3 Israel a oa eun dra santel d’an Aotrou ;
Beza e oa ar preuveudiou euz he levez.
Ar re holl a zevore anezhan a oa koupabl ;
Drouk a erue ganthei, a lavar an Aotrou.
4 Selaouet gir an Aotrou, ti Jakob
Ha c’hwi, holl famillou ti Israel !
5 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Pez direizded ho deuz kavet ho tadou ennoun,
Ma int en em bellaet ouzin,
Evit bale varlerc’h ar vanite ha dont vên ?
6 N’ho deuz ket lavaret : Pelec’h ema an Aotrou,
Pehini Hen deuz lakeat ac’hanomp da biniat kwit euz bro an Ejipt,
Pehini Hen deuz hon renet en distro,
En eur vro lan hag a voulien,
En eur vro a sec’hour goloet a skeud ar maro,
En eur vro el lec’h na dremene den
Ha na choume den ?
7 Hag em euz ho lekeat da vont en eur vro a liorzou,
Evit ma tebrfac’h ar frouez hag ar madou anezhei.
Mes, kerkent, ha ma ez oc’h eet ennhan, hoc’h euz souliet va bro,
Hag hoc’h euz groet eun euzusted euz va heritach,
8 Ar sakrifierien n’ho deuz ket lavaret : Pelec’h ema an Aotrou ?
Diwallerien al lezen n’ho deuz ket anavezet ac’hanoun ;
Ar bastored a zo en em zavet em enep ;
Ar brofeded ho deuz profetizet evit Baal,
Hag a zo eet varlerc’h ar pez n’eo a vad ebet.
9 Dre ze e stourman c’hoaz ganeoc’h, a lavar an Aotrou,
Hag e stourmin euz bugale ho pugale.
10 Tremenet, a-dra-zur, da enezennou Kittim, ha sellet ;
Kaset da Gedar ; evesaet mad ;
Ha gwelet hag hen zo bet groet eun hevelep tra.
11 Ha beza e zo eur vroad hag e deve chanchet he doueou ?
Ha koulskoude n’int ket doueou.
Ha va fobl hen deuz chanchet he c’hloar a enep ar pez n’eo a vad ebet !
12 Envou, bezet souezet a gement ma,
Spouronet a eûz, ha bezet souezet ! a lavar an Aotrou.
13 Rag va fobl hen deuz groet diou wech an drouk :
Va dilezet ho deuz, me pehini eo mammen an doureier beo,
Evit en em doulla punsou,
Punsou skalfet pere na zalc’hont ket a zour.
14 Israel ha beza eo eun esklav, pe ha ganet eo en ti ?
Perag eta eo bet lakeat er pillach ?
15 A enep dezhan e iud al leoned iaouank, lakeat ho deuz ho mouez da glevet,
Lakeat ho deuz he vro en distruj.
He geariou a zo devet, n’euz ken a dud ennhei.
16 Bugale Nof ha Takfanes
A zevore d’id lein da benn.
17 Kement se na c’hoarvezo ket ganez
Abalamour ma ec’h euz dilezet an Aotrou da Zoue,
Enpad ma rene ac’hanout dre an hent ?
18 Ha brema petra ec’h euz da ober da vont en Ejipt
Da eva dour Shikor,
Ha petra ec’h euz-te da ober da vont en Assiri
Evit eva dour euz ar Rivier ?
19 Da zrougiez a gastio ac’hanout, ha da zislealded a repreno ac’hanout ;
Hag e wezi hag e weli eo eun dra fall ha c’hoero
Ma ho pefe dilezet an Aotrou da Zoue,
Ha ma na vefe ket va doujans ennout,
A lavar an Aotrou, Aotrou an armeou.
20 Dre ma ec’h euz abaoe pell zo torret da ieo,
Dispennet da ereou,
Ec’h euz lavaret : Ne zervichin ket !
Mes, var bep krec’hien savet
Ha dindan pep gwezen c’hlaz,
En em stouez hag en em loudourez !
21 Ha me, em boa plantet ac’hanout evel eur winien vad,
A behini ar blanten holl a oa libr ;
Penaoz out-te chanchet
Evidoun en eur winien diaveziat ?
22 Pa en em walc’hfeez gant nitr,
Ha pa gemerfez potas en founuzder,
Da zrougiez a choumo merket dirazoun,
A lavar an Aotrou, an Aotrou ?
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/653
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 2.
645