Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/612

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 26.

Kig dru ha melek,
Gwin kozviret ha skleriet.
7 Hag e savo, a zivar ar menez ma, ar gwel pehini a c’holo fas an holl boblou,
Ar golo astennet var an holl vroadou.
8 Distruja a raio ar maro evit biken ;
An Aotrou, an Aotrou a sec’ho an daerou euz an holl visachou,
Ha lakao dismegans he bobl da dec’hel kwit euz an douar holl ;
Rag an Aotrou Hen deuz komzet.
9 Hag e vezo lavaret, en deiz ze :
Setu, Hen eo hon Doue ; esperet hon deuz ennhan,
Hag e saveta ac’hanomp.
An Aotrou eo ; esperet hon deuz ennhan :
Tridomp a joa, hag en em laouenaomp euz he zilvidigez !
10 Rag dorn an Aotrou en em lakao var ar menez ma ;
Mes Moab a vezo gwasket var blas,
Evel ma wasker ar plouz en doureier an teil.
11 Aze ec’h astenno an daouarn,
Evel ma asten an neuer anezhei evit neui ;
Mes an Aotrou a izelao he ourgouil
Hag holl nerz he zivrec’h.
12 Hag an Aotrou a ziskaro an harz huel euz da vogeriou ;
Izelaat a raio anezhan, he deurel a raio d’an douar hag er boultren.

26 En deiz ze, e kanfer ar c’hantik ma en bro Juda :
Beza hon deuz eur gear grenv ;
An Aotrou a laka ennhi ar zilvidigez evid moger hag evit ragmoger.
2 Digorret doriou,
Ha ma ez aio, ar vroad just ha fidel !
3 Miret a rez d’ar galoun nerzus
Eur peoc’h assur
Abalamour ma en em fiz ennout.
4 En em fiziet en Aotrou, da virviken ;
Rag an Aotrou, an Aotrou eo roc’h ar c’hanvejou !
5 Rag lakeat Hen deuz da zisken ar re a choum var an huelder ;
Izelaat a ra ar gear savet,
He izelaat a ra beteg an douar,
Ober a ra dezhi disken bete ar boultren ;
6 Mac’het eo gant an treid,
Gant treid ar beorien, dindan dreid ar re ezomek.
7 Hent an den reiz a zo plen ;
Plenaat a rez hent eeün ar re reiz.
8 Dre ze ive en em c’hortozomp d’id, Aotrou, en hent da varnedigezou ;
Da hano ha da sonj eo c’hoant hon ine.
9 Va ine a c’hoanta ac’hanout en noz,
Hag em diabarz va c’haloun a glask ac’hanout ;
Rag, pa ve da varnedigezou var an douar,
Tud ar bed a zisk ar reizter.
10 Ober a reer trugarez d’ar fall ? Na zisk ket ar reizter ;
Ober a raio an drouk en bro ar wirione,
Ha ne welo ket majeste an Aotrou.
11 Aotrou ! da vrec’h a zo savet ;
Ne welont ket anezhi :
Ma welfont da zel evit da bobl, ha ma vefont mezek !
An tân miret evit da enebourien, a ia d’ho devori.
12 Aotrou, rei a ri deomp ar peoc’h ;
Rag kement a reomp,
Eo te eo hen peur-c’hra ennomp.
13 Aotrou hon Doue, Aotrounez all ouc’h-penn te ho deuz renet varnomp ;
Gras d’id-te hepken eo hellomp gervel da hano.
14 Maro int, ne adbevfont ken ;
Kollet int, ne adsavfont ken,
Ho c’hastiet hag ho distrujet ec’h euz ;
Kaset ec’h euz zoken da netra ho envor.
15 Kresket ec’h euz ar vroad, Aotrou,
Kresket ec’h euz ar vroad ; en em c’hlorifiet out,
Pelleet ec’h euz holl harzou ar vro !
16 Aotrou, en dristidigez ez eont d’az kaout ;
Sklabezet ho deuz ho c’hlemmou pa eo bet da gastiz varnezhei.
17 Evel ma ve ar vreg vrazez, prest da willoudi,
En poan ha ma kri en he foaniou,
Evel se omp bet, pell euz da fas, ô Aotrou !
18 Konsevet hon deuz, bet omp en labour ;
N’hen deuz ganet nemert avel,
Na wifomp ket peur-ober silvidigez ar vro,
Na lakaat tud nevez da c’henel var an douar.

604