
Da dec’hel euz spouron an Aotrou ha gloar he vajeste,
Pa zavo da skei an douar.
22 Paouezet d’en em harpa var an den,
Pehini, n’hen deuz nemert eur c’houezaden en he franiou ;
Rag petra van heller ober outhan ?
3 Rag setu ama, an Aotrou, Aotrou an armeou,
A ia da lemel euz Jerusalem hag euz Juda
Pep skoazel ha pep magadurez,
Pep magadurez a vara
Ha pep magadurez a zour ;
2 An den nerzus hag an den a vrezel,
Ar barner hag ar profed, an diviner hag an ansien,
3 Prins an hanter kanvedou hag an den enoruz,
An alier, an oberer ijinuz hag an hini a anavez ar maji.
4 Hag e roin dezhei tud iaouank evit mestrou,
Ha bugale a reno varnezhei.
5 Ar bobl a vezo gwasket ;
Unan en em savo a enep egile, ha pep hini a enep he nesa ;
An den iaouank a grogo en den koz,
Hag an den a netra en hini a zo enoret.
6 Neuze eun den a grogo en he vreur en ti he dad :
Te c’heuz eur vantel, bez hon mestr,
Ha kemer en da zorn an distrujou ma !
7 Mes, en deiz se, hema a respounte,o lavarout :
Na wefen ket dougen remed dezhan ;
N’hen deuz em zi na bara, na mantel ;
N’am lakeet ket mestr var ar bobl.
8 Rag Jerusalem a ia d’an traoun,
Ha Juda a gwez,
Abalamour ho c’homzou hag ho oberou a zo a enep an Aotrou,
Evit goapaat zellou he vajeste.
9 Doare ho bisach a desteni a enep dezhei ;
Evel Sodom, emban a reont ho fec’hed, ha n’hen kuzont ket.
Gwal-eur d’ho ine !
Rag en em gempenn a ra poaniou dezhi.
10 Livirit euruz ar re just ;
Rag dibri a refont frouez ho oberou.
11 Gwal-eur d’an den fall, gwal-eur !
Rag dastum a raio labour he zaouarn.
12 Va fobl he deuz bugale evit gwaskerien,
Ha gragez a ren varnezhan.
Va fobl, da renerien a ziank ac’hanout
Hag a ra d’id koll an hent a dleez heul.
13 An Aotrou en em diskouez evit pledi ;
En he za ema evit barna ar boblou.
14 An Aotrou a ia en barnedigez
Gant re ansien he bobl, ha gant he brinsed :
C’hwi eo hoc’h euz devoret ar winien !
Diwisk ar paour a zo en ho tiez.
15 Dre bez c’halloud he vac’het-hu va fobl
Hag he friket-hu fas ar beorien,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou ?
16 An Aotrou a lavar c’hoaz :
Abalamour, ma eo ourgouilluz merc’hed Sion,
Ma valeont ar c’houg astennet
Oc’h ober siniou gant ho daoulagad,
Ha ma valeont a baziou bihan,
O lakaat da zon bouklou ho zreid,
17 An Aotrou a lakao moal penn merc’hed Sion,
An Aotrou a zizoloo ho noazder.
18 En deiz se, an Aotrou a lamo kwit ar gwalinier gant pere en em fichont,
Ar rouedou hag ho hanter loariou ;
19 Ho diviliou skouarn,
Ho c’helc’hiou breac’h hag ho gweliou ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/594
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 3.
586