Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/663

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 9.

19 Setu ama mouez merc’h va fobl,
Pehini a gri euz eur vro bell :
An Aotrou n’ema ken en Sion ?
He roue n’ema ken en he c’hreiz ?-
Perag ho deuz koleret ac’hanoun dre ho imajou kizellet,
Dre vogedennou an diavezidi ?
20 An eost a zo tremenet, an hanv a zo achu,
Ha ni n’omp ket delivret !
21 Bleset oun euz blonseur merc’h va fobl ;
En kanvou oun, ar glac’har he deuz kroget ennoun.
22 N’euz ket a vom en Galaad ?
N’euz ken eno a vedisin ?
Perag eta gouli merc’h va fobl n’eo ket starteet :

9 Oh ! perag n’eo ket va fenn dour,
Ha va daoulagad eur feunteun a zaerou ?
Gwela a rin noz deiz
Var ar re vlonset d’ar maro euz merc’h va fobl.
2 Perag n’em euz ket en distro eul lochen a veajer !
Dilezel a rin va fobl ha mont a rin pell outhei ;
Rag holl int avoultrierien,
Eur vanden dud fall int.
3 Stinia a reont ho zeod evel eur warek, evit sklepel kwit ar gaou ;
N’eo ket evit ar wirionez int nerzus er vro ;
Rag mont a reont euz a zrougiez en drougiez,
Ha ne anavezont ket ac’hanoun, a lavar an Aotrou.
4 Diwallet pep hini euz he vinion,
Ha n’en em fiziet en hini ho preudeur ;
Rag pep breur a ra micher da zisplanta,
Ha pep minion a skul an drouk-lavar.
5 Ha pep hini a ra goab euz he nesa ;
Ha ne leverer ket ar wirionez.
Groet ho deuz ho zeod da lavaret ar gaou ;
En em skuiza a reont oc’h ober an drouk.
6 Da choumaj a zo en kreiz ar faosentez.
Dre faosentez eo ne fell ket dezhei va anaout,
A lavar an Aotrou.
7 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Setu ez an d’ho lakaat er fournigel ha d’ho esa.
Rag penaoz e rafen en kenver merc’h va fobl ?
8 Ho zeod a zo eun taol blonseur,
Pehini a lavar ar gaou ;
Pep hini hen deuz ar peoc’h en he c’henou gant he nesa,
Mes en diabars e stin lasou dezhan.
9 Ne gastiin me ket anezhei evit an traou ze, a lavar an Aotrou ?
Va ine n’en em vanjo hen ket euz eun hevelep broad ?
10 Var ar meneziou e savin va mouez gant daerou,
Gant irvoudou ;
Ha var beuriou an distro e tisklerin eur werz,
Rag devet int, ha den na dremen dre eno.
Ne glever ken mouez an tropellou ;
Lapoused an envou hag al loened a zo tec’het kwit ; tec’het ho deuz.
11 Ha me a gaso Jerusalem en distruj, en bodennou chakaled ;
Hag e rin euz keariou Juda eun distro hep tud.
12 Piou eo an den fur a glev kement ma,
Da behini genou an Aotrou Hen deuz komzet
Ha pehini a ziskleri perag eo kollet ar vro, devet evel eun distro,
Hag hep den da dremen dreizhan ?
13 An Aotrou Hen deuz lavaret : Abalamour ma ho deuz ankouezet va lezen,
Pehini em boa lakeat dirazhei
Ha ma n’ho deuz ket selaouet va mouez
Nag heuliet anezhi ;
14 Mes ma ho deuz heuliet kaleder ho c’haloun
Hag ar Baaled, evel ho zadou.
15 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Setu, ez an da veva ar bobl ma euz a absinth,
Hag e lakain anezhan da eva dour ampouezonet.
16 Hag e sklabezin anezhei entouez ar broadou,
Pere n’ho deuz ket anavezet, nag int nag ho zadou ;
Hag e kasin var ho lerc’h ar c’hleze,
Bete ma em bezo kuzumet anezhei.
17 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Klasket, galvet gwelerezed, ha ma teufont ;
Kaset entrezeg an amiegezed, ha ma teufont ;

655