26 Da holl rouane an Hanter noz,
Ken tost evel pell,
An eil goude egile,
Ha da holl rouantelezou ar bed
Pere a zo var fas an douar ;
Ha roue Sheshak a evo var ho lerc’h.
27 Hag e lavari dezhei :
Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Evit ha bezet mezo, ha c’hoedet,
Ha kouezet hep adsevel,
Abalamour d’ar c’hleze a gasin en ho touez !
28 Ma na fell ket dezhei kemer ar c’halei euz da zorn evit eva,
Te a lavaro dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
C’hwi a evo outhan a-dra-zur !
29 Rag setu, dre ar gear ma eo hano galvet,
En em lekean da ober an drouk,—
Ha c’hwi, c’hwi n’ho pefe ket outhan !
Na vefet ket tremenet ;
Rag me a ia da c’hervel ar c’hleze var holl dud an douar,
A lavar Aotrou an armeou.
30 Ha te, te a brofetizo an holl draou ze,
Ha te a lavaro : An Aotrou a iudo euz krec’h :
Lakaat a raio klevet he vouez euz he choumaj santel :
Iudel a raio a enep he choumaj ;
Leuskel a raio kriadennou, evel ar re pere a wask er pressoar,
A enep holl dud an douar.
31 An drouz a zeuo bete penn an douar ;
Rag an Aotrou a zo en prosez gant ar broadou,
Mont a ra en barnedigez a enep pep kig ;
Livra a ra ar re fall d’ar c’hleze, hen deuz lavaret an Aotrou.
32 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
Setu, an drouk a ia da dremen euz a bobl en pobl,
Hag eun tempest bras a sav euz a bennou pell an douar.
33 Ar re a lazo an Aotrou en deiz se a vezo astennet
Euz a eur penn d’an douar d’egile ;
Ne vezo ket gwelet varnezhei, na dastumet, na sebeliet ;
Beza e vefont evel teil var ar douar !
34 Huanadet, meserien, ha kriet !
En em ruliet er boultren, renerien an tropel !
Rag an deiziou en pere e tleet beza lazet a zo deuet ;
Me a ia d’ho sklabeza, ha c’hwi a gwezo evel eur vesel bri.
35 Hag ar bastored n’ho devezo lec’h ebet da dec’hel,
Na renerien an tropel da vont kwit.
36 Klevet a reer kri ar veserien,
Hag irvoud renerien an tropel ;
Rag an Aotrou a zisra ar peuriou,
37 Hag ar choumajou peoc’huz a zo distrujet,
Abalamour da arder koler an Aotrou.
38 Dilezet Hen deuz he choumaj evel eul leon iaouank he voden ;
Rag ho bro a zo lakeat en glac’har
Abalamour da fulor an distrujer,
Abalamour da arder he goler.
26 ER penn-kenta euz a ren Jehojakim, mab Jozias, roue Juda, ar gomz ma a oe diskleriet da Jeremi a beurz an Aotrou, er c’homzou ma :
2 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : En em dalc’h-te he sa en leur ti an Aotrou, ha lavar da holl geariou Juda, pere a zeu d’en em stoui en ti an Aotrou, an holl gomzou em euz gourc’hemennet d’id lavaret dezhei ; na lam ket eur gir outhei. 3 Marteze e selaoufont hag e tistrofont pep hini euz he hent fall, hag em bezo keûz euz an drouk a sonjen ober dezhei, abalamour da zrougiez ho oberiou. 4 Lavaret a ri eta dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Ma na zelaouet ket ac’hanoun, evit bale em lezen, pehini em euz lekeat dirazhoc’h ; 5 evit senti euz komzou ar brofeded, va zervicherien, pere a gasan deoc’h, pere em euz kaset deoc’h adaleg ar beure, ha pere n’hoc’h euz ket selaouet ; 6 me a raio d’an ti ma evel da Silo, ha me a roio ar gear ma en euzusted da holl vroadou an douar.
7 Hag, ar sakrifierien, hag ar brofeded, hag an holl bobl, a glevaz Jeremi o tiskleri ar c’homzou ze en ti an Aotrou. 8 Hag e c’hoarvezaz, kerkent ma hen doe Jeremi echuet da ziskleri kement Hen doa an Aotrou gourc’hemennet dezhan lavaret d’an holl bobl, ma krogaz ar sakrifierien, ar brofeded, hag an holl bobl ennhan, o lavarout : Te a ia da vervel ! 9 Perag e profetizez-te en hano an Aotrou, o lavarout : An ti ma a vezo evel Silo, hag ar gear