Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/667

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 13.

Sklej anezhei evel denved pere a lazer,
Ha kempen anezhei aben deiz an distruj !
4 Bete pegeit e vezo ar vro en kanvou,
Ha ma vezo ieot an holl barkeier dizec’het ?
Abalamour da zrougiez he zud,
Al loened hag an evned a ielo kwit.
Rag lavaret a reont : Na welo ket hon fin.
5 Mar ec’h euz redet gant an dud var droad ha ma out en em skwizet,
Penaoz e c’houreni-te gant arder gant ar c’hezek ?
Ha ma n’hen dout en surded nemert en eun douar a beoc’h,
Petra a ri-te dirag ourgouil ar Jourdan ?
6 Rag da vreudeur zoken, ha ti da dad, ar re ze zoken a zo fall en da genver,
Ar re ze zoken a gri a leiz ho gouzouk en drek out.
Na gred ket anezhei, ha pa gomzfent zoken gant karantez.
7 Dilezet em euz va zi ;
Dilezet em euz va heritach ;
Livret em euz ar pez a gare va ine, en daouarn he enebourien.
8 Va heritach a zo bet evidoun, evel eul leon er forest
Taolet Hen deuz he griaden a enep d’in ;
Dre ze em euz he gemeret en kasouni.
9 Va heritach ha beza eo d’in eun evn a liouiou dishenvel,
Ma ra evned ar preiz kelc’h en dro dezhan ?
It, dastumet holl loened ar parkeier ;
Digaset anezhei d’hen evori.
10 Pastored niveruz ho deuz glac’haret va gwinien ;
Mac’het ho deuz va fartach ;
Kaset ho deuz va fartach kaer
En eun distro euzuz.
11 Groet ho deuz eur zioulded outhan ;
Glac’haret eo, en kanvou ema dirazoun.
Ar vro holl a zeu glac’haret,
Rag den n’euz kemeret ennhi netra a galoun.
12 Var holl lec’hiou savet an distro an distrujerien a zeu ;
Rag kleze an Aotrou a zevor ar vro euz eur penn d’egile ;
Ha n’euz peoc’h ennhi evit den.
13 Hadet ho deuz gwiniz, hag e vedont drein ;
En em skwizet int hep vad.
Bezet mezek euz hoc’h eostou,
Abalamour da dân koler an Aotrou !
14 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou a enep va holl amezeien fall,
Pere a laka an dorn var an heritach em euz roet d’am fobl Israel :
Setu, ez an d’ho diframma euz ho bro,
Hag e tiframmin ti Juda euz ho c’hreiz.
15 Mes c’hoarvezout a raio penaoz goude beza ho diframmet,
Em bezo c’hoaz truez outhei,
Hag e lakain pep hini anezhei da zistrei d’he heritach,
Ha pep hini d’he zouar.
16 Hag e c’hoarvezo penaoz, mar diskont henchou va fobl,
Mar touont dre va hano, ha ma leveront : An Aotrou a zo beo !
Evel ma ho deuz disket d’am fobl touet dre Vaal,
E vefont lekeet en kreiz va fobl.
17 Mes ma ne zelaouont ket,
Me a zilamo eun hevelep broad
Hag a lakao anezhi d’ar maro, a lavar an Aotrou.

13 EVELHEN Hen deuz lavaret an Aotrou d’in : Kea, pren eur c’houriz lin, ha lakaa anezhi var da groazellou ; mes na dremp ket anezhi en dour. 2 Prena a riz eta ar c’houriz, hervez gir an Aotrou, hag e lakeiz anezhi var va c’hroazellou. 3 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet d’in eun eilved gwech, o lavarout : 4 Kemer ar c’houriz ec’h euz prenet, ha pehini a zo var da groazellou ; sav-te ha kea entrezek an Eufrad, hag eno kuz anezhi en faout eur roc’h. 5 Mont a riz eta, hag e kuzis anezhi ental an Eufrad, evel ma Hen doa an Aotrou gourc’hemennet d’in. 6 Hag ec’h eruaz, meur a zeiz goude, ma lavaraz an Aotrou d’in : Sav-te, kea entrezek an Eufrad, hag adkemer ar c’houriz em boa gourc’hemennet d’id kuz eno. 7 Hag ez iz entrezek an Eufrad, hag e toulliz, hag e kemeriz ar c’houriz euz al lec’h ma em boa lakeat anezhi, mes setu, ar c’houriz a oa gwaseet ; ne oa mad ken da netra.

8 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet d’in, o lavarout :

659