Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/617

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 31.

Abalamour da gement se e tec’het ;
Piniat a rafomp var rederien skanv !
Abalamour da gement se ar re a genredo ac’hanoc’h a vezo skanv.
17 Mil a dec’ho dirag eun den ;
Hag euz gourdrouz pemp, e tec’hfet,
Bete ma choumfet
Evel eur zin en lein ar menez,
Evel eur bannier var ar grec’hien.
18 Koulskoude an Aotrou a c’hortoz evit ober trugarez deoc’h ;
Sevel a raio evit kaout truez ouzoc’h ;
Rag an Aotrou a zo eun Doue just :
Euruz eo ar re holl en em fiz ennhan !
19 Rag na weli ket ken, pobl Sion,
Pehini a choum en Jerusalem.
Ober a raio trugarez d’id, pa grii ;
Adaleg ma klevo ac’hanout, e selaouo ac’hanout.
20 An Aotrou a roio deoc’h ar bara a ankrouez
Hag an dour a c’hlac’har ;
Mes ar re a gelen ac’hanout na dec’hfont ken,
Ha da zaoulagad a welo ar re a gelen ac’hanout.
21 Ha pa ez efet a zeou, pe a dleiz,
Ho tiouskouarn a glevo endrekoc’h ar vouez a lavaro :
Ama ema an hent, baleet ennhan !
22 Derc’hel a refet evit hudur hoc’h imachou goloet a arc’hant
Hag ho poltrejou adwisket a aour.
Ho zeurel a ri pell, evel eun dra dibur ;
Er meaz ac’han ! a lavari-te dezhei.
23 Kas a raio ar glao var da haderezou a bere ez pezo hadet da barkeier ;
Hag ar bara a roio an douar a vezo mad ha bevuz ;
Da loened, en deiz se, a beuro en peuriou bras.
24 An ijened hag an ezen, pere a labour an douar,
A zebro eur boued mad,
Pehini a vezo gwentet gant ar bal hag ar c’hant.
25 Ha var bep menez huel, ha var bep krec’hien savet.
E vezo gwaziou dour, douriou-red, en deiz ar garnach vras,
Pa gwezo an touriou.
26Ha sklerijen al loar a vezo evel sklerijen an heol,
Ha sklerijen an heol a vezo seiz gwech brasoc’h,
Henvel euz sklerijen seiz devez,
Pa bako an Aotrou gouli he bobl,
Ha pa wellaio ar gouli groet dre he daoliou.
27 Setu ama, hano an Aotrou a zeu euz a bell ;
He goler a zev, hag ar bec’h anezhan a zo skwizus ; eun tân violant eo ;
He vuzellou a zo leun a erezou,
He deod a zo evel eun tân devoruz.
28 He alen a zo evel eun dour-red divorded, pehini a bin bete ar c’houzoug.
Dont a ra da greia ar broadou gant kroez an distruj,
Evit lakaat euz janvedou ar boblou
Eur brid d’ho dianka.
29 Kana a refeet evel en noz ma reer ar goel ;
Joa ho pezo en ho kaloun, evel an hini a bin euz son ar fleüt,
Evit dont da venez an Aotrou, entrezeg Roc’h Israel.
30 Hag an Aotrou a lakao klevet he vouez majestuuz ;
Diskouez a raio he vrec’h pehini a izela,
En erez he goler,
En kreiz flammou eun tân devoruz,
Euz arne, euz ar glao violant hag euz grizil pouezuz.
31 Rag, euz mouez an Aotrou, Assur a greno.
32 Skei a raio anezhan gant he walen ;
Ha dre holl el lec’h ma kaso gwalen Doue anezhan,
Ha ma lakao da gweza varnezhan,
E vezo klevet an taboulinou hag an delennou ;
Brezelli a raio a enep dezhan gant dorn savet.
33 Rag abaoe pell zo eo lekeat a du evit Tofeth,
Ha Tofeth a zo kempennet evit ar roue.
Groet eo doun ha ledan he geneudek,
Gant tân, koad a founuster ;
C’houez an Aotrou, evel eur red soufr, a ia da zevi anezhan.

31 GWAL-EUR d’ar re a zisken en Ejipt evit kaout sikour,
Pere en em harp var gezek,
Pere a laka ho fizians en niver euz ar c’hirri hag en nerz ar varc’herien,
Ha pere na zellont ket euz Sant Israel,

609