6 AN Aotrou a lavaraz d’in en deiziou ar roue Jozias : Ha gwelet ec’h euz-te ar pez hen deuz Israel groet, an dizent ? Eet eo var bep menez huel, ha dindan pep gwezen c’hlaz, hag eo en em c’hastaouet ? 7 Hag e lavaren : Goude beza groet an holl draou ze, distrei a raio d’am c’haout. Mes n’eo ket distroet. Hag he c’hoar, Juda, ar fall, hen deuz gwelet anezhi. 8 Hag em euz gwelet penaoz, petra benag ma em euz kaset kwit Israel, an dizent, abalamour d’he avoultriezou, ha ma em euz roet dezhi he lizer a zivors, koulskoude he c’hoar, Juda, ar fall, n’he deuz ket bet a zoujans ; mes eet eo, hag en em c’hastaouet eo ive. 9 Gant an drouz euz he gadelez, he deuz souliet ar vro ; groet he deuz avoultriez gant ar mean hag ar c’hoad. 10 Hag, en despet da gement se holl, he c’hoar, Juda, ar fall, n’eo ket distroet d’in a greiz he c’haloun mes groet he deuz gant gevier, a lavar an Aotrou.
11 An Aotrou eta hen deuz lavaret d’in :
Israel, an dizent, a zo en em diskouezet
Reisoc’h evit Juda, ar fall.
12 Kea, ha kri ar c’homzou ma entrezek an hanter-noz, ha lavar :
Distro, Israel, an disent ! a lavar an Aotrou,
Na gemerin ket ouzoc’h eur visach garo ;
Rag trugarezuz oun, a lavar an Aotrou ;
Na viran ket va c’holer evit atao.
13 Mes anavez da zrougiez :
Ma out en em savet a enep an Aotrou da Zoue,
Ma ec’h euz troet ama hag ahont da gamechou entrezeg an diavezidi,
Dindan pep gwezen c’hlaz,
Ha ma n’ec’h euz ket selaouet va mouez, a lavar an Aotrou.
14 En em distroet, bugale dizent, a lavar an Aotrou ;
Rag me a zo ho mestr,
Ha me ho kemero, unan euz eur gear ha daou euz a eur famil,
Ha me o tigaso da Sion ;
15 Hag e roin deoc’h pastored hervez ma c’haloun,
Pere a vesao ac’hanoc’h gant skiant ha gwiziegez.
16 Ha pa ho pezo niveret ha freuseet var an douar,
En deiziou ze, a lavar an Aotrou,
Ne vezo ken lavaret : Arc’h konvenans an Aotrou !
Na zistroo ken d’ar sonj ;
Na refer ken mennek anezhi ; na vezo ken a nec’h ganthi,
Ha na vezo ken disc’hroet.
17 En amzer ze, e vezo galvet Jerusalem trôn an Aotrou,
Hag an holl vroadou en em zastumo en Jerusalem, en hano an Aotrou,
Ha ne heulfont ken kaleder ho c’haloun fall.
18 En deiziou ze,
Ti Juda a valeo gant ti Israel
Hag e teufont a unan, euz bro an Hanter-noz,
D’ar vro em euz roet en heritach d’ho tadou.
19 Ha me, em euz lavaret : Penaoz e lakain ac’hanout en niver euz va mibien,
Hag e roin me d’id-te an douar deread,
Gwella heritach ar broadou ?
Hag em euz lavaret : Krial a ri d’in : Va zad !
Ha na zistroi ken ouzin.
20 Mes, evel ma eo eur vreg disleal d’he c’hensort,
Evel se hoc’h bet disleal em c’henver, ti Israel,
A lavar an Aotrou.
21 Eur vouez a ra he c’hlevet var al lec’hiou huel :
Ar re ze eo ar garmou, pedennou bugale Israel ;
Rag gwasaet ho deuz ho henchou,
Ankouezet ho deuz an Aotrou ho Doue.
22 En em distroet, bugale dizent !
Iac’haat a rin ho dislealded.
Livirit : Ni a zeu d’az kaout !
Rag an Aotrou hon Doue out.
23 A-dra-zur, en em c’hortozer en vên er c’hrec’hiennou hag en niver euz ar meneziou ;
A-dra-zur an Aotrou Hon Doue out, pehini eo delivrans Israel.
24 Hag ar vez he deuz devoret labour hon zadou,
Adaleg hon iaouankiz,
Ho denved hag ho ijened, ho mibien hag ho merc’hed.
25 Gourvezomp en hon mez.
Ha ma c’holoio hon dismegans ac’hanomp !
Rag pec’het hon deuz a enep an Aotrou hon Doue,
Ni hag hon zadou, adaleg hon iaouankiz ha bete hirie ;
Ha n’hon deuz ket sentet euz mouez an Aotrou hon Doue.