zo var ar voger. 12 Mes Rabshake a lavaraz : Pe ez eo d’az kaout te pe da gaout da vestr hen deuz va mestr digaset ac’hanoun da lavaret ar c’homzou ma ? N’eo ket entrezeg an dud pere a zo var ar voger, evit lavaret e tebrfont ho c’haoc’h hag ec’h evfont ho stod ganeoc’h ?
13 Goude Rabshake, euz en em derc’hel en he za, a griaz a vouez huel en iez judeo, hag a lavaraz : Selaouet komzou ar roue bras, roue bras an Assiri ! 14 Evelhen a lavar ar roue : Ra na droumplo ket Ezekiaz ac’hanoc’h, rag ne hello ket ho telivra. 15 Ha ra na lakao ket Ezekiaz ac’hanoc’h da lakaat ho fizians en Aotrou, o lavarout : An Aotrou na vanko ket d’hon delivra, hag ar gear ma na vezo ket livret entre daouarn roue an Assiri. Na zelaouet ket Ezekiaz. 16 Rag evelhen hen deuz lavaret roue an Assiri : Groet ar peoc’h ganen ha deuet d’am c’haout, hag e tebrfeet pep hini ac’hanoc’h euz he winien ha pep hini euz he wezen fiziez, hag e c’hevfet pep hini ac’hanoc’h dour euz he buns ; 17 ken a zeuin ha ma tigasin ac’hanoc’h en eur vro henvel euz ho pro, eur vro gwiniz ha gwin, eur vro a vara hag a winiennou. 18 Ha ma ne droumplo ket Ezekiaz ac’hanoc’h, o lavarout : An Aotrou a zelivro ac’hanomp. Doueou ar broadou, ha delivret ho deuz pep hini anezhe he vro euz dorn roue an Assiri ? 19 Pelec’h ema doueou Hamath hag Arpad ? Pelec’h ema doueou ar Sefarvaim ? Ha delivret eo zoken Samari euz va daouarn ? 20 Euz a holl doueou ar broiou, pere ho deuz delivret ho bro euz va dorn, evit ma telivro an Aotrou Jerusalem euz va dorn ?
21 Mes tevel a refont ha na respountfont ket eur gir dezhan. Rag ar roue hen doa gourc’hemennet evel se, o lavarout : Na respountfet ket dezhan. 22 Hag Eliakim, mab Hilkija, mirer ar palez, ha Shebna, ar skrivanier, ha Joak, mab Asaf, dieller a deuaz euz kichen Ezekiaz, an dillad roget, hag a ziskleriaz dezhan komzou Rabshake.
37 Pa hen doe ar roue Ezekiaz klevet kement se, he rogaz he zillad, en em c’holoaz gant eur sac’h, hag ez eaz en ti an Aotrou. 2 Goude e kasaz Eliakim, mirer ar palez, ha Shebna, ar skrivanier, ha re ansien a douez ar sakrifierien, goloet a zier, da gaout Ezai, ar profed, mab Amots. 3 Hag e leverjont dezhan : Evelhen hen deuz lavaret Ezekiaz : An deiz ma a zo eun deiz a ankroez, a gastiz hag a zismeganz ; rag ar vugale a zo deuet bete ar poent da c’henel, mes n’euz ket a nerz da willioudi. 4 Marteze an Aotrou da Zoue Hen devezo klevet komzou Rabshake, pehini hen deuz roue an Assiri, he vestr, digaset da zismegansi an Doue beo ; marteze an Aotrou da Zoue a gastio ar giriou Hen deuz klevet. Gra eta eur beden evit ar pez a van c’hoaz.
5 Servicherien ar roue Ezekiaz a zeuaz eta entrezeg Ezai. 6 Hag Ezai a lavaraz dezhei : Evelhen e komzfet d’ho mestr : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’az pez ket aoun abalamour d’ar c’homzou ec’h euz klevet, dre bere servicherien roue an Assiri ho deuz va dismeganset. 7 Setu, ez an da lakeat ennhan eur spered ken, o veza klevet eun neventi, e tistroio d’he vro ; ha me a lakao anezhan da gweza dre ar c’hleze en he vro.
8 Rabshake a zistroiaz eta di hag a gavaz roue an Assiried pehini a gelc’hie Libna ; rag klevet hen doa e oa eet euz Lakiz. 9 Hag ar roue a glevaz lavaret divarben Thirhaca, roue an Ethiopi : Deuet eo evit da vrezeli. Hag, o veza klevet kement se, e kasaz kannaded da Ezekiaz, hag e lavaraz dezhei : 10 Komz a refet evel-hen da Ezekiaz, roue Juda : Ra ne droumplo ket da Zoue ac’hanout, en pehini en em fiziez, o lavarout : Jerusalem na vezo ket livret entre daouarn roue an Assiri. 11 Setu aze klevet ec’h euz petra hen deuz groet roue an Assiried d’an holl broiou : distrujet ho deuz anezhei holl ; ha te, te a dec’hfe ! 12 Doueou ar broadou ho deuz va zud koz distrujet, doueou Gozan, Karan, Retsef ha bugale Eden pere a zo en Thelasar, ha beza ho deuz ho delivret ? 13 Pelec’h ema roue Hamath, roue Arpad, roue kear Sefarvaim, euz Hena hag Ivva ?
14 Ha, pa hen doe Ezekiaz resevet al lizer euz dorn ar gannaded, ha ma hen doe he lennet, e piniaz da di an Aotrou, hag Ezekiaz a zisplegaz anezhan dirag an Aotrou. 15 Goude Ezekiaz a reaz he beden d’an Aotrou hag a lavaraz : 16 Aotrou an armeou, Doue Israel, pehini a azez entre ar cherubined ! Te hepken, Te eo Doue holl rouantelezou an douar ; Te eo ec’h euz groet an envou hag an douar. 17 Aotrou, izella da skouarn ha selaou ! Aotrou, digor