Delivret euz an amc’houlou hag euz an devalijen, a welo.
19 Ar re gun ho devezo joa var joa en Aotrou,
Hag ar beorien a douez an dud en em ieao er Sant a Israel.
20 Rag ar gwasker ne vezo ken ; ar goapeer a vezo distrujet,
Hag ar re a veil ober an drougiez a vezo lamet kwit,
21 Ar re a laka barna eun den abalamour d’he gomz,
Pere a asten pechou d’an den pehini a bled dirag an doriou,
Pere a goll ar gwirion dre ho zromplerezou.
22 Abalamour da gement se an Aotrou
Pehini Hen deuz dasprenet Abraham,
Hen deuz lavaret evelhen da di Jakob.
Jakob ne vezo ken er vez,
Hag he fas ne zrouklivo ken.
23 Rag, pa welo he vibien en ho greiz, labour va daouarn,
E santelaio va hano ;
Santelaat a raio ar Sant a Jakob ;
Reveri a raio Doue Israel.
24 Hag ar re ho doa ar Spered dianket a addeuo skiantek,
Hag ar re a grozmole a zisko ar furnez.
30 GWAL-EUR, a lavar an Aotrou, d’ar vugale dizent,
Pere a ra c’hoantou, mes hep oun me,
Pere a ra konvenans, mes hep va Spered,
Abalamour da genlakaat pec’hed var bec’hed !
2 Pere a zisken en Ejipt, hep beza kuzuliet va genou,
Evid en em denn dindan galloud Faraon,
Hag en em denn en skeud an Ejipt !
3 Kensouten Faraon a vezo ho mez,
Hag ar skoazel dindan skeud an Ejipt, a vezo ho mez.
4 Ma vezo ho frinsed en Tsoan
Ha ma teuo he re gaset da Hanes,
5 Holl e vefont mezek evit ar bobl ma, pehini na zervicho da netra dezhei,
Nag evit skoazella, nag evit zikour,
Mes pehini a vezo ho mez, hag ho dismegans zoken.
6 Al loened labour a zo sammet evit mont d’ar c’hreisteiz,
En douar an dristidigez hag an ankroez,
A belec’h e teu al leon hag al leonez,
Ar viber hag an aerouant ;
Dougen a reont ho finvidigez var gein ezen
Hag ho zenzoriou var bos ar chamoed
Entrezeg eur bobl pehini na zervicho da netra dezhei.
7 Sikour an Ejipt ne vezo nemert mogeden ha netra ;
Abalamour da ze e c’halvan kement se : trouz vras evit ober netra.
8 Kea brema, merk anezhei var eun daol dirazhei,
Ha skriv anezhan en eul lizer,
Abalamour ma choumo kement se evit an amzer da zont,
Bepred ha da virviken ;
9 Rag setu ama eur bobl dizent,
Bugale c’haouiat,
Bugale pere ne fell ket dezhei selaou lezen an Aotrou ;
10 Pere a lavar d’ar welerien : Ne welet ket !
Ha d’ar brofeded : Na brofetizet ket ar wirionez !
Livirit deomp traou drouk-meuluz ;
Gwelet ho troumplezonou !
11 It kwit euz an hent,
Distroet euz an hent !
Lamet euz hon gwel Sant Israel !
12Abalamour da gement se, evelhen Hen deuz lavaret Sant Israel :
Pa eo gwir e taolet kwit ar gir ma,
Ha ma en em fiziet er violans hag en art,
Ha ma kemeret anezhei evit skoazel deoc’h ;
Abalamour da gement se,
13 An drougiez ma a vezo evidoc’h
Evel eur skalf o krozal diskar,
Pehini a ra zol en eur voger huel,
Hag a gouez en eun taol, ragtal.
14 En em vruzuni a ra evel ma vruzuner eur besel pri,
Torret didrue,
En tamou pehini na gever ket eun darbot
Evit kemer tân euz an oaled,
Nag evit tenna dour euz ar puns.
15 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou, Sant Israel :
En eur distrei d’in hag o choum zioul eo e vefet salvet ;
En diskwiz hag er fizians eo e vezo ho nerz.
Mes n’eo ket bet fellet deoc’h.
Hag oc’h euz lavaret : Nan, mes ni a dec’ho kwit var gezek !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/616
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 30.
608