Naon zoken hen deuz hag ema hep nerz ;
Na ev ken a zour, hag eo dinerzet.
13 Ar c’halvez a asten ar gorden ;
Merka a ra ar c’hoad gant ar c’hreion ;
Doareia a ra anezhan gant ar gizel,
Hag he verk gant ar c’hompez ;
Ober a ra eur visach den,
Eun doare kaer a zen,
Evit he loja en eun ti.
14 Troc’ha a ra sedrou ;
Kemer a ra eur c’hlastren hag eun derwen,
Dibab a ra entouez gwez ar c’hoad ;
Planta a ra eun ounen,
Hag ar glao a laka anezhi da greski.
15 Ar c’hoad a zervicho d’an den da zevi ;
Kemer a ra outhan, hag en em dom.
Ober a ra ive tân ganthan da boazet bara :
Ober a ra ive eun doue outhan, hag en em stou dirazhan ;
Ober a ra eun idol outhan, hag e c’hador anezhan.
16 An hanter anezhan a zev en tân ;
Gant an hanter ze e fich he gig,
E laka anezhan da rosta hag en em leun ;
En em domma a ra ive hag e lavar : Ah ! Ah !
En em domma a ran, gwelet a ran ar flam !
17 Goude gant an nemorant euz ar c’hoad ze e ra eun doue, he idol ;
Adori a ra anezhan, en em stoui a ra,
Sedi a ra anezhan hag e lavar : Delivr ac’hanoun,
Rag va doue out ! ....
18 Ne anavezont ha na gomprenont netra
Rag goloet eo ho daoulagad evit na welfont ket,
Hag ho c’halon evit na gomprenfont ket.
19 Nikun n’hen da ennhan he unan,
Ha n’hen deuz anaoudegez na skiant evit lavaret :
An hanter anezhan em euz devet en tân ;
Poazet em euz bara var ar glaou ;
Rostet em euz va c’hig ganthan ha debret outhan ;
Ha gant an nemorant em euz groet eun euzusted !
Adori a rin eun tam koad !...
20 En em veva a ra a ludu ;
He galoun abuzet a ziank anezhan ;
Na zelivro ket he ine, ha na lavaro ket :
N’eo ket eur gaou a zalc’han em dorn ?
21 O Jakob, o Israel, az pez sonj a gement ma !
Rag va zervicher out ;
Da zoareet em euz evit beza va zervicher.
Israel, na ankwez ket ac’hanoun !
22 Diverket em euz da zrouk-oberiou evel eur goabren deval,
Ha da bec’hejou evel eur goumoulen.
Distro d’in,
Rag da zasprenet em euz.
23 Envou, losk kriadennou a joa !
Rag an Aotrou Hen deuz groet he œuvr !
Losket kriadennou, c’hwi dounderiou an douar !
Meneziou, leusket kriadennou a joa,
Hag ar c’hoajou, gant ho holl gwez !
Rag an Aotrou Hen deuz dasprenet Jakob,
Hag en em c’hlorifi en Israel.
24 Evel se a lavar an Aotrou, da Redemptor,
Pehini Hen deuz doareet ac’hanout euz a gof da vam :
Me eo, an Aotrou, pehini Hen deuz groet an holl draou ze,
Pehini Hen deuz displeget an envou
Ha pehini, dreizoun va unan, a astenaz an douar ;
25 Pehini a daol kwit sonjou ar re c’haouiat,
Hag a rent diskiant an divinerien ;
Pehini a laka ar re fur da zistrei adre,
Hag a dro ho gwiziegez en follentez ;
26 Pehini a genstarta gir va servicher,
Hag a beur-ra kuzul va re gaset ;
Pehini a lavar euz Jerusalem : Tudeet e vezo,
Ha keariou Juda : Adsavet e vefont,
Ha me a adsavo ho distrujou ;
27 Pehini a lavar d’an dounder : Bez disec’het,
Ha me a sec’ho da steriou !
28 Piou a lavar euz Sirus : Va fastor eo,
Peur-ober a raio va holl bolonte,
O lavarout en Jerusalem : Bez adsavet,
Ha d’an templ : Te a vezo soliet !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/631
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 44.
623