Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/618

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 32.

Ha na adklaskont ket an Aotrou
2 Koulskoude Hen ive a zo fur.
Lakaat a ra ar poaniou da zont
Ha n’Hen da ket a enep d’he c’hir.
En em sevel a ra a enep ti ar re fall,
Hag a enep zikour oberourien an drouk.
3 Hag an Ejiptsian a zo den ha nan Doue,
He gezek n’int nemert kig ha nan spered ;
An Aotrou a astenno he zorn,
Hag an diwaller a gwezo, an diwallet a gwezo,
En em goll a rafomp a unvan.
4 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou d’in :
Penaoz e iud al leon, al leon iaouank, var he breiz ;
Galvet e ve ar veserien a vanden a enep dezhan,
Mes ne ve ket spountet gant ho mouez,
Na goll ket gant an niver anezhei :
Evel se e tiskenno Aotrou an armeou
Da gombati var menez Sion ha var he grec’hien.
5 Evel ma tispleg eun evn he eskel,
Evel se e c’holoio Aotrou an armeou Jerusalem ;
Miret ha savetaat a raio,
Espern ha delivra.
6 Distroet d’an hini a enep pehini e oar en em zavet en bras,
Bugale Israel !
7 Rag, en deiz se, pep hini a adtaolo kwit he idolou arc’hant hag he idolou aour,
Pere hen deuz ho taouarn groet da bec’hi.
8 Assur a gwezo dre eur c’hleze pehini n’eo ket hini eun den ;
Eur c’hleze pehini n’eo ket hini an den a zevoro anezhan.
Tec’hel a raio kwit dirag ar c’hleze,
Hag he dud dibabet a vezo lakeat dindan.
9 Mont a raio a spount d’he grenvaden,
Hag he gabitened a ielo pell euz ar bannier
A lavar an Aotrou, an hini Hen deuz he dân en Sion,
Hag he forniez en Jerusalem.

32 SETU ar roue a reno hervez ar justis,
Ar brinsed a c’houarno gant reizder.
é Ha pep hini anezhei a vezo evel eur waskeden a enep an avel,
Hag eur voden a enep ar glao,
Evel goaziou dour en eul lec’h sec’h,
Evel skeud eur roc’h vras en eur vro glac’haret.
3 Neuze daoulagad ar re a wel ne vefont ken goloet,
Ha diouskouarn ar re a glev a vezo selaouuz.
4 Kaloun an dud skanv a glevo ar furnez ;
Teod ar re visteod a gomzo buan ha skler.
5 Ne vezo ken galvet nobl an diskiant,
Hag an trompler ne vezo ken manifik.
6 Rag an diskiant ne ziskleri nemert follentez,
Hag he galoun en em ro d’ar faoz,
Evit ober an direizted,
Evit drouk-pedi a enep an Aotrou,
Evit mac’h an ineou marnaounek,
Hag evit lemel an evach digant an nep hen deuz sec’hed.
7 Divarben an troumpler,
He zoareou a zo fall ;
Kaout a ra inventerezou evit koll ar re c’hlac’haret dre gomzou faoz,
Hag ar paour a behini ar gaoz a zo gwirion.
8 Mes an den nobl a ra c’hoantou nobl,
Hag en em sav da labouret gant enor.

9 GRAGEZ diskiant,
Savit-hu, selaouet va mouez !
Merc’hed pere en em dalc’h zur,
Prestet skouarn d’am c’homz !
10 Abarz eur bloaz hag eun deiz benag
En krenfeet, c’hwi pere a zo zureet ;
Rag an dastumerez a vezo manket,
Ne vezo eost ebet.
11 Bezet en spouron, re dinec’h !
Krenet, c’hwi pere a zo zur !
En em diwisket, en em lekeet en noaz,
Gourizet ho kroazellou evit ar c’hanvou !
12 Skoet ho pruched,
Abalamour d’ar meaziou kaer
Ha d’ar gwiniennou produuz.
13 An drein hag an drez a binio
Var douar va fobl,
Var an holl diez zoken a blijadur
Euz ar gear joaus.
14 Rag ar palez a zo dilezet ;
Ar gear drouzuz a zo dilezet ;

610