18 Setu, me ama, me hag ar vugale Hen deuz an Aotrou roet d’in.
Ni a zo ziniou ha merkou en Israel,
A beurz Aotrou an armeou
Pehini a choum en menez Sion.
19 Ha ma leverer deoc’h :
Kuzuliet ar c’houlenerien a spered hag an divinerien,
Ar re guzul hag a grozmol,
Livirit : Eur bobl n’ez aio hen ket da gaout he Zoue ?
Evit ar re veo, en em rei a raio d’ar re varo ?
20 D’al lezen ha d’an desteni !
Ha ma na gomz ket ar bobl evel ze,
Goulou deiz ebet evithan !
21 Kerzus e vezo er vro, bec’hiet ha marnaouniet ;
Hag en he naoun en em golero,
Hag he villigo he roue hag he Zoue,
Hag e troio he zaoulagad d’an nec’h.
22 Goude e sello entrezeg an douar,
Ha setu an dristidigez hag an devalijen, enkroezou tefal ;
Adtaolet e vezo en devalijen.
23 Mes na vezo ket da viken teval
Aze el lec’h ma hen doa an ankroez renet.
Evel, en amzer-gonta, Doue Hen deuz humiliet
Douar Zabulon ha douar Neftali ;
Evel se, en amzer da zont, he c’holoio a c’hloar
An douar nesa d’ar mor, en tu all d’ar Jourdan,
Bro ar Baïaned.
9 Ar bobl a valee en devalijen vras,
Hen deuz gwelet eur sklerijen vras,
Hag ar sklerijen he deuz lugernet
Var ar re a choume en bro ha skeud ar maro.
2 Niveret ec’h euz ar vroad ;
Kresket ec’h euz he joa ;
En em laouenai a reont dirazout,
Evel ma en em laouenaer en eost.
Evel ma en em laouenaer o lodenni an diwisk.
3 Rag friket ec’h euz ar ieo a behini e oa bec’hiet,
Ar vaz pehini a skoe he ziouskoaz,
Baz he wasker,
Evel ma ez poa groet en deiz Madian.
4 Pep boutez a zouger er gemesk,
Hag an dillad ruliet er goad,
A vezo devet
Ha devoret gant ar flamou.
5 Rag eur bugel a zo ganet deomp, eur mab a zo roet deomp,
Hag ar galloud a zo lakoat var he skoaz :
Galvet e vezo an Deread, ar C’huzulier, an Doue krenv.
Tad ar peurbaduz, Prins ar peoc’h ;
6 Evit kreski ar galloud,
Evit rei eur brosperite hep fin da drôn David ha d’he rouantelez ;
Evit lakaat ha startaat en eeünder hag er justis
Adaleg brema ha da viken.
Jalouzi Aotrou an armeou a raio kement se.
7 An Aotrou a gas eur gir da Jakob ;
Kweza a ra var Israel.
8 Ar bobl holl hen devezo anaoudegez a gement se.
Efraim ha tud Samari,
Ar re a lavar gant ourgouil ha rogentez :
9 Ar brikennou a zo kwezet,
Ni a zavo gant mein gizellet ;
Ar gwez sikomor a zo bet troc’het.
Ni a lakao gwez sedr en ho flasou !
10 An Aotrou a zavo enebourien Retsin a enep ar bobl ;
Arma a raio ive ho enebourien
11 Ar Siried dre araog hag ar Filistined dre adren ;
Hag e tevorfont Israel a leiz ho genou.
En despet da gement se holl, he goler ne harzo ket,
Hag he zorn a zo atao astennet !
12 Mes ar bobl na zistro ket d’an hini a sko anezhan ;
Ne glask ket Aotrou an armeou.
13 Evel se an Aotrou a lamo kwit euz Israel, en eun deiz, ar penn hag al lost,
Ar balmezon hag ar vroenen.
14 Ar penn, eo an hini ansien hag an den enoret ;
Hag al lost, eo ar profed pehini a gelen ar gaou.
15 Rag renerien ar bobl ma hen koll,
Hag ar re a zo renet dreizhei en em goll.
16 Dre ze an Aotrou na gemero ket a blijadur en he dud iaouank,
Ha n’Hen devezo ket a druez euz ho vinored nag euz he intanvezed ;
Rag n’int holl nemert tud fall ha drouk,
Pep genou a lavar euzusted.
En despet da gement se holl, he goler na baouez ket,
Hag he zorn a zo bepred astennet.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/599
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 9.
591