Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/677

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 22.

entre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tân.

11 Ha lavaret a ri da di roue Juda :
Selaouet gir an Aotrou !
<poem>12 Ti David, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou ;
Rentet ar reizded adaleg ar beure ;
Delivret ar gwasked a zaouarn ar mac’her :
Gant aoun na zeufe va c’holer da skeudi evel eun tân,
Ha ma ne zevfe hep ma vefe der d’hen mouga,
Abalamour da zrougiez hoc’h oberiou !
13 Setu, dont a ran d’az kaout,
Kear lakeat en eun draounien, var roc’h ar blenen,
A lavar an Aotrou ;
Deoc’h-hu pere a lavar : Piou a ziskenno a enep deomp,
Piou a ielo en hon choumajou ?
14 Kastia a rin ac’hanoc’h hervez frouez hoc’h oberiou, a lavar an Aotrou ;
Ha me a elumo en he forest eun tân
Pehini a guzumo kement a vezo en dro dezhi.


22 EVELHEN Hen deuz lavaret an Aotrou : Disken en ti roue Juda, ha diskleri ennhan ar gomz ma. 2 Lavar : Selaou gir an Aotrou, roue Juda, pehini out azezet var drôn David, te, ha da zervicherien, ha da bobl, pehini a ia dre da zoriou. 3 Evel hen Hen deuz lavaret an Aotrou : Groet eeünder ha reizded ; delivret ar gwasket a zorn ar mac’her ; na wasket, na violantet ket an diaveziad, nag ar minor nag an intanvez ha na skuliet ket ar goad didamal el lec’h ma. 4 Rag ma groet hervez ar gomz ma, ar rouane azezet var drôn David a ielo dre doriou an ti ma, piniet var girri ha var gezek int, ho zervicherien hag ho fobl. 5 Mes ma ne selaouet ket ar c’homzou ma, em euz touet dreizoun va unan a lavar an Aotrou, ma vezo an ti ma diskaret.

6 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou divarben ti roue Juda ;
Beza out evidoun evel eur Galaad, evel lein al Liban ;
Mes a-dra-zur, ober a rin ouzit eun distro,
Keariou hep tud.
7 Me a gempen a enep d’id distrujerien,
Pep hini gant he armou,
Pere a droc’ho hag a daolo en tân
An dibab euz da wez sedr.
8 Ha kalz a vroadou a dremeno tost d’ar gear ma,
Ha pep hini a lavaro d’he gensort :
Perag Hen deuz groet an Aotrou evel se d’ar gear vras ze ?
9 Hag e vezo respountet : Abalamour ma ho deuz dilezet
Konvenans an Aotrou ho Doue,
Ha ma int en em stouet dirag doueou all, ha ma ho deuz servichet anezhei.
10 Ne welet ket var an hini a zo maro ;
Na ret ket a ganvou dezhan.
Mes gwelet, gwelet var an hini pehini a ia kwit ;
Rag ne zistroio ket,
Ne adgwelo ket bro he c’hanedigez !
11 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, var : Shallum, mab Jozias, roue Juda,
Pehini a rene en plas Jozias, he dad,
Ha pehini a zo deuet euz al lec’h ma :
12 Ne zistroio ken ;
Mes mervel a raio el lec’h ma eo dizouget,
Ha ne welo ken ar vro ma.
13 Gwal-eur d’an nep a sav he di dre an direizded,
Hag he estachou dre an drougiez ;
Pehini en em zervich euz he nesa hep he bea,
Ha na ro ket dezhan ar gobr euz he labour ;
14 Pehini a lavar : Me a zavo d’in eun ti bras,
Hag estachou earet mad ;
A laka he doulla a brenestou,
He lambrusk gant sedr,
Hag a liou anezhan en ru
15 Kredi a rez-te e renez, abalamour ma en em veulez da implija ar sedr ?
Ha n’hen deuz ket da dad evet ha debret ?
Ober a reaz eeünder ha reizded ;
Neuze e reaz he vad.
16 Barna a reaz koz ar glac’haret hag ar paour ; neuze e reaz he vad.
N’eo ket ze eo va anaout ? a lavar an Aotrou.
17 Mes n’ec’h euz daoulagad hag eur galoun
Nemert evit da bisouni,
Evit skul ar goad didamall,
Hag evit ober ar waskerez hag ar violans.
18 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou divarben Jehojakim, mab Jozias, roue Juda :

669