Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/650

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI, 66.

Komzet em euz, ha n’ho c’heuz ket selaouet ;
Mes groet oc’h euz ar pez a zo fall dirag va daoulagad,
Hag oc’h euz choazet ar pez a zisplij d’in !
13 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, va zervicherien a zebro, ha c’hwi ho pezo naoun ;
Va zervicherien a evo, ha c’hwi ho pezo sec’hed ;
Setu, va zervicherien a vezo er joa, ha c’hwi a vezo er vez ;
14 Setu, va zervicherien a gano euz ar joa ho devezo en ho c’haloun ;
Ha c’hwi, c’hwi a huanado a c’hlac’har en ho kaloun,
Hag e iudfet en poaniou ho spered !
15 Lezel a refet hoc’h hano evit servichout da zrouk-peden d’an re choazet ;
Hag an Aotrou, an Aotrou a lakao ac’hanout d’ar maro ;
Mes gervel a raio he zervicherien dre eun hano all.
16 An hini a fello dezhan beza benniget var an douar
En em vennigo dre an Doue a wirionez ; hag an hini a douo var an douar a douo dre an Doue a wirionez ;
Rag an dristidigezou koz a vezo ankouezet,
Ha kuzet e vefont d’am daoulagad.
17 Rag setu, ez an da groui envou nevez
Hag eun douar nevez ;
Ha ne vezo ken sonj euz an traou tremenet,
Ha ne zistrofont ken en envor.
18 Mes en em laouenaet c’hwi da viken, ha bezet el levenez,
Abalamour d’ar pez ez an da groui.
Rag setu, ez an da groui Jerusalem evit al levenez,
Hag he fobl evit ar joa.
19 Hag e rin euz Jerusalem va levenez,
Hag euz va fobl va joa ;
Ha ne glevfer ken trouz ar garmou, na trouz ar c’hriadennou.
20 Ne vezo ken eno a vugale ganet evit nebeut a zeiziou,
Nag a re goz ha na beurrafent he deiziou ;
Rag an hini a varvo da gant vloaz, a vezo iaouank,
Hag ar pec’her oajet a gant vloaz, a vezo milliget.
21 Sevel a rafont tiez, ha choum a rafont ennhei ;
Planta a rafont gwiniennou, ha dibri a rafont euz ho frouez.
22 Na savfont ken evit ma ez afe unan all ennhei,
Ne blantfont ken evit ma tebro unan all outhei :
Rag deiziou va fobl a vezo evel deiziou ar gwez,
Ha va re choazet a welo labour ho daouarn o kosaat.
23 N’en em skuizfont ken en vên ;
Na c’hanfont ken a vugale evit ar spouron ;
Rag ras benniget an Aotrou e vefont,
Hag ho rasou ganthei.
24 Hag e c’hoarvezo penaoz araog ma krifont, em bezo ho selaouet ;
Pa gomzfont c’hoaz, em bezo dija ho c’hlevet.
25 Ar bleiz hag al louarn a beuro a unvan ;
Al leon a zebro plouz evel an ijen ;
Hag ar serpant hen devezo ar boultren evit he voued.
Na refer ken a zroug, ha na zistrujfer ken
Var va holl venez santel,
Hen deuz lavaret an Aotrou.

66 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
An envou eo va zrôn
Hag an douar skabel va zreid.
Pez ti a savfet d’in me ?
Pez lec’h e vezo hini va diskwiz ?
2 Rag an holl draou ze, va dorn ho deuz groet anezhei,
Hag an holl draou ze a choum drezhi, a lavar an Aotrou.
Ha setu ama euz piou e sellan :
Euz an hini a zo izel, pehini hen deuz he spered dinerzet,
Hag a gren d’am c’homz.
3 Laza eun ijen a zo evel laza eun den :
Sakrifia eun danvad, evel diskar eur c’hi ;
Kinnig eur c’hinnig, evel skul goad eun oc’h ;
Ober eur parfum ezans, evel benniga eun idol.
Pa ho deuz dibabet ho henchou
Ha ma kemer ho ine plijadur en ho euzusted,
4 Me ive, a zibabo ho distruj,
Hag e lakain da zont varnezhei ar pez a zoujont ;
Abalamour ma em euz galvet ha nikun n’hen deuz respountet,
Komzet em euz ha n’ho deuz ket selaouet,

642