Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/679

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 23.

Hag euz an holl broiou euz pere em euz ho c’haset kwit ;
Hag e choumfont en ho bro.

9 VAR ar brofeded
Va c’haloun a zo brizet em diabarz ;
Va holl eskern a gren ;
Beza ez oun evel eun den mezo,
Evel eun den trec’het gant ar gwin,
Abalamour d’an Aotrou hag abalamour d’he gomzou santel.
10 Rag ar vro a zo leuniet a avoultriach ;
Ar vro a zo en kanvou abalamour d’ar malloz ;
Peuriou an distro a zo dizec’het.
Ho redaden n’ez a nemert d’ar fall
Hag ho nerz d’ar pez n’eo ket eeün,
11 Rag kement ar profed evel ar sakrifier a zo profan.
Bete em zi e kavan ho drougiez,
A lavar an Aotrou.
12 Dre ze ho hent a vezo evel lec’hiou rampuz en devalijen ;
Boutet e vefont hag e kwefont.
Rag me a lakao an drouk da zont varnezhei,
Er bloaz ma welin anezhei, a lavar an Aotrou.
13 En profeded Samari, em euz gwelet kalz a follentez ;
Profetiza a reent evit Baal ;
Dianki a reent va fobl Israel.
14 Mes en profeded Jerusalem, e welan eun dra euzuz ;
Rag ober a reont avoultriach, ha bale a reont er gaou.
Kennerza a reont daouarn ar re fall,
Evit na zistroio hini anezhei euz he zrougiez.
Dîn int holl evel Sodom,
Ha tud kear, evel Gomorrh.
15 Dre ze setu ama petra Hen deuz lavaret Aotrou an armeou var ar brofeded :
Setu, me a ia d’ho beva gant absinth,
Ha da lakaat anezhei da eva dour ampoezonet ;
Rag an drouk a zo en em skuliet er vro holl,
Dre brofeded Jerusalem.
16 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Na selaouet ket komzou ar brofeded pere a brofetiz !
Lakaat a reont ac’hanoc’h da zont da veza vên ;
Diskleria gwelidigez ho c’haloun,
Ha nan ar pez a zeu euz a c’henou an Aotrou.
17 Na baouezont ket da lavaret d’ar re a zisprij ac’hanoun :
An Aotrou Hen deuz lavaret : Beza ho pezo ar peoc’h.
Ha d’ar re holl a vale en kaleder ho c’haloun, e leveront :
Ne eruo drouk ebet ganeoc’h.
18 Rag piou a zo en em gavet en kuzul an Aotrou ?
Piou hen deuz he welet ha klevet he gomz ?
Piou hen deuz prestet ar skouarn d’he c’hir, hag hen deuz he c’hlevet ?
19 Setu, tempest an Aotrou, ar fulor a skeud,
Hag an arne prest da deuzi
A gwezo var benn ar re drouk.
20 Koler an Aotrou n’en em distroo ket,
Ken Hen devezo groet ha peurc’hroet sonjou he galoun.
Beza ho pezo eur wiziegez skler a gement ma en deiziou diveza.
21 N’em euz ket kaset ar brofeded ze, hag ho deuz redet ;
N’em euz ket komzet outhei, hag o deuz profetizet !
22 Ma vijent bet em c’huzul,
Ho dije ive roet da anaout va c’homzou d’am fobl ;
Hag o dije distroet anezhei euz ho hent fall
Hag euz a zrougiez ho oberiou.
23 N’ez oun me eun Doue nemert a dost, a lavar an Aotrou,
Ha n’ez oun me ket eun Doue a bell ?
24 Unan benag hag en em guz a rafe en kuziou
Ma ne welfen ket anezhan ? a lavar an Aotrou.
Ne leunian me ket an envou hag an douar ? a lavar an Aotrou.
25 Klevet em euz ar pez a lavar ar brofeded ze,
Pere a brofetiz ar gaou em hano, o lavarout :
Bet em euz eun huvre, bet em euz eun huvre.
26 Bete pegeit ? Ho deuz int ar sonj, ar brofeded ze pere a brofetiz ar gaou,
Profeded a droumplerez ho c’haloun
27 Ho deuz int ar c’hoant da lakaat ar bobl
Da ankouez va hano, dre an huvreou a lavar pep hini anezhei d’he nesa,
Evel ma ho deuz ho zadou ankouezet va hano evit Baal ?

671