20 An hini na hell ket kinnig kalz,
A ginnig eur c’hoad pehini na vrein ket,
Hag a glask eun oberour ijinuz,
Evit ober eun idol pehini na vransel ket.
21 N’ho pefe-hu ket a anaoudegez ? Na ententfeet-hu ket ?
N’hoc’h euz-hu ket hen anavezet adaleg ar penn-kenta ?
N’hoc’h euz-hu ket komprenet penaoz e oe an douar teuzet ?
22 Hen eo an hini a zo azezet dreist boul an douar ;
Hag ar re a choum ennhan a zo evel kileien-raden ;
Hen eo a asten an envou evel eur gwel,
Hag ho displeg evel eun danten da choum ennhi ;
23 Hen eo an nep a gas da netra ar brinsed,
Ha da get gouarnerien an douar.
24 Aboan int plantet, aboan int hadet,
Aboan ho deuz kemeret ho c’hef grizien en douar :
An Aotrou a c’houez varnezhei, hag e sec’hont ;
Hag eur c’hemesk ho c’has kwit evel zoul.
25 Euz piou eta e c’henvelafeac’h ac’hanoun ? Hag euz piou e vefen egalet,
A lavar ar Zant ?
26 Savet ho taoulagad d’an neac’h, ha sellit :
Piou hen deuz krouet an traou ze ?
Hen eo a laka ho armeou da vont er meaz gant urz,
Hag ho galv holl dre ho hano ;
Evel se ema braster he c’halloud hag he nerz gallouduz,
Ken ne vank ket unan da zenti outhan.
27 Perag eta e lavaret-hu, Jakob,
Ha perag e komzfez-te evel se, Israel :
Va stad a zo kuzet d’an Aotrou,
Ha va Doue na zouten ken va droet ?
28 Na ouzout-te ket kement se, n’ec’h euz-te ket he glevet,
Penaoz an Aotrou eo Doue ar peur-paduz,
Pehini Hen deuz krouet pennou pell an douar ?
Ne skwiz ket, na zof ket,
Ha ne heller ket furchel he skiant.
29 Rei a ra nerz d’an hini a zo skwizet ;
Kreski a ra nerz an hini a zo dinerzet.
30 An dud iaouank en em dof hag en em skwiz,
An dud iaouank a zeu branselluz.
31 Mes ar re en em c’hortoz d’an Aotrou a adkemer nerzou nevez.
An diou eskel a zeu dezhei evel re an êgl.
Redek a refont, ha ne skwizfont ket ;
Bale a reont, ha na skwizont ket.
41 Enezennou, groet sioulder evit va selaou,
Ha ma kemero ar bobl nerzou nevez ;
Ma teufont var araog, ha ma komzfont !
Taostaomp da bledi asamblez !
2 Piou hen deuz lakeat da sevel euz ar savheol,
An hini a behini ar reizder a heul ar c’hammejou ?
Livra a ra ar broadou dezhan, hag he laka anezhan da ren var ar rouane ;
Kas a ra ho c’hleze en poultren,
Hag ho gwarek a zo evel plous pehini a nij.
3 Kenredek a ra anezhei, avans a ra en peoc’h
Dre eun hent el lec’h n’hen doa biskoaz lakeat he droad.
4 Piou hen deuz groet an traou ze ?
An hini a c’halv ar rumachou adaleg ar penn-kenta ;
Me an Aotrou, ar c’henta,
Pehini a zo ive gant ar re diveza.
5 An enezennou a wel anezhan, hag a zo en doujans ;
Pennou an douar a gren ;
Tostaat a reont, dont a reont ;
6 En em zikour a reont an eil egile,
Ha pep hini a lavar d’he vreur : Kouraj !
7 An oberour a ro kouraj d’an teuzer ;
An hini a blena gant ar morzol a ro kouraj d’an hini a sko var an ane ;
Euz ar zoudeür e lavar : Mad eo ;
Hag e stag an idol gant tachou, evit na gwezo ket.
8 Mes te, Israel, va zervicher ;
Te Jakob, pehini em euz choazet ;
Ras Abraham, pehini he deuz karet ac’hanoun ;
9 Te pehini em euz kemeret euz a bennou an douar,
Hag em euz galvet euz ar pennou pella,
Da behini em euz lavaret : Va zervicher out ;
Da choazet em euz, ha n’em euz ket da daolet kwit
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/626
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 41.
618