Dalc’het a deod, pehini na gomprener ket.
20 Sell euz Sion, kear hon goeliou solennel !
Ra evesao da zaoulagad euz Jerusalem, choumaj siouluz,
Tanten pehini n’en em dizoug ket,
A bere ar peuliou ne vefont biken tennet,
Hag a behini korden ebet na vezo torret.
21 Rag eno eo en em diskouez an Aotrou galloudek evidomp ;
Derc’hel a ra lec’h deomp a rivierou, a rivierou ledan,
El lec’h ma ne dremen ket al listri a roan
Ha ne ve ket treuziet gant al listri bras.
22 Rag an Aotrou eo hon barner,
An Aotrou eo hon lezenner,
An Aotrou eo hon roue ;
Hen eo a zavetao ac’hanomp.
23 Da gerden a zo adlosket ;
Ne helfont ket ken derc’hel ho gwernien, nag asten ar gouel.
Neuze e lodenfer madou an diwisk bras ;
Ar re gam zoken a gemero loden pillach.
24 Hini ebet euz ar re a choum eno ne lavaro : Me a zo klanv !
Ar bobl a choum en Jerusalem hen deuz bet ar pardoun euz he bec’hed.
34 TAOSTEET, broadou, da zelaou ;
Ha c’hwi, poblou, bezet eveziek !
Ma zelaou an douar, ha kement a zo ennhan,
Ar bed gant kement a brodu !
2 Rag an Aotrou a zo koleret a enep an holl vroadou ;
Koleret eo a enep ho holl arme ;
Ho gwestlet hen deuz d’an distruj,
Ha livret anezhan d’ar garnach.
3 Ar re gouliet d’ar maro a vezo taolet er meaz ;
Ho c’horfou maro a zant ar vreinadurez ;
Ar meneziou a rulio euz ho goad.
4 Holl arme an envou en em deuzo,
An envou a vezo ruliet evel eul levr,
Hag ho holl arme a gwezo,
Evel ma kwez delien ar winien,
Evel delien varo ar fiez.
5 Rag va c’hleze a zo mezviet en envou ;
Setu, ez a da zisken var Edom,
Var ar bobl em euz gwestlet d’an distruj, evit ober reizder ?
6 Kleze an Aotrou a zo leun a oad ; goloet eo a zruoni,
A oad oaned ha bouc’hed,
A zruoni kroazellou maouted.
Rag an Aotrou Hen deuz groet eur sakrifis en Botsra,
Eul lazerez vras en bro Edom.
7 Ganthei e kwez an ijened gwez,
Hag al loueou gant ar c’holleou.
Ho douar a zo mezviet a oad,
Hag ho foultren leuniet a zruoni.
8 Rag deiz vanjans an Aotrou eo.
Bloaz ar gobr, evit ober reizter da Sion.
9 Dour red Edom a vezo troet en pek,
Hag he boultren en soufr ;
He zouar a zeuo pek devuz.
10 Na vezo lazet na deiz na noz ;
He mogeden a binio da viken ;
Glac’haret e vezo a oad en oad ;
Ne vezo ken, da viken, den hag a dremeno anezhi.
11 Ar pelikan hag an huruson he ferc’henno ;
Ar gaouen hag ar vrân a raio ho chomaj ennhi ;
Astennet he vezo varnezhi korden ar glac’har
Ha nivo an distruj.
12 He re vras ne vefont ken aze evit emban ar rouelez ;
He holl brinsed ha kaset he vefont da netra.
13 An drein a gresko en he falezou,
Al lined hag an drez en he c’hrenvou ;
Servichout a raio da voden d’ar chakaled
Ha da bark d’an otruched.
14 Loened an distro hag ar chas gouez en em gavo ennhi ;
Ar bouc’hed a c’halvo an eil egile ;
Spouron an noziou en em lakao ennhi hag a gemero ennhi he ziskwiz.
15 Aze e raio an aerouant he nez ;
Lakaat a raio he ouiou,
Ho lakaat a raio da zifluka, hag e tastumo he re vihan er gwasked ;
Eno ive en em dastumo ar votoured an eil gant egile.
16 Klasket en levr an Aotrou ha lennet ;
Hini anezhei ne vanko,
Hini n’hen devezo keuz da absans egile.
Rag he c’henou eo hen deuz gourc’hemennet,
Hag he Spered eo pehini ho dastumo.
17 Hen eo hen deuz taolet ar zort varnezhei ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/620
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 34.
612