3 Entrezek ennhi e teu pastored hag ho zropellou ;
Planta a reont tantennou endro dezhi ;
Devori a reont pep hini anezhei he gartier.
4 Kempennet ar brezel a enep dezhi !
Deomp ! piniomp en kreiz an deiz....
Alaz ! an deiz a zisken ;
Skeudou an abardaez en em asten.
5 Deomp ! piniomp en noz,
Ha distrujomp he falezou !
6 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Diskaret ar gwez,
Savet douarennou a enep Jerusalem.
Ama ema ar gear a dlefe beza kastiet.
N’euz ken nemert gwaskadurez en he c’hreiz.
7 Evel ma ra eur puns teurel he zoureier
Evel se e laka he drougiez da strinka.
Ne glever dalc’hmad ennhi, dirazoun, nemert violans ha distruj
Ne weler ennhei nemert glac’hariou ha gouliou.
8 Jerusalem, digemer ar gelennadurez,
Gant aoun n’en em distakfe va ine ouzit ;
Gant aoun na rafen ac’hanout eun distro,
Eun douar didud ;
9 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Dastum a refer evel a eur winien an nemorant a Israel.
Adlaka, evel eun dastumer,
Da zorn er banerou.
10 Da biou e komzin, ha da biou e lavarin me, ma selaoufont ?
Setu, ho skouarn a zo didrodroc’h,
Ha ne hellont ket klevet ;
Setu gir an Aotrou a zo evithei eun dismegans ;
Ne gemeront ket a blijadur ennhan.
11 Ha me a zo leuniet a fulor an Aotrou, ha skwiz oun euz he derc’hel.
Skul anezhi var ar bugel er ru,
Ha var an asamble dud iaouank ive ;
Rag kement ar gwaz evel ar plac’h a vezo kemeret,
An hini koz hag an hini a zo bec’hiet a zeiziou.
12 Hag ho ziez a dremeno da re all,
Ar parkeier hag ar gragez ive ;
Rag asten a rin va dorn var dud ar vro,
A lavar an Aotrou.
13 Rag, adaleg ar bihana bete ar brasa anezhei,
Pep hini en em ro d’ar gounid dishonest ;
Hag euz ar profed d’ar sakrifier,
Holl en em renont en faoz.
14 Hag e soaniont gant skanvadurez gouli merc’h va fobl,
O lavarout : Peoc’h ! peoc’h !
Ha n’euz ket a beoc’h.
15 Ha beza int mezek da veza groet traou euzuz ?
N’ho deuz zoken mez ebet a gement se, ha ne ouzont ket petra eo ruia.
Abalamour da ze e kwefont entouez ar re a gwez ;
Pa welin anezhei e vefont diskaret,
A lavar an Aotrou.
16 Evelhen hen deuz lavaret an Aotrou :
En em dalc’het var an henchou, ha sellet,
Ha klasket an henchou gwech all,
Pehini eo an hent mad ; ha baleet ennhan,
Hag e kevfet diskwiz d’hoc’h ineou !
Hag e respountont : Ni na valefomp ket !
17 Ha me em euz lakeat varnoc’h evesaerien :
Bezet selaouuz da zoun an droumpil !
Hag int a respount : Ni na vefomp ket selaouuz.
18 C’hwi eta, broadou, selaouet !
Asamble ar boblou, anavezet ar pez a eruo ganthei !
19 Selaou, douar !
Setu, e lakaan eur boan da zont var ar bobl ma,
Frouez ho sonj eo ;
Rag n’int ket bet selaouuz d’am giriou,
Ha taolet ho deuz kwit va lezen.
20 Petra em euz me d’ober euz an ezans a zeu euz a Sheba,
Euz korsen c’houez-vad eur vro bell ?
Ho sakrifisou-losk na blijont ket d’in,
Ha ne gavan ket deread ho sakrifisou.
21 Dre ze evelhen a lavar an Aotrou :
Setu, me a ia da lakaat dirag ar bobl ma mein a gwezidigez,
A enep pere e kwefont asamblez, tad ha mab,
Amezeien ha minioned, hag e varvfont.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/659
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 6.
651