Evel eun trôn a c’hloar e vezo evit ti he dad.
24 Holl c’hloar ti he dad,
Ar voutadennou bras ha bihan,
En em ehano varnezhan ;
An holl venfiou bihan,
Adaleg besel ar vasinou, beteg an holl venfiou a vuzik.
25 En deiz ze, a lavar Aotrou an armeou,
An tach lakeat el lec’h zur a dec’ho ;
Troc’het e vezo, kweza a raio,
Hag ar zam a zouge a vezo lamet kwit.
Rag an Aotrou Hen deuz komzet.
23 PROFESI var Dir.
Huanaded, listri Tarsis, rag distrujet eo !
Ken a diez ! N’ez eer ken ennhei !
Ar c’helou a zeu dezhei euz bro Kittim.
2 Bezet souezet, tud an harz,
Te pehini a oa leuniet gant marc’hadourien Sidon, pere a genret ar mor !
3 A dreuz an doureier bras, greun Shikor,
Mederien an Nil a zo distroet ;
Marc’had ar boblou e oa.
4 Bez mezek, o Sidon !
Rag ar mor, krenv ar mor, hen deuz komzet evelhen :
N’hen doun ket bet en poan, n’em euz ket ganet,
N’em euz ket bevet a dud iaouank na zavet a verc’hed iaouank.
5 Pa zeuo ar c’hellou ze en Ejipt,
E krenfont gant aoun dirag Tir.
6 Tremenet en Tarsis ;
Huanaded, tud ar bord !
7 Ha beza eo honnez ho kear joaus,
A behini ar penn a ia bete an amzer goz ?
He zreid he doug a bell evit choum en diaveziad !
8 Piou Hen deuz groet an traou ze a enep Tir, roerez ar c’hurunennou,
A bere ar varc’hadourien a oa prinsed,
A bere ar werserien a oa re vras an douar ?
9 Aotrou an armeou Hen deuz he c’hoanteet,
Evit izelaat pep gloar ourgouilluz,
Evit izelaat holl re vras an douar.
10 Kenred da vro, henvel euz ar rivier,
Merc’h Tarsis ; ken a ere d’az terc’hel !
11 An Aotrou hen deuz astennet he zorn var ar mor,
Lakeat Hen deuz ar rouantelezou da grena.
Roet Hen deuz urz a enep Kanaan, evit distruja he grenvou.
12 Lavaret Hen deuz : Na gendalc’hi ken d’en em laouenai,
Merc’h Sidon, gwerc’hez dizenoret !
Sav-te, tremen en bro Kittim ;
Aze zoken, n’az pezo ket a ehan.
13 Sell euz bro ar Galdeed, pobl pehini n’euz ket pell ne oa ket :
Assur a roaz ar vro ze da dud an distro.
Sevel a reont ho zouriou, distruja a reont palezou Tir,
He lakaat a reont en distruj.
14 Huanadet, listri Tarsis !
Rag ho nerz a zo distrujet.
15 En amzer ze, Tir a vezo lekeat en ankouez dek vloaz ha tri-ugent,
An amzer euz buez eur roue.
Aben dek vloaz ha tri-ugent, e vezo euz a Dir
Evel euz al loudouren c’hast a be hini e komz ar zon :
16 Kemer an delen, gra tro kear,
Gast ankwezet !
Stok mad ar c’herden ; kresk ar c’hanaouennou ;
Evit ma vezo sonj ac’hanout !
17 Hag a ben dek bloaz ha tri-ugent, an Aotrou a welo Tir ;
Distrei a raio d’he gounid dibur,
En em loudouri a raio var fas ar bed
Gant holl rouantelezou an douar.
18 Mes he gounidou hag he c’hollou dibur a vezo kenzagret d’an Aotrou :
Ne vezo berniet na miret netra anezhei.
Rag he gounidou a vezo d’ar re a choum dirag fas an Aotrou,
Evit ho beva a founusded hag ho gwiska gant manifisans.
24 SETU, an Aotrou a ia da lakaat ar vro goullo ha d’he diwiska ;
Kemesk a raio ar fas hag e sklabezo an dud anezhi.
Hag e vezo euz ar sakrifier evel euz ar bobl,
Euz ar mestr evel euz ar zervicher,
Euz ar vestrez evel euz ar vatez,
Euz ar gwerzer evel euz ar prener,
Euz ar prester evel euz an amprester.
Euz ar c’hreder evel euz ar dleer.
3 Ar vro a vezo golounteret holl ha lakeat en pillach,
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/610
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 23, 24.
602