16 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou d’in :
C’hoaz eur bloaz evel bloaziou eur meseer,
Hag holl c’hloar Kedar a gemero fin ;
17 Ha niver archerien nerzuz, mibien Kedar, a vezo digaset da eun nemorant dinerz.
Rag an Aotrou, Doue Israel, Hen deuz komzet.
22 PROFESI var draounien ar gweledigezou.
Petra ec’h euz eta, ma vefez piniet holl var an toennou,
2 Kear drouzus, leun a gomzou,
Kear joaus ?
Da re varo n’int ket skoet gant ar c’hleze,
N’int ket lazet en eur vrezelli.
3 He holl chefou ho doa tec’het asamblez,
Dirag an archerien ; groet int prizounierien ;
Kement holl a gever euz he re, a zo groet prisounierien asamblez,
Pa dec’hent pell.
4 Abalamour da ze e lavaran : Distroet ho taoulagad ouzin,
Ma welin gant c’hoervder !
Na zelc’het ket evit va dic’hlac’hari
Euz koll merc’h va fobl.
5 Rag eun deiz a drubul eo, a zistruj hag a spount,
Deiz an Aotrou, Aotrou an armeou,
En traounien ar gweledigezou.
Diskar a reer ar voger,
Kriadennou a dristidigez a glever var ar menez.
6 Elam a zoug an drons,
Gant kirri leun a wersed ha marc’herien ;
Kir a zizolo an diren.
7 An traouniennou kaera a zo leuniet a girri,
Hag ar varc’herien en em renka en brezel dirag an doriou.
8 Gwel Juda a zo zavet
Hag en deiz se e tougez da zellou entrezeg armou palez ar forest.
9 Gwelet a rit ar freuzadennou niveruz groet da gear David,
Hag e tastumet an doureier euz ar stank d’an traoun ;
10 Niveri a ret tiez Jerusalem,
Diskar a ret an tiez evit nerza ar voger ;
11 Ober a ret ive eur reservoar entre an diou voger
Evit dour ar stank koz.
Mes na zellet ket euz an Hini Hen deuz groet kement ma,
Ne welet ket an Hini Hen deuz he gempennet abaoe pell zo.
12 Hag enpad ma c’halve an Aotrou, Aotrou an armeou, ac’hanoc’h da wela en deiz ma,
Da wela, da huanadi, da douza ar penn ha da c’houriza ar sac’h,
13 Setu joausted ha joa ;
Laza a reer ijened, laza a reer maouted,
Dibri a reer kig, hag eva a reer gwin :
Debromp hag evomp, rag varc’hoaz e varvfomp !
14 Mes setu ama ar pez Hen deuz Aotrou an armeou roet d’in da glevet :
Biken an drougiez ze na vezo pardounet deoc’h, ken a varvfeet ganthi,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou.
15 EVELHEN a lavar an Aotrou, Aotrou an armeou :
Kea en em rent en kichen ar c’haret mad ze gant ar roue,
Entrezeg Shebna, mirer ar paleez :
16 Petra ec’h euz-te ama ha piou ec’h euz-te ama,
Ma ec’h euz toullet eur bez ama ?
En em doulla a ra eur bez var an huelder
En em gizella a ra eur choumaj er roc’h !
17 Setu, an Aotrou a ia da deurel ac’hanout pell, evel gant eur vrec’h nerzuz ;
Da droia a raio a bep tu ;
18 Da lakaat a raio da rulial, rulial evel eur voul,
Entrezeg eur vro ledan ha frank.
Eno e varvi, eno ez aio da girri manifik,
O mez ti da Aotrou !
19 Me a gaso ac’hanout euz da bost,
Ha lamet e vezi euz da blas !
20 En deiz ze, me a c’halvo va zervicher Eliakim, mab Hilkija ;
21 Gwiska a rin da duniken dezhan, hag he c’houriza a rin euz da c’houriz ;
Lakaat a rin da c’halloud entre he zaouarn,
Hag e vezo tad tud Jerusalem
Ha ti Juda.
22 Lakaat a rin var he skoaz alc’houez ti David ;
Digerri a raio, ha nikun na zerro ;
Zerri a raio, ha nikun na zigorro.
23 He lakaat a rin evel eun tach en eul lec’h zur ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/609
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 22.
601