Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/646

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 61.

En gloar hano an Aotrou da Zoue,
Ha Sant Israel pehini a c’hlorifi ac’hanout.
10 Mibien an diaveziad a adsavo da vogeriou,
Hag ho rouane a zervicho ac’hanout ;
Rag skoet em euz ac’hanout em c’holer,
Mes, em zrugarez, em euz truez ouzit.
11 Da zoriou a vezo dalc’hmad digor ;
Ne vefont ket serret na deiz na noz,
Evit lakaat da vont ennout galloud ar broadou hag ho rouane,
Pere a vezo renet entrezeg ennout.
12 Rag ar vroad hag ar rouantelez
Pere na zervichfont ket ac’hanout, a ielo d’an traoun,
Hag ar broadou ze a vezo distrujet holl.
13 Gloar al Liban a zeuo d’az ti,
Ar sipre, ar wezen dill hag ar beuz asamblez
Evit orni al lec’h euz ma santuar,
Hag e c’hlorifiin al lec’h ma tiskwiz va zreid.
14 Ha mibien ar re a waske ac’hanout a zeuo d’az kaout en eur blega ;
Ar re holl a zisprije ac’hanout euz en em stoui bete dindan da dreid,
Hag a c’halvo ac’hanout kear an Aotrou,
Sion ar Sant a Israel.
15 El lec’h ma oaz dilezet ha kaseet,
Ha ma na dremene den ez ti,
Me a raio ouzit eur vanifisans peur-baduz,
Eur joa a bado a oad en oad.
16 Hag e suni lez ar broadou ;
Sun a ri brôn ar rouane,
Hag e wezi oun me, an Aotrou, me eo da Zalver,
Eo Galloudek Jakob da Redemptor.
17 El lec’h arem me a lakao aour da zont,
El lec’h houarn me a zigaso arc’hant ;
El lec’h koat, arem,
Hag el lec’h mein houarn.
Me a roio d’id evit gouarnerien ar peoc’h,
Hag evit renerien ar reizded.
18 Ne vezo ken klevet komz ez pro a violans,
A ravach nag a zistruj en da harzou ;
Mes gervel a ri da vogeriou Silvidigez,
Ha da zoriou Meulodi.
19 N’az pezo ken a heol evit sklerijen enpad an deiz,
Ha skeud al loar na sklerijenno ken ac’hanout ;
Mes an Aotrou a vezo evidout eur sklerijen peur-baduz,
Ha da Zoue a vezo da c’hloar.
20 Da heol na guzo ken,
Na da loar ne voucho ken ;
Rag an Aotrou a vezo evidout eur sklerijen peur-baduz,
Ha deiziou da ganvou a vezo achu.
21 Ar re euz da bobl a vezo holl just ;
Perc’henni a refont ar vro da virviken,
Bourjonnen pehini em euz lekeet, labour va daouarn,
Evit en em c’hlorifia.
22 Ar bihana a zeuo eur milier.
Hag an distera, eur vroad gallouduz.
Me, an Aotrou, a hasto kement ma en he amzer.

61 Spered an Aotrou, euz an Aotrou, a zo varnoun ;
Rag an Aotrou Hen deuz va eoliet,
Evit diskleria ar c’helou mad d’ar re c’hlac’haret.
Kaset Hen deuz ac’hanoun evit iac’haat ar re ho deuz ar galoun bruzunet,
Evit emban ar frankiz d’an esklaved.
Ha digor ar prizoun d’ar brizounerien ;
2 Evit emban bloavez a drugarez an Aotrou
Ha deiz vanjans hon Doue ;
Evit dic’hlac’hari ar re holl a zo en kanvou.
3 Evit kinnig da re Sion pere a zo en kanvou
Hag evit rei ar gurunen el lec’h ludu.
Eol a joa el lec’h kanvou,
Mantel ar veulodi el lec’h eur spered disc’hoantek ;
Kement ken ho galvfer derwennou ar reizder,
Ar gouez plantet gant an Aotrou evit he c’hlorifia.
4 Adsevel a refont distrujou an amzeriou koz ;
Adnevezaat a refont ho c’heariou distrujet,
Diskaret a oad en oad.
5 An diavezidi en em dalc’ho eno evit diwal ho tropellou ;
Bugale an diaveziad a vezo ho labourerien hag ho gwinierien.
Ha c’hwi, c’hwi a vezo galvet sakrifierien an Aotrou ;

638