Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/640

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 54.

4 Koulskoude Hen deuz douget hon c’hlenvejou,
Hag eo en em vec’hiet euz hon glac’hariou ;
Ha ni, ni a sonje e oa skoet gant Doue,
Pilet ha glac’haret.
5 Mes blonset eo bet evit hon pec’hejou,
Ha skoet evit hon droukiou ;
Ar gastiz a zigas deomp ar peoc’h a zo kouezet varnezhan,
Ha dre he vlonseur hon euz kavet ar iec’hed.
6 Holl e oamp o kerzet evel denved,
Heul a rea pep hini ac’hanomp he hent, he unan,
Hag an Aotrou Hen deuz lakeat da zont varnezhan drougiez ac’hanomp holl.
7 Treitouret eo, glac’haret eo ;
Ha ne zigor ket he c’henou ;
Evel eun oan renet d’ar gigerez,
Evel eun oan mud dirag an hini a douz anezhan,
Ne zigor ket he c’henou.
8 Tennet eo bet euz an ankroez hag euz ar varnedigez ;
Ha piou a lavaro he amzer ?
Rag lamet eo bet euz douar ar re veo ;
Skoet eo bet evit pec’hed va fobl.
9 Lakeat e oa he vez gant ar re fall,
Hag en he varo eo bet gant ar pinvidik ;
Rag n’Hen deuz ket groet a zireizded,
Ha n’euz ket a faosoni en he c’henou.
10 Ha plijet eo gant an Aotrou skei anezhan ; lakeat Hen deuz anezhan er boan.
Goude beza kinniget he vuez en sakrifis evit ar pec’hed
En em welo lignez, hiraat a raio he zeiziou,
Ha plijadur vad an Aotrou a zeuo da vad en he zaouarn.
11 Jouisa a raio euz a labour he ine, hag e vezo gwalc’het anezhan ;
Va zervicher reiz a reizo kalz,
Dre an anaoudegez ho devezo anezhan,
Hag Hen He unan a zougo ho droukiou.
12 Abalamour da gement se e roin dezhan he lod entouez ar re vras ;
Lodenni a raio an diwisk gant ar re c’halloudek ;
Abalamour ma Hen deuz roet he vuez d’ar maro,
Ma eo bet lakeat en niver ar re fall,
Ma hen deuz douget pec’hejou kalz,
Ha ma Hen deuz erbedet evit ar bec’herien.

54 En em laouena, brec’han, pehini ne vugaleez ket !
Losk kriadennou a joa hag a levenez, te pehini n’out ket en poan !
Rag bugale ar vreg dilezet a zo niverusoc’h
Evit bugale an hini a oa dimezet, hen doa lavaret an Aotrou.
2 Brasa plas da danten,
Ha ma vezo ledaneet goloiou da choumaj ;
Na enka ket anezhei,
Hira da gerden,
Starta da beuliou !
3 Rag en em sklabezi a ri a dleiz hag a zeou ;
Da lignez a berc’henno ar broadou,
Hag a boblo ar c’heariou distro.
4 Na zouj ket ! Rag na vezi ket mezekeet ;
N’az pez ket a vez, rag na vezi ket lakeat mezek.
Rag ankouez a ri mez da iaouankiz,
Ha n’az pezo ket a sonj euz dismegans da intanvezach.
5 Rag da grouer eo da bried ;
He hano eo Aotrou an armeou ;
Sant Israel eo da Redemptor ;
En em c’hervel a ra Doue an douar holl.
6 Rag an Aotrou Hen deuz galvet ac’hanout evel eur vreg dilezet, glac’haret a spered,
Evel eur pried a iaouankiz pehini a vefe bet kaset kwit, a lavar da Zoue.
7 Da zilezet em euz evit eun nebeut amzer ;
Mes da zastum a rin gant trugarezou bras.
8 Kuzet em euz va fas ouzit evit eur pennad, en tân va c’holer ;
Mes truez em euz ouzit, dre eun drugarez peur-baduz,
A lavar an Aotrou, da Redemptor.
9 Beza e vezo evidoun evel euz doureier Noe ;
Evel ma em euz touet penaoz doureier Noe n’en em skuljent ken var an douar,
Evel se em euz touet na vijen ken koleret a enep d’id,
Ha na c’hourdrousjen ken ac’hanout.

632