Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/669

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 14.

2 Juda a zo en kanvou ;
Hag en he doriou, e langiser trist gourvezet d’an douar,
Ha kriaden Jerusalem a bin entrezek an envou.
3 Hag ar re vras anezhei a gas ar re vihan da gerc’hat dour ;
Mont a reont d’ar punsou, ha ne gevont ket a zour ;
Distrei a reont gant ho besellou gollo ;
Mezek ha pinouz int, ha golo a reont ho fenn.
4 Abalamour d’an douar pehini a zo souezet.
Abalamour ma n’hen deuz ket bet a c’hlao er vro,
Al labourerien mezek ha pinouz a c’holo ho fenn.
5 Ar c’havr zoken, er meaz,
He deuz alet hag a zilez he gavrik,
Dre ma n’hen deuz ket a ieot.
6 An ezen gwez en em dalc’h var a lec’hiou huel,
O lonka an avel evel ar chakaled ;
Ho daoulagad a zo mouget, dre ma ne oa ken a c’hlazeür.
7 Mar testeni hon drougiezou a enep deomp.
Gra abalamour d’az hano, o Aotrou !
Rag hon dislealded a zo niveruz ;
A enep d’id eo hon deuz pec’het.
8 Te pehini eo gortoz Israel,
Hag he frankizer en amzer an dristidigez,
Perag e vefez-te er vro evel eun diaveziad,
Hag evel eur beajour pehini en em distro evit tremen an noz !
9 Perag e vefez-te evel eun den souezet,
Hag evel eur c’hrier pehini ne hell ket en em zavetaat ?
Mes te a zo en hon c’hreiz, o Aotrou !
Ha da hano a zo galvet varnomp ni :
Na zilez ket ac’hanomp !
10 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou divarben ar bobl ma :
Evelhen eo e keront mont ama hag ahont.
Na zalc’hont ket ho zreid,
Hag an Aotrou na gemer ket a blijadur ennhei.
Sonj ho deuz brema euz ho drougiez
Hag e kasti ho fec’hejou.
11 Goude an Aotrou a lavaraz d’in :
Ne erbed ket evit ar bobl ma.
12 Mar iun, ne zelaouin ket ho garm,
Ha mar kinnigont sakrifisou-losk ha roou, n’ho c’havin ket deread ;
Rag mont a ran da guzumi anezhei dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen.
13 Hag e lavaran : Ah ! Aotrou, Aotrou !
Setu, ar brofeded a lavar dezhei :
C’hwi na welfet kleze ebet,
Ha n’ho pezo ket a gernez ;
Mes me a roio eur peoc’h zur deoc’h el lec’h ma !
14 Hag an Aotrou a lavaraz d’in :
Ar gaou eo ma profetiz ar brofeded ze em hano.
N’em euz ket ho c’haset, n’em euz ket roet a garg dezhei,
Ha n’em euz ket komzet outhei.
Gwelidigezou a c’hevier int, a brofesiou vên,
Troumplerezou euz ho c’haloun, eo a brofetizont deoc’h.
15 Dre ze an Aotrou Hen deuz lavaret evelhen,
Divarben ar brofeded pere a brofetiz em hano
Hep ma em befe ho c’haset,
Ha pere a lavar : Ne vezo na kleze, na kernez er vro.
Ar brofeded ze ho unan a varvo dre ar c’hleze ha dre ar gernez.
16 Hag ar bobl ze da behini e profetizont,
A vezo taolet dre ar gernez ha dre ar c’hleze
En ruou Jerusalem,
Hep ma vefe den da sebelia anezhei,
Kement int evel ho gragez, ho mibien hag ho merc’hed,
Hag e skulin ho drougiez varnezhei.
17 Ha lavar dezhei ar gomz ma :
Ma en em deuzo va daoulagad noz deiz en daerou,
Ha ma na baouezfont ket !
Rag ar werc’hez, merc’h va fobl, a zo bet skoet euz eun taol bras,
Euz eur gouli kizidik.
18 Mar ez an d’ar parkeier, setu tud toulet gant ar c’hleze,
Ha mar ez an en kear, setu tud pere a varo gant an naoun.
Ar profed zoken hag ar sakrifier a red dre ar vro,
Hep anaout da belec’h ez eont.
19 Ha taolet ez pefe Juda kwit evit biken ?
Ha beza Hen deve da ine heuz euz Sion ?
Perag e skoez ac’hanomp
Hep ma vefe iec’hed ebet evidomp ?

661