Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/641

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 55.

10 Ha pa bellafe ar meneziou,
Ha pa vranselfe ar c’hrec’hiennou,
Va madelez na bellao ket ouzit,
Ha va c’honvenans a beoc’h na vezo ket bransellet,
A lavar an Aotrou, pehini Hen deuz truez ouzit.
11 Glac’haret, pilet gant an tempest, diwisket a c’hlac’har,
Setu ez an da westa da vein enn eur simant prisiuz,
Hag e soliin ac’hanout var safirou.
12 Me a raio da grenvennou a rubi,
Ha da zoriou a eskarbouklou,
Ha da holl greiz a vein prisiuz.
13 Da holl vugale a vezo kelennet gant an Aotrou,
Ha donedigez mad da vugale a vezo founuz.
14 Starteet e vezi dre ar reizded ;
Pell e vezi euz ar waskerez, rag n’az pezo netra da zouja,
Nag euz an distruj, rag na dostao ket ouzit.
15 Ma vezo groet kemeskou, kement se na zeuo ket ac’hanoun me.
Nep a zroukraio a enep d’id, a gwezo dirazout !
16 Setu, Me eo a grou an oberour, an hini a c’houez tân ar glaou,
Ha pehini a denn eur benvek evit he labour,
Ha Me eo a grou an distrujer, evit distruja.
17 Arm ebet goellet a enep d’id, na zeuo da vad ;
Ha pep teod hag en em savo en da enep a varni en barnedigez.
Evel se eo heritach servicherien an Aotrou,
Hag ar reizded ho devezo diganen,
A lavar an Aotrou.

55 O c’hwi holll pere hoc’h euz sec’het, deuet d’an doureier !
Ha c’hwi pere n’hoc’h euz ket arc’hant,
Deuet, prenet ha debret !
Deuet, prenet hep arc’hant hag hep pris ebet, gwin ha leaz.
2 Perag e tispinfac’h-hu an arc’hant evit ar pez na vev ket,
Hag ho labour evit ar pez ne leuin ket ?
Selaouet ac’hanoun, hag e tebrfet ar pez a zo mad,
Hag e jouisfet gant plijadur euz ar pez a zo a wella.
3 Prestet ho skouarn, ha deuet d’am c’haout ;
Selaouet, hag hoc’h ine a vevo,
Ha me a raio ganeoc’h eur gonvenans peur-baduz,
Hervez an donezonou peur-baduz groet da Zavid.
4 Setu, em euz lekeet anezhan evel test en kichen ar boblou,
Evel chef ha lezenner d’ar boblou.
5 Setu, e c’halvi ar vroad ne anavezez ket,
Hag ar broadou pere ne anavezent ket ac’hanout a ziredo d’az kaout,
Abalamour d’an Aotrou da Zoue,
Ha da Sant Israel pehini Hen devezo glorifiet ac’hanout.
6 Klasket an Aotrou enpad ma en em gav :
Galvet anezhan enpad ma ema tost !
7 Ra zilezo an den fall he hent,
Hag an den direiz he sonjou ;
Ha ma tistroo d’an Aotrou, pehini Hen devezo truez outhan,
Ha d’hon Doue, rag pardouni a ra gant founusder.
8 Rag va sonjou n’int ket ho sonjou,
Hag ho henchou n’int ket va henchou,
A lavar an Aotrou.
9 Rag kement ema an envou savet dreist an douar,
Kement ema va henchou savet dreist ho henchou,
Ha va sonjou dreist ho sonjou.
10 Rag, evel ma tisken ar glao hag an erc’h euz an envou,
Ha ma na zistroont ket hep beza doureet ha lekeat produuz an douar,
Evit rei had d’an hader
Ha bara d’an hini a zebr,
11 Evel se ema euz ar gir a ia er meaz euz va genou ;
Na zistro ket d’in hep effet,
Hep beza groet ar pez em euz c’hoant,
Ha peur-c’hroet al labour evit pehini em euz he gaset.
12 Rag mont a refet er meaz gant joa,
Hag e vefet renet en peoc’h ;
Ar meneziou hag ar c’hrec’hiennou a losko kriadennou a joa dirazoc’h,
Hag holl wez ar parkeier a skoio gant ho daouarn.
13 El lec’h an drein e kresko ar sipre,
El lec’h ar spern e kresko ar mirt ;
Ha kement se a vezo evit an Aotrou eur gloar,
Eur zin peur-baduz, pehini ne vezo biken dilammet.

633