Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/604

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 15.

Hag ar vreinadurez eo da c’holo.
12 Penaoz out-te kwezet euz an env
Astr lugernuz, mab ar goulou deiz ?
Penaoz out-te bet diskaret d’an douar,
Te pehini a vac’he ar broadou ?
13 Te a lavare en da galoun : Piniat a rin en envou,
Sevel a rin va zrôn dreist stered Doue ;
Azeza a rin var menez an asamble
Er broiou pell euz an hanter-noz.
14 Piniat a rin var huelderiou a goabrennou
Henvel e vezin euz an Huela Meurbed.
15 Mes te a zo diskennet er bez,
En dounderiou er bez.
16 Ar re a wel ac’hanout a boz ho daoulagad varnout ;
Da evesaat a reont :
Hag aze ema an den ze pehini a lakae an douar da grena,
Pehini a vranselle ar rouantelezou,
17 A droe ar bed en distro, a zistruje ar c’heariou
Ha ne loske ket kwit he brizounerien ?
18 Holl rouane ar broadou, ia holl,
A ehan gant gloar, pep hini en he choumaj.
19 Mes te, te a zo taolet pell euz da vez,
Evel eur voutaden a netra ;
Goloet out a gorfou maro, treuziet gant ar c’hleze,
Pere a daoler dindan mein eur poul ;
Beza out evel eur c’horf maro mac’het gant an treid.
20 Na vezi ket unanet dezhei er bez ;
Rag glac’haret ec’h euz an douar, lazet ec’h euz da bobl.
Ras ar re drouk na vezo ken hanvet biken !
21 Kempennet al lazadek evit ar mibien,
Abalamour da zrougiez ho zadou.
Ma na savfont ken da berc’henni an douar
Ha da c’holo gant keariou fas ar bed !
22 En em sevel a rin a enep dezhei,
A lavar Aotrou an armeou
Hag e lamin euz Babilon he hano hag he zemorant,
Ar mab hag ar mab bihan, a lavar an Aotrou.
23 Ober a rin outhan toul an huruson ; ober a rin eun arbrad outhan ;
He skuba a rin gant ar skubelen a zistruj,
A lavar Aotrou an armeou.
24 Aotrou an armeou Hen deuz touet, o lavarout :
A-dra-zur, an dra en em gavo evel ma em euz he diskleriet,
Hag ar pez a fell d’in, en em raio :
25 Da frika Assur em douar,
Ha d’he deurel d’an treid var va meneziou ;
He ieo a vezo lamet divar c’horre va fobl,
Hag he vec’h divar ho diouskoaz.
26 Eno ema ar c’hoant harzet a enep an douar holl,
Hag eno ema an dour astennet var an holl vroadou.
27 Rag Aotrou an armeou Hen deuz groet ar sonj se : piou Hen harzo ?
He zorn eo pehini a zo astennet : piou a zistroio anezhan ?

28 BLOAVEZ ar roue Akaz, ar brofesi a oe diskleriet :
29 N’en em rejouis ket, douar ar Filistined,
Euz ma eo bruzunet ar walen a skoe ac’hanout ;
Rag euz a ras an aer e c’hano eur bazilik,
Hag ar frouez anezhei a vezo eun aerouant nijus.
30 Neuze ar re baoura a vezo leuniet,
Hag ar re ezomek a ziskwizo er zurded ;
Mes me a lakao da vervel gant an naoun da lignez,
Ha lazet e vezo ar pez a vano ac’hanout.
31 Dor, huanad ! Kear, en em c’hlac’har-te !
Douar ar Filistined, bez holl er spouron !
Rag euz an hanter-noz e teuo eur vrumen.
Eur vanden en pehini brezellier ebet na gwita he renk.
32 Ha petra respount da re digaset ar vroad zo !
Penaoz Hen deuz an Aotrou soliet Sion,
Hag ennhi re c’hlac’haret he bobl ho devezo ho zec’h.

15 PROFESI var Moab.
2 An noz zoken, ma he distrujer, Ar-Moab a ia da goll !
An noz zoken ma he distrujer, Kir-Moab a goll !
Piniat a reer da di an doueou ha da Zibon,
Var al lec’hiou huel, da wela.
Moab a hirvout var Nebo ha var Medeba ;

596