12 Hen eo Hen deuz groet an douar dre he c’halloud ;
Hen deuz soliet ar bed dre he furnez ;
Astennet an envou dre he skiant.
13 Da drouz he vouez an doureier en em dastum en envou ;
Lakaat a ra ar vogeden da biniat euz a ben an douar ;
Produi a ra al luc’hed hag ar glao,
Hag e tenn an avel euz he denzoriou.
14 Pep den a zo foll dre ar pez a oar ober,
Pep orfredour a zo mezek euz he skeuden kizellet ;
Rag an idolou n’int nemert gevier ;
N’euz ket a halen ennhei
15 N’int nemert lorc’hach, labour a droumplerez :
Mont a rafont da netra en deiz ma welo Doue anezhei.
16 An hini a zo loden Jakob n’ema ket evelthei ;
Rag Hen eo Hen deuz groet holl,
Hag Israel eo poblad he heritach.
He hano eo Aotrou an armeou.
17 Dastum divar an douar da vezegez,
Te pehini a zo azezet en dristidigez.
18 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, er wech ma ez an da deurel evel gant ar strons tud ar vro ;
Hag ez an da lakaat anezhei en henkded, evit ma vefont tapet.
19 Gwal-eur d’in ! Bruzunet oun !
Va gouli a zo kizidik !
Mes me a lavar : Ac’hanta, va foan eo,
Hag anduri a rin anezhi.
20 Va zanten a zo distrujet ;
Va holl gerden a zo torret ;
Va mibien ho deuz kwitaet ac’hanoun, n’emaint ken.
N’em euz den pehini a savfe a nevez va zanten,
Pehini a adsavfe va favillonou.
21 Rag ar bastored a oa fall ;
Ne glaskent ket an Aotrou.
Abalamour da gement se n’ho deuz ket prosperet ;
Ha ma eo bet ho holl loened sklabezet.
22 Setu, eun drouz a ra he c’hlevet,
Eun drouz vras a zeu euz bro an Hanter-noz,
Evit ober euz keariou Juda eun distro,
Eur voden chakaled.
23 Aotrou ! anaout a ran
Penaoz hent an den na zepant ket outhan,
Ha penaoz n’ema ket en galloud an den pehini a vale,
Da regli mad he gamechou.
24 O Aotrou ! kasti ac’hanoun, koulskoude dre vuzur ;
Nan en da goler, gant aoun n’am c’hasfeez da netra.
25 Skul da fulor var ar broadou pere ne anavezont ket ac’hanout,
Ha var ar bobladou pere ne c’halvont ket da hano.
Rag devoret ho deuz Jakob, hag he zevori a reont ; he guzumet ho deuz,
Hag ho deuz lakeat he choumach en glac’har.
11 AR gir a oe diskleriet da Jeremi, a beurz an Aotrou, er c’homzou ma :
2 Selaouet komzou ar gonvenans,
Ha komzet da dud Juda ha da dud Jerusalem.
3 Lavaret a ri dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel :
Milliget eo an den pehini ne zelaou ket komzou ar gonvenans,
4 Pere em euz rakskrivet d’ho tadou
En deiz ma em euz ho zennet euz bro an Ejipt,
Euz ar forniez a houarn, o lavarout :
Selaouet va mouez, ha groet an holl draou a c’hourc’hemennan deoc’h.
Hag e vefeet va fobl
Ha me a vezo ho Toue ;
5 Peur-ober a rin al le em euz groet d’ho tadou,
Rei dezhei eur vro el lec’h ma red al leaz hag ar mêl,
Evel ma welet hirie.
Ha me a respountaz hag a lavaraz : Amen ! o Aotrou,
6 Hag an Aotrou a lavaraz d’in :
Kri an holl gomzou ze dre geariou Juda
Ha dre ruou Jerusalem, o lavarout :
Selaouet komzou ar gonvenans ma,
Ha miret anezhei.
7 Rag pedet em euz stard ho tadou,
Adaleg an deiz ma lakaiz anezhei da biniat euz bro an Ejipt
Bete hirie.
Em euz pedet anezhei stard adaleg ar beure, o lavarout :
Selaouet va mouez !
8 Mes n’ho deuz ket selaouet ; n’ho deuz ket prestet ar skouarn ;
Baleet ho deuz pep hini anezhei hervez kaleded he galoun.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/665
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 11.
657