19 Setu, ez an da ober eun dra nevez ;
Brema ez a d’en em brodui :
Ne anavezet-hu ket anezhi ?
Lakaat a rin eun hent en distro,
Rivierou er zioulded,
20 Loened ar parkeier am glorifio,
Ar chakaled gant an otruched,
Abalamour ma em bezo lekeat doureier en distro,
Rivierou er zioulded,
Evit rei da eva d’am fobl, va choazet.
21 Ar bobl em euz groet
A zisklerio va meulodi.
22 Mes n’eo ket Me eo a c’halvez, o Jakob !
Rag skwizet out ganen, o Israel !
23 N’ec’h euz ket kinniget d’in oaned da sakrifisou-laosk,
Ha n’ec’h euz ket va enoret dre da sakrifisou.
N’em euz ket trubuliet ac’hanout evit profou,
Ha n’em euz ket skwizet ac’hanout evit ezanz.
24 N’ec’h euz ket prenet d’in evit arc’hant ar gorzen aromatik,
Ha n’ec’h euz ket leuniet ac’hanoun gant druoni da sakrifisou.
Mes trubuliet ec’h euz ac’hanoun abalamour d’az pec’hejou,
Ha va skwizet ec’h euz dre da zrougiou.
25 Me eo, me eo pehini a ziverk da bec’hejou abalamour d’ar garante evidoun,
Ha n’em bezo ken a sonj euz da bec’hejou.
26 Digas d’in da sonj, ha pledomp asamblez ;
Komz evit en em justifia ;
27 Da dad kenta hen deuz pec’het,
Ha da zoktored a zo en em zavet a enep d’in.
28 Dre ze em euz profanet chefou ar santuar ;
Livret em euz Jakob d’an distruj,
Hag Israel d’an dismegans.
44 HA brema, selaou, o Jakob, va zervicher,
O Israel pehini em euz choazet !
2 Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou, pehini hen deuz groet,
Ha doareet ac’hanout adaleg kof da vam,
Pehini eo da zikour :
N’az pez ket aoun, Jakob, va zervicher ;
Jeshurun, pehini em euz choazet
3 Rag skulia a rin doureier var an douar sec’het,
Ha goaziou doureier var an douar sec’h ;
Skulia a rin va Spered var da lignez,
Ha va bennoz var ar re a zeuo ac’hanout.
4 Kreski a rafont evel en kreiz ar ieot,
Evel an alek tost d’an doureier red.
5 Unan a lavaro : Me a zo d’an Aotrou
Egile a lavaro : Me a zo da Jakob,
Hag egile a skrivo gant he zorn : Me a zo d’an Aotrou,
Hag a gemero hano Israel.
6 Evel se e lavar an Aotrou, roue Israel hag he Redemptor,
Aotrou an armeou :
Me eo ar c’henta ha Me eo an diveza,
Ha n’euz Doue all ebet nemert oun.
7 Piou hen deuz laket he vouez da glevet eveldoun,—
Ma hen disklerio ha ma prouvo !—
Abaoe ma em euz lakeat ar bobl koz ?
Ma tisklerio an amzer da zont hag ar pez a dle c’hoarvezout.
8 Na vezet ket spountet ha na vezet ket trubuliet.
Ha n’em euz ket he roet da anaout d’id hag he ziskleriet abaoe pell zo ?
Ha va zestou oc’h.
Ha beza ez zo eun Doue all nemert oun ?
N’euz ket a reier all ; ne anavezan ket.
9 Oberourien an idolou n’int ken nemert netra,
Hag ho labouriou kaera ne zervichont da netra ;
Hag int ho unan a desteni kement se dezhei ;
Ne welont ket, ne anavezont ket ;
Abalamour da ze int en em lakeat mezus.
10 Piou a zoare eun doue, piou a deuz eur skeuden,
Evit tremen hep kaout profit ebet ?
11 Setu ama, ar re holl en em stag dezhi, a vezo mezek ;
An oberourien ze n’int nemert tud.
Ma en em dastumfont, ha ma en em diskouezfont holl !
Holl e vefont spouronet ha mezek.
12 Ar goellier a ra eun hach,
Hag e labour gant glaou ;
Doarei a ra ar metal gant ar morzol,
Labouret a ra anezhan dre nerz ar vrec’h ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/630
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 44.
622