Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/598

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 8.

Ar vro a behini c’heuz aoun dirag an daou roue, a vezo dilezet.
17 An Aotrou a lakao da zont varnout,
Var da bobl ha var di da dad,
Deiziou evel n’hen deuz ket bet a reou henvel outhei,
Abaoe an deiz ma eo pelleot Efraim digant Juda,
Da lavaret eo roue an Assiri.
18 En deiz se, an Aotrou a c’hwitello evit gervel ar c’helien
Pere a zo en penn rivierou an Ejipt,
Hag ar gwesped euz bro Assur.
19 Dont a rafont hag en em lakafont holl en draouniennou an distro,
En skalfou ar reier,
En holl vojennou drein
Hag en holl peuriou.
20 En deiz ze, an Aotrou a douzo gant eun aoten pehini Hen devezo feurmet
En tu all d’ar rivier
(Gant roue an Assiri),
Penn ha bleo an treid.
Hag e savo ive ar varo.
21 En deiz se, pep hini a vevo eur vuoc’h iaouank ha diou danvadez ;
22 Hag e rafont kement a leaz
Ken a zebro ar c’hoaven ;
Rag ar re holl a vezo lezet a zemorant er vro
A zebro koaven ha mel.
23 En deiz se, pep lec’h hag a zalc’ho mil kef gwinien,
O talveout mil sikl arc’hant,
A vezo troet en drez hag en spern.
24 Dont a refer gant ar viren hag ar gwarek ;
Rag ar vro holl ne vezo nemert drez ha spern.
25 Hag en holl veneziou a labouret gant ar bal,
Na zistrofer ken, gant aoun dirag an drez hag ar spern ;
Mes lakeat e vezo ennhei an ijened da beuri,
Hag e vefont mac’het gant an denved.


8 AN Aotrou a lavaraz d’in : Kemer eun daolen vras, ha skriv ennhi en lizerennou gweliabl : Pillach prest, diskar souden. 2 Kemer a riz eta ganen testou din a feiz, Uri, ar sakrifier, ha Zakari, mab Jeberekia. 3 Hag e tostaiz euz ar brofedez : konsev ha genel a reaz eur mab. Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Galv anezhan : Maher-Shalal-Hash-Baz. 4 Rag, araog ma wio ar bugel krial : Va zad ! va mam ! e vezo savet dirag roue an Assiri ar pinvidigezou euz Damaz hag an diwisk euz Samari.

5 An Aotrou a gomzaz c’hoaz d’in, hag a lavaraz d’in :

6 Abalamour ma hen deuz ar bobl ma disprijet doureier Siloe pere a red goustadik,
Evit en em laouenaat euz Retsin
Hag ouz mab Remalia ;
7 Abalamour da ze, setu, an Aotrou a ia da lakaat da zont varnezhei
Doureier ar rivier, bras ha krenv,
Roue Assur hag he holl c’hloar.
Sevel a raio dre holl dreist he gwele,
Hag en em skulio dreist he holl harzou.
8 Tremen a raio var Juda ; divorda a raio, golo a raio ;
Tapout a raio bete ar c’houzoug.
Hag he eskel
Astennet a leunio lec’hed da vro, o Emmanuel !
9 Poblou, groet trouz, ha bezet bruzunet
Prestet ar skouarn, c’hwi holl dud ar broiou pell !
En em wisket, ha bezet bruzunet !
En em wisket, ha bezet bruzunet.
10 Groet eur sonj, hag e vezo kaset kwit ;
Komzet, hag ho komz ne rai netra.
Rag Doue a zo ganeomp.
11 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, pa grogaz he zorn ennoun,
Ha pa aliaz ac’hanoun da dremen hep bale en hent ar bobl ma :
12 Ne lavar ket : Kentouidigez ! bep gwech ma lavari ar bobl ma : Kentouidigez !
Na zoujet ket ar pez a souj, ha na vezit ket spouronet.
13 Santelaet Aotrou an armeou ;
Ma vezo Hen ho toujans hag ho spouron.
14 Beza e vezo eur santuar.
Mes ive eur mean a gwezidigez
Hag eur mean a lam evit daou di Israol ;
Eur pech hag eur roued
Evit tud Jerusalem.
15 Kalz a rampo hag a gwezo ;
En em vruzuni a rafont ;
Luiet ha kemeret e vefont.
16 Golo an desteni ze ;
Ziel an diskleriadurez ze entouez va diskibien !
17 En em c’hortoz a rin d’an Aotrou,
Pehini a guz he fas euz ti Jakob ;
En em c’hortoz a ran dezhan !

590