Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/632

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 45.


45 Evel se Hen deuz lavaret an Aotrou d’he eoliet, da Sirus,
Pehini em euz kemeret dre an dorn deou,
Evit douari dirazhan ar broadou
Ha dizeren gourizou ar rouane,
Evit digerri an doriou dirazhan,
Kement ken na vefont serret ken :
2 Mont a rin dirazoun,
Hag e plenain an henchou tosennek ;
Me a doro an dorojou arem,
Hag a friko ar sparlou houarn ;
3 Rei a rin d’id an tenzoriou kuzet e amc’houlou
Hag ar pinvidigezou ar muan koachet ;
Evit ma wezi
Oun an Aotrou, pehini a c’halv ac’hanout dre da hano,
Doue Israel.
4 Abalamour da garante Jakob, ma zervicher,
Ha da Israel, va choazet,
Em euz galvet ac’hanout dre da hano,
Ha choazet ac’hanout, pa ne anavezez ket ac’hanoun.
5 Me eo an Aotrou, ha n’euz ken a re all ;
N’euz ket a Zoue all nemert oun.
Da c’hourizet em euz,
Pa ne anavezez ket ac’hanoun ;
6 Evit ma wefer, euz ar savheol bete ar c’husheol,
N’euz Hini all nemert Oun.
Me eo an Aotrou, n’euz ket a re all ;
7 Pehini a ra ar sklerijen hag a grou an devalijen,
Pehini a ra an eur-vad hag a grou an droug-eur ;
Me eo an Aotrou, pehini a ra an holl draou ze.
8 Envou, skuliet ar c’hlizen euz krec’h,
Ha ma lakao ar c’houmoul da c’hlaoia ar justis !
Ma tigorro an douar, ha ma produo ar zilvidigez,
Ha ma lakao ar reizter da zivoan ;
Me an Aotrou, em euz krouet kement se.
9 Droug-eur d’an nep a stourm a enep an hini hen deuz groet anezhan,
Besel entouez besellou pri.
Ar pri ha lavaret a raio d’an hini hen deuz he zoareet : Petra a rez-te ?
Da labour ha lavaret a raio : N’euz ket a zaouarn ?
10 Droug-eur d’an hini a lavar d’he dad : Petra ec’h euz-te groet ?
Ha d’he vam : Petra ec’h euz-te gouillioudet ?
11 Evelhen a lavar an Aotrou, ar Zant a Israel, an hini hen deuz he c’hroet :
Ha goulen a refet diganen eun dra benag var an traou da zont ?
Ha rei a refet d’in eun urz benag divarben va mibien ha labour va daouarn ?
12 Me eo em euz groet an douar,
Ha krouet an den varnezhi ;
Me eo an hini a behini an daouarn ho deuz astennet an envou,
Ha roet al lezen d’ho arme.
13 Me eo em euz savet hema er reizter,
Hag a blenao he holl henchou ;
Adsevel a raio va c’hear hag he kaso kwit va esklaved,
Hep ranson na prof,
A lavar Aotrou an armeou.
14 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Labour an Ejipt, trafik Kush,
Hag ar Sabeed, tud a vent vras,
A dremeno entrezeg ennout, hag a vezo d’id.
Bale a rafont var da lerc’h,
Hag e tremenfont chadennet,
Hag en em stouo dirazout,
Hag a raio d’id pedennou, o lavarout :
Doue n’en em gav nemert ganez,
N’euz Doue all ebet.
15 A-dra-zur Te a zo eun Doue hag en em guz,
O Doue Israel, ar Zalver !
16 Holl int mezek ha pinouz ;
Mont a reont kwit a unvan gant mez,
An oberourien idolou.
17 Israel a zo zalvet dre an Aotrou, euz a eur zilvidigez peurbaduz ;
Na vefet na mezek, na pinouz,
Euz a ganved da ganved.
18 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou,
Pehini Hen deuz groet an envou, Hen, an Doue
Pehini hen deuz groet an douar hag he grouet, hen pehini hen deuz he zoliet ;
Pehini n’he grou ket evit beza distro,
Mes a reaz anezhi evit beza tudet :
Me eo an Aotrou, ha n’euz ket a reou all !
19 N’em euz ket komzet en kuz,
Nag en eul lec’h tevel benag euz an douar ;

624