Abalamour ne lavari ket : Va idol eo hen deuz groet anezhei :
Va imach kizellet pe va imach teuzet eo hen deuz groet anezhei.
6 Klevet ec’h euz anezhei ; gwel anezhei holl !
Ha na embanfet-hu ket anezhei hoc’h unan ?
Rei a ran d’id da entent brema traou nevez,
Pere a oa kuzet ha ne anavezez ket
7 Brema int en em broduet ha nan diagent ;
Araog an deiz ma ne anavezez netra anezhei,
Evit ma na lavarjez ket : Setu, me a wie ze !
8 N’ec’h euz ket ho c’hlevet, ha n’em euz ket ho anavezet,
Ha n’ho deuz ket c’hoaz skoet da skouarn ;
Rag gouzout a reen na vankjez ket da veza disleal,
Ha ma out bet galvet dizent abaoe da c’hanedigez.
9 Abalamour d’ar garante evit va hano, he taleen va c’holer ;
Abalamour da garante va hano, en em dalc’han en da genver,
Ha na zistrujan ket ac’hanout.
10 Setu, em euz netaet ac’hanout mes nan evel an arc’hant ;
Da esaet em euz en fornigel ar glac’har.
11 Abalamour d’ar garante ac’hanoun eo, abalamour d’ar garante ac’hanoun eo e ran kement se ;
Rag penaoz e vefe profanet va hano ?
Ne roin ket va gloar da unan all.
12 Selaou ac’hanoun, o Jakob ;
Israel, pehini em euz galvet ;
Me eo, Me eo pehini a zo ar c’henta,
Ha Me a zo ive an diveza !
13 Va dorn ive hen deuz soliet an douar,
Ha va zu deou hen deuz astennet an envou ;
Ho gervel a ran, ha setu int-hi holl asamblez.
14 En em asamblet holl, ha selaouet :
Pehini anezhei hen deuz diskleriet an traou ze ?
Piou hen deuz diskleriet an hini a zo karet gant an Aotrou, pehini a raio he volonte a enep Babel,
Hag a servicho he vrec’h a enep ar Galdeed ?
15 Me eo, me eo pehini em euz komzet, ha pehini em euz ive he c’halvet ;
Me em euz e lekeat da zont, hag he c’hoantou a zeuo a benn dezhan.
16 Tosteet ouzin, selaouet kement ma :
Adaleg ar penn-kenta n’em euz ket komzet en kuz ;
Abaoe ma ema an dra, me a zo aze ;
Ha brema an Aotrou eo, an Aotrou
Hag he Spered, pehini a gas ac’hanoun.
17 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, da Redemptor,
Sant Israel :
Me eo an Aotrou da Zoue, pehini a gelen d’id ar pez a zo mad,
Pehini a ren ac’hanout en hent ma kleez bale.
18 Oh ! ma vijez eveziek d’am gourc’hemennou !
Da beoc’h a vije evel eur rivier,
Ha da reizder evel goazennou ar mor.
19 Da lignez a vije evel an treaz,
Ha frouez da vouzelou evel greun an treaz ;
Da hano na vije na lamet, na diverket a zirak va fas.
20 It kwit euz Babilon ! Tec’het a douez ar Galdeed !
Diskleriet kement ma en kriadennou, embannet anezhan,
Douget anezhan bete penn an douar !
Livirit : An Aotrou hen deuz lamet kwit Jakob, he zervicher.
21 Pa Hen deuz lakeat anezhei da vale dre an distroiou, n’ho deuz ket bet a sec’hed ;
Lakeat hen deuz da lampet evit hei dour ar roc’h ;
Faoutet hen deuz ar roc’h,
Hag an dour hen deuz ruliet !
22 N’euz ket a beoc’h evit ar re drouk, a lavar an Aotrou.
49 Enezennou, selaouet ac’hanoun !
Poblou pell, prestet ar skouarn !
An Aotrou Hen deuz va galvet adaleg va ginivelez ;
Adaleg kov va mam Hen deuz diskleriet va hano.
2 Rentet Hen deuz va genou henvel euz a eur c’hleze lem,
Goloet Hen deuz ac’hanoun euz ar skeud euz He zorn ;
Groet Hen deuz ouzin eun viren lem,
Ha va c’huzet en he strons.
3 Lavaret Hen deuz d’in : Va zervicher out.
Israel en pehini en em c’hlorifiin.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/635
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI,, 49.
627