Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/621

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 35, 36.

He zorn eo a loden dezhei an douar ze gant ar gorden.
He ferc’henni a rafont da viken ;
Choum a rafont ennhi a oad en oad.

35 AN distro hag ar vro sec’h en em laouenao !
Ar zioulded a vezo er joausted, hag a fleurio evel eul liz.
2 Fleuria a raio, hag e vezo er joausted :
Leuskel a raio kriadennou a joa ha kanaouennou a driomf !
Gloar al Liban
Manifisans ar C’harmel ha Saron a zo roet dezhan.
Gwelet a rafont gloar an Aotrou,
Manifisans hon Doue.
3 Krenvaet daouarn diners ;
Starteet daoulin krenuz !
4 Livirit d’ar re ho deuz ar galoun droublet :
Kemeret kourach ha na zoujet ket !
Setu ho Toue !
Ar vanjans a zeuo, pae Doue.
Dont a raio he unan, hag e telivro ac’hanoc’h.
5 Neuze daoulagad ar re dall a vezo digoret,
Ha diouskouarn ar re vouzard a vezo diztoufet.
6 Neuze ar c’ham a lampo evel eur c’haro,
Ha teod an hini mud a gano a joa.
Rag doureier a lampo en distro,
Ha douriou red er zioulder.
7 Al lec’h sec’h en em droo en stank,
Hag an douar dizec’het en mammen dour,
Al lec’h ma ho doa ar chakaled ho boden,
A vezo eur park a gorz hag a vroen.
8 Hag eno e vezo eun hent hag eur wenojen,
Pehini a vezo hanvet hent ar santelez.
An hini a vezo souliet n’he dremeno ket ; mes beza e vezo evithei ho unan.
Ar re a valeo en hent se, ar re diskiant zoken, n’en em diankfont ket.
9 Ne vezo leon ebet eno ;
Al loened gwez na binfont ket di,
Ha n’en em gevfont ket eno ;
Mes ar re brenet a valeo ennhan.
10 Hag ar re a bere Hen devezo an Aotrou paeet ar ranson a zistroio
Hag a deuo da Sion gant eur gân a driomf ;
Eur joausted peurbaduz a vezo var ho fenn.
Beza ho devezo joa ha joausted ;
Ar boan hag ar c’hlemmou a dec’ho.


36 HAG e c’hoarvezaz, ar bevarzekved bloaz euz ar roue Ezekiaz, penaoz Sankerib, roue an Assiried, a biniaz a enep holl geariou krenv Juda hag ho c’hemeraz. 2 Goude roue an Assiried a gasaz Rabshake gant nerzou bras, euz Lakis da Jerusalem, a enep ar roue Ezekiaz ; hag en em diskouezaz en kichen rendour ar stank huel, var hent park ar c’houez.

3 Hag Eliakim, mab Hilkija, mirer ar palez, a ieaz entrezeg ennhan, gant Shebna, ar skrivanier, ha Joak, mab Asaf, an dieller.

4 Ha Rabshake a lavaraz dezhei : Livirit, me ho ped, da Ezekiaz : Evelhen a lavar ar roue bras, roue an Assiri : Petra eo ar fizians ze var behini en em harpez ? 5 Me hen lavar d’id : ar re ze n’int ken nemert komzou ! Ar c’huzul hag an nerz a zo goulennet er brezel ; ha brema, en piou out-te en em fiziet, evit en em zevel a enep d’in ? 6 Setu, en em fiziout a rez en Ejipt, er vas se, ar gorzen dorret ze, pehini a doull hag a dreuj dorn an hini en em harp varnezhi : evel se ema Faraon, roue an Ejipt, evit ar re holl en em fiz ennhan. 7 Mar leverez d’in : Ni en em fiz en Aotrou, hon Doue ; n’eo ket Hen eo an hini a behini hen deuz Ezekiaz taolet kwit al lec’hiou huel hag an aoteriou, o lavarout da Juda ha da Jerusalem : Dirag an aoter ma eo en em stofeet ! 8 Brema gra eta eur marc’had gant va mestr, roue an Assiri, ha me a roio d’id daou vil loen kezek, mar gellez kaout tud awalc’h da biniat varnezhei. 9 Ha penaoz e rafez trei ar visach d’an distera gouarner a douez servicherien va mestr ? Mes te en em fiziout a rez en Ejipt, evit kaout kirri ha marc’herien ! 10 Ha beza ema eta hep urz an Aotrou eo em oun piniet a enep ar vro ma evit he distruja ? An Aotrou eo Hen deuz lavaret d’in : Pin a enep ar vro ma, ha distruj anezhan.

11 Neuze Eliakim, Shebna ha Joak a lavaraz da Rabshake : Komz da servicherien en iez siriak, rag entent a reomp anezhan ; ha na gomz ket en iez judeo da ziouskouarn ar bobl a

613