23 Penaoz e leverez-te : Me n’ez oun ket en em souliet,
Me n’ez oun ket eet varlerc’h ar Baaled.
Sell da gamechou en draounien,
Anavez ar pez ec’h euz groet,
Dremedal skanv, pehini ne zalc’h hent zur ebet ;
24 Azenez gwez, kustumet d’an distro,
Pehini, er c’hoant a heul anezhan a vlasaa an avel.
Piou a harzo anezhan en he arder ?
Nikun euz an hini he glask n’en em skwiz ;
Kaout a refer anezhi zoken en he mis.
25 Harz da droad d’en em divoutaoui,
Da c’houzouk da gaout sec’hed !
Mes te a lavar : Groet eo a gement se !
Nan ! rag karout a ran an diavezidi, ha mont a rin var ho lerc’h.
26 Evel ma eo mezek eul laer pa ve tapet,
Evel se e vezo mezek re di Israel ;
Int, ho rouane, ho mestrou,
Ho sakrifierien, hag ho profeded.
27 Lavaret a reont d’ar c’hoad : Te eo va zad,
Ha d’ar mean : Roet ec’h euz ar vuez d’in.
Rag troet ho deuz ho c’hein d’in ha nan ho bisach.
Hag e leverfont, en amzer ho gwal-eur :
Sav-te, ha delivr ac’hanomp !
28 Ha pelec’h ema an doueou ec’h euz groet ?
Ma savfont, mar gellont da savetaet en amzer da wal-eur.
Rag da zoueou, o Juda, a zo ken niveruz evel da geariou !
29 Perag ec’h erbedfac’h-hu ganen me ?
Holl oc’h en em savet a enep d’in, a lavar an Aotrou.
30 En vên em euz skoet ho bugale :
N’ho deuz ket bet kelennadurez.
Ho kleze hen deuz devored ho profed,
Evel eul leon distrujer.
31 O rumach, evesaet gir an Aotrou !
Ha bet oun eun distro evit Israel,
Pe eun douar a devalijen ?
Perag hen deuz lavaret va fobl :
Ni a zo hon mestrou ;
Ne zeufomp ken d’az kaout ?
32 Ar werc’hez hag ankouez a rafe he dillad kear,
Ar vreg iaouank he gourizou ?
Mes va fobl hen deuz ankouezet ac’hanoun enpad deiziou hep niver !
33 Evel ma out ijinuz ez henchou, evit klask ar pez a gerez !
Dre ze ive e kustumez da henchou d’an torfedou.
34 Var bleg da zae zoken
Ema goad ar beorien, ar re didamall,
Pere n’ez poa ket kavet en torridigez.
35 Ouc’hpenn ; goude an holl draou ze, e leverez : Ia, didamal oun !
A-dra-zur he goler a zo en em distroet ouzin !
Setu, ez an da vont en barnedigez ganez,
Var ar pez a leverez : N’em euz ket pec’het.
36 Perag hasta kement evit en em deurel d’an traoun da chanj da hent !
Beza ez pezo kement a vez euz an Ejipt
Evel ma ec’h euz bet euz an Assiri.
37 Ac’hane ive e teui o kaout da zaouarn var da benn.
Rag an Aotrou Hen deuz taolet kwit an harzou euz da fizians,
Ha na zeui ket da vad en ho c’hichen.
3 An Aotrou Hen deuz lavaret : Mar kas unan benag he vreg kwit,
Ha ma kwita anezhan ha ma en em unan da eur goaz all,
Ha distrei a raio c’hoaz d’he c’haout ?
Ar vro zoken ha na vezo ket en gwirionez souliet ?
Ha te, pehini a zo en em loudouret gant meur a garantez.
Distro ouzin, a lavar an Aotrou.
2 Sav da zaoulagad entrezeg an huelderiou, ha sell :
Pelec’h n’out-te ket en em c’hastaouet !
En em derc’hel a reaz var an hentchou evel eun Arab en distro,
Hag ec’h euz souliet ar vro dre da c’hadelezou ha dre da zrougiez.
3 Evel se ar glaoeier, ha bet int-hi dalc’het
Ha n’euz ket bet a c’hlao euz an diskar amzer.
Hag ec’h euz bet tal eur vreg fall ;
N’eo ket fellet d’id kaout mez.
4 Brema e kri entrezeg ennoun : Va zad !
Minion va iaouankiz out ?
5 Miret a raio hen da viken he goler ?
He miret a raio da viken ? ...
Setu aze penaoz e komzez ; hag e rez an drouk, hag e peurrez anezhan !
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/654
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 3.
646