Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/607

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 19.

El lec’h ma choum hano Aotrou an armeou,
Var menez Sion.

19 PROFESI var an Ejipt.
Setu, ema an Aotrou douget var eur goabren skanv ; dont a ra en Ejipt,
Hag idolou an Ejipt a gren dirazhan,
Ha kaloun an Ejiptsianed a deuz en diabarz ennhei.
2 Armi a rin an Ejiptsian a enep an Ejiptsian ;
Hag he vrezelfont pep hini a enep d’he vreur, ha pep hini a enep d’he vinion,
Kear a enep kear, ha rouantelez a enep rouantelez.
3 Ha spered an Ejipt a vanko en he c’hreiz ;
Distruja a rin he guzul,
Hag e kusulifont an idolou hag an enkanerien,
Ar c’halverien spered hag an divinerien,
4 Lakaat a rin an Ejipt en daouarn eur mestr garo ;
Hag eur roue kriz a reno varnezhei,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou.
5 Ha doureier ar mor a vanko ;
Ar rivier a zizec’ho hag a baouezo.
6 Ar rivierou a deuo en c’houez fall ;
Kanaliou an Ejipt a izelao hag a vanko :
Ar c’horz hag ar broen a ielo da netra.
7 Prajou ar rivier, ar re a vord ar rivier,
Kement a zo hadet var he c’hosteou, a sec’ho,
Hag a ielo en poultren, ha ne vezo ken.
8 Ar besketerien a huanado ;
Ar re holl a daol an higen er rivier a irvoudo,
Hag ar re a asten ar roued var ar mor en em c’hlac’haro.
9 Ar re a labour lin moan a vezo mezek,
Hag ar re a wiat mezer gwen.
10 Peuliou ar vro a vezo torret,
Hag an holl veserien a vezo digaloun.
11 Prinsed Tsoan n’int nemert tud diskiant ;
Re fur kuzul Faraon a zo eur c’huzul hep skiant.
Penaoz e livirit-hu da Faraon :
Me eo mab ar re fur, mab ar rouane koz ?
12 Pelec’h eta ema da re fur ?
Ma tisklerifont d’in brema,
Ma tizolofont ar pez Hen deuz Aotrou an armeou rezolvet a enep an Ejipt !
13 Prinsed Tsoan ho deuz kollet ho skiant ;
Prinsed Nof a zo abuzet ;
An Ejipt a zo dianket dre chefou he fobladou.
14 An Aotrou Hen deuz skuliet en he c’hreiz eur spered a spouron,
Hag he kollont an Ejipt en he holl gemeridigezou,
Evel eun den mezo pehini a vransel en eur c’hoeda,
15 Ha ne vezo netra pehini a servichfe an Ejipt,
Euz kement a raio ar penn hag al lost,
Ar balmezen hag ar vroenen.
16 En deiz ze, an Ejipt a vezo evel gragez ;
Dianket ha spouronet e vezo,
O welet dorn Aotrou an armeou
Ho c’hija a enep dezhi.
17 Neuze douar Juda a vezo euzusted an Ejipt ;
Ar re holl da bere e komzfer a vezo spouronet,
Abalamour da vennat Aotrou an armeou a ia da ober en he enep.
18 En deiz ze, e vezo pemp kear en bro an Ejipt,
Pere a gomzo iez Kanaan,
Ha pere a douo sentidigez euz Aotrou an armeou.
Ir-Herez a vezo hano unan anezhei.
19 En deiz ze, e vezo eun aoter savet d’an Aotrou
En kreiz bro an Ejipt.
Hag eur monumant savet d’an Aotrou var an harz ;
20 Kement se a vezo, evit Aotrou an armeou, eur zin hag eun desteni
En bro an Ejipt ;
Rag krial a refont d’an Aotrou abalamour d’ar waskerien,
Hag e kaso dezhei eur Zalver hag eun difenner d’ho delivra.
21 Hag an Aotrou en em roio da anaout d’an Ejiptsianed,
Hag an Ejiptsianed a anavezo an Aotrou en deiz se ;
Kinnig a rafont sakrifisou ha profou ;
Ober a rafont gwestlou d’an Aotrou hag ho feur-ober.
22 An Aotrou a skoio an Ejiptsianed ;
Skei ha iac’haat a raio anezhei ;
Distrei a refont d’an Aotrou,

599