Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/680

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 24.

28 Ma tisklerio ar profed hen deuz eun huvre he huvre ;
Hag an hini hen deuz va c’homz, ra disklerio ma c’homz en gwirione.
Petra hen deuz ar blousen da ober gant ar winizen ? a lavar an Aotrou.
29 Va gir n’ema hen ket evel eun tân a lavar an Aotrou,
Hag evel eur morzol pehini a dor ar roc’h ?
30 Dre ze, setu, a lavar an Aotrou, droug em euz euz ar brofeded,
Pere a laer va c’homzou an eil digant egile.
31 Setu, a lavar an Aotrou, drouk em euz euz ar brofeded
Pere a gomz outhei ho unan ha pere a lavar : Lavaret hen deuz.
32 Setu, em euz drouk euz ar re a brofetiz euz ar sonjou faoz, a lavar an Aotrou,
Pere ho diskleri, ha pere a ziank va fobl
Dre ho gevier ha dre ho hardizder ;
Petra benag ma n’em euz ket ho c’haset ha ma n’em euz ket roet a garg dezhei,
En hevelep doare ma ne zigasont vad ebet d’am fobl, a lavar an Aotrou.
33 Ha ma ra ar bobl ma, pe ar profed, pe eur sakrifier goulennou ouzit, ha ma lavar d’id :
Pehini eo gourdrouz an Aotrou ?
Te a lavaro : Pehini eo ar gourdrouz ?
Me a daolo ac’hanoc’h kwit, a lavar an Aotrou.
34 Ha divarben ar profed, ar sakrifier, ha den ar bobl
Pehini a lavaro : Gourdrouz an Aotrou,
Kastia a rin an den ze en he di.
35 Lavaret a refet evelhen, pep hini d’he nesa ha pep hini d’he vreur :
Petra Hen deuz respountet An Aotrou,
Ha petra Hen deuz diskleriet an Aotrou ?
36 Ha c’hwi ne gomzfet ken euz a c’hourdrouz an Aotrou ;
Rag gir pep hini a vezo he c’hourdrouz,
Ha c’hwi a dro en fall komzou an Doue beo, euz Aotrou ar armeou, hon Doue.
37 Lavaret a ri evelhen d’ar brofeded :
Petra hen deuz respontet an Aotrou d’id, pe petra hen deuz lavaret an Aotrou ?
38 Ha mar livirit : Gourdrouz an Aotrou ;
Abalamour da ze, a lavar an Aotrou, dre ma leveret ar gomz se,
Gourdrouz an Aotrou, ha ma em euz kaset d’ho kaout da lavaret deoc’h :
39 Ne leveret ket : Gourdrouz an Aotrou,—
Abalamour da ze, me a ankouezo ac’hanoc’h holl,
Hag o taolin kwit a zirazoun ha c’hwi hag ar gear
Em euz roet deoc’h ha d’ho tadou ;
40 Ha me a lakao varnoc’h eur vezegez peur-baduz,
Hag eun dismegans peur-baduz
Pehini na vezo ket ankouezet.


24 AN Aotrou a ziskouezaz d’in eur welidigez. Ha setu, diou baner fiez a oa lakeat dirag templ an Aotrou goude ma hen doa Nebukadnetsar, roue Babilon, dizouget euz Jerusalem Jekonias, mab Jehojakim, roue Juda, ha prinsed Juda, gant ar galvezerien, hag an dorzellerien, ha ma hen doe ho digaset da Vabilon. 2 Unan euz ar panerou he doa fiez gwal vad, evel ma ve atao fiez an dastum kenta ; hag ar baner all he doa fiez gwal fall, a behini na hellet ket dibri, kement e oant fall. 3 Hag an Aotrou a lavaraz d’in : Petra a welez-te, Jeremi ? Hag e respountiz : Fiez ; ar fiez mad, gwal vad ; hag ar fiez fall, gwal fall, re fall evit beza debret.

4 Ha gir an Aotrou a oa diskleriet d’in, hag e lavaraz d’in : 5 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Evel ma tizhenvelaez ar fiez mad ze, evel se e tishenvelain, evit ho mad, esklaved Juda, pere em euz kaset euz al lec’h ma da vro ar Galdeed. 6 Hag e sellin outhei gant eul lagad deread, ha me a lakao anezhei da zistrei er vro ma, ha me a lakao anezhei, ha n’ho distrujin ken ; planta a rin anezhei, ha n’ho zennin ken. 7 Ha me a roio dezhei eur galoun evit anaout oun an Aotrou ; int a vezo va fobl, ha me a vezo ho Doue ; rag distrei a rafont d’am c’haout a greiz ho c’haloun. 8 Hag evel ar fiez fall ze, pere n’heller ket dibri, kement int fall, Hen deuz lavaret an Aotrou, evel se e lakain Sedesias, roue Juda, hag he brinsed, hag an nemorant euz Jerusalem, ar re a zo choumet er vro ma, hag ar re a choum en bro an Ejipt. 9 Ha me a lakao anezhei da veza kemesket ha

672