Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/613

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 27, 28.

19 Da re varo a adbevo ;
Ma c’horfou maro en em adsavo !
Dihunet c’hwi ha kanet gant joa, tud ar boultren !
Rag da c’hlizen a zo evel glizen ar beure,
Hag an douar a lakao ar re varo da adgenel.
20 Kea, va fobl, kea en da gamprou,
Ha zer an doriou var da lerc’h.
En em guz evit eur pennad bihan,
Bete ma vezo an erez tremenet.
21 Rag setu ama, an Aotrou a zeu euz he chomaj,
Evit kastia drougiez tud an douar.
Neuze an douar a ziskwezo ar goad skuliet varnezhi
Ha ne guzo ken he re varo.

27 En deiz ze, an Aotrou a skoio, gant he gleze bras, nerzus ha kalet,
Al Leviathan, ar serpant skanv,
Al Leviathan, ar serpant kildroüz,
Hag e lazo ar monstr mor.
2 En amzer ze, e vezo kanet evelhen var ar winien vad :
3 Me eo, an Aotrou, pehini he diwall ;
Me he douro en pep amzer ;
He miret a rin noz deiz,
Gant aoun na vefe groet drouk dezhi.
4 N’euz ket ennoun koler.
Ra vezo roet d’in drez, spern da vrezelli !
Bale a rin varnezhei, ho devi a rin a unvan.
5 Pe ma kemero ac’hanoun evit digemer !
Ma raio ar peoc’h ganen, ma raio ar peoc’h ganen !
Eun deiz, Jakob a vouto grizio ;
Israel a fleurio hag a wevo ;
Golo a rafont a frouez fas an douar.
7 Doue ha skoet Hen deuz he bobl,
Evel ma eo bet ar re a skoe anezhan ?
Israel ha bet eo lazet, evel ar re a laze anezhan ?
8 Gant muzur eo ec’h euz he gastiet en eur gas anezhan kwit,
Pa oe dizouget dre da c’houez tempestuz, en deiz avel ar sav-heol.
9 Evel se drougiez Jakob a zo ive peaet ;
Ha setu ema frouez pardon he bec’hed :
Lakeat hen deuz en poultren holl vein he aoteriou,
Evel mein raz ; skeudennou Ashera
Nag ar peuliou heoluz na adsavfont ken.
10 Rag ar gear grenv a zo chanchet en zioulder ;
Eur choumaj dilezet eo, dilezet evel eun distro.
Eno e teu al loe da beuri ; gourvez a ra, hag e peur ar brankou a zo ennhan.
11 Pa ve sec’h ar brankou e vez torret,
Hag ar gragez a zeu da elumi tân.
Rag ar bobl ma n’euz ket a skiant ;
Abalamour da gement se he grouer n’Hen deuz ket a druez outhan ;
An hini Hen deuz krouet anezhan ne ra ket dezhan a drugarez.
12 En deiz ze, an Aotrou a ziskaro ar frouez
Adaleg red ar Rivier bete dour red an Ejipt ;
Ha c’hwi a vezo dastumet hini da hini, o bugale Israel !
13 En deiz ze, e sonfer an drompil vras ;
Hag ar re a oa kollet en bro Assur,
Hag ar re a oa kasset kwit en bro an Ejipt,
A zeuo d’en em stoui dirag an Aotrou,
En menez santel, Jerusalem.

28 GWAL-EUR da gurunen ourgouilluz mezverien Efraim,
D’ar bleun gwevet, he gwiskamant kaera,
Pehini a zo dreist traounien produus an dud kendrec’het gant ar gwin !
2 Setu, an Aotrou a zalc’h a du eun den nerzus ha galloudek,
Henvel euz eun arne grizil, euz a eun arne distrujer,
Euz a eur wazien doureier bras pere a zivord.
Teurel a ra anezhi d’an douar gant he zorn.
3 Mac’het e vezo gant an treid,
Kurunen ourgouilluz mezverien Efraim.
Hag e vezo evel bleun gwevet, he gwiskamant kaera,
Pehini a zo dreist an draounien produus,
Evel freuz abred araog an eost ;
Ho gwelet a reer,
Ha ragtal ma vent en dorn, e tevorer anezhei.

5 En deiz ze, Aotrou an armeou a vezo
Eur gurunen skeudus hag eun ere a c’hloar
Evit an nemorant euz he bobl ;
6 Eur spered a varnedigez evit an hini a zo azezet var gador ar reizter,

605