7 N’eo ket gwir e lodennez da vara gant ar marnaounek ;
Ma lakeez ar rederien ezomek da vont ez ti ;
Ma wiskez ar re a welez en noaz,
Ha n’en em distroez ket euz da nesa ?
8 Neuze da sklerijen en em diskouezo evel goulou deiz,
Ha da iec’hed en em diskouezo buhan ;
Da reizder a ielo dirazout,
Ha gloar an Aotrou a vezo da ziwal adren.
9 Neuze he c’halvi, hag an Aotrou a respounto :
Krial a ri, hag e lavaro : Setu me !
Mar lamez euz da greiz ar waskerez,
Ar biz savet feüz, hag ar giriou kriminel ;
10 Ma roez lod euz da voued d’ar marnaounek,
Ha ma leuniez ine ar paour,
Da sklerijen en em savo en devalijen,
Ha da devalijen a vezo evel ar c’hreisteiz.
11 An Aotrou a reno ac’hanout dalc’hmad ;
Leunia a raio ac’hanout el lec’hiou sec’h ;
Rei a raio nerz d’az eskern,
Hag e vezi evel eur jardin doureet,
Evel eur vammen a behini an doureier na droumpl biken.
12 Da re a adsavo an distrujou koz,
Adsevel a ri soliou an oadou koz ;
Galvet e vezi dreser ar freuzadennou,
Adoberer an henchou, pehini a rent ar vro choumuz.
13 Ma delc’hez da droad en deiz ar sabbat
Evit tremen hep ober da volonte en deiz santel ;
Mar gelvez ar sabbat da blijadur,
Hag enorabl ar pez a zo kensagret d’an Aotrou ;
Mar enorez anezhan kentoc’h evit heul da henchou,
Ober da volonte ha lavaret komzou vên :
14 Neuze e kavi plijaduriou en Aotrou ;
Me a lakao ac’hanout da dremen dreist huelderiou ar vro,
Hag e vevin ac’hanout euz a heritach Jakob, da dad ;
Rag genou an Aotrou hen deuz komzet.
59 Setu, dorn an Aotrou n’eo ket re vêr evit delivra ;
Nag he skouarn re bouner evit klevet ;
2 Mes ho troukiou eo ho deuz lekeat ar ran entre Doue ha c’hwi,
Hag ho pec’hejou eo a ra dezhan kuzet he fas,
Evit n’ho klevje ken.
3 Rag ho taouarn a zo zouliet a oad,
Hag ho piziet a zrougiez ;
Ho muzellou a lavar gaou,
Ho teod a ziskleri follentez.
4 Den na damall gant reizded,
Den na erbed hervez ar wirionez ;
En em fiziout a reer en netra, hag e leverer faosouniou ;
Konsev a rer an drouk, hag e c’haner an torfed.
Lakaat a reont viou aspik da zifluka,
Hag e wiadont gwiad kenvid ;
Nep a zebr ho viou a varo ganthei,
Ha mar friker unan anezhei e teu eur viber outhan.
6 Ho lien na refont ket eur vantel,
Ha ne helfont ket en em wiska gant ho labouriou ;
Ho labouriou a zo labouriou a zrougiez,
Hag ho daouarn a zo leun a oberiou a violans.
7 Ho zreid a red d’an drouk,
Hag en em hast da skul ar goad didamall ;
Ho sonjou a zo sonjou a zrougiez ;
Ar ravach hag an distruj eo ho gwenojennou.
8 Ne anavezont ket hent ar peoc’h,
N’euz ket a reizded en ho hent ;
Ober a reont henchou tort ;
Ar re holl a vale ennhei ne anavezont ket ar peoc’h !
9 Dre ze ar varnedigez vad a zo pelleet ouzomp,
Hag ar reizder na zeu ket beteg ennomp.
Gortoz a reomp ar sklerijen, ha setu ama an devalijen ;
Skeud an deiz, ha ni a valeo en devalijen.
10 Mont a reomp a daston evel re dall a hed eur voger,
Tastoni a reomp evel tud hep daoulagad ;
Kweza a reomp da greisteiz, evel var ar vrumen ;
Er founusder omp evel maro.
11 Iudel a reomp holl evel ourzed ;
Na baouezomp ket da huanadi evel koulmed ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/644
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
EZAI, 59.
636