anezhei dre he zorn. 9 C’hwvi eta, na selaouet ket ho profeded, nag ho tivinerien, nag ho c’huvreerien, nag ho c’hogurou, nag ho strobinellerien pere a gomz, o lavarout : C’hwi ne vefet ket dindan roue Babilon. 10 Rag profetiza a reont gevier deoc’h evit ma ez eat pell euz ho pro, evit ma kasin ac’hanoc’h kwit ha ma varvfeet. 11 Mes ar vroad a lakao he gouzouk dindan ieo roue Babilon, hag a zervicho anezhan, me a lezo anezhi en he bro, a lavar an Aotrou evit ma labouro anezhi ha ma choumo ennhi.
12 Neuze e komziz da Sedesias, roue Juda, hervez an holl gomzou ze, o lavarout : En em lakaet dindan ieo roue Babilon, ha servichet anezhan hen hag he bobl, ha c’hwi a vevo. 13 Perag e varvfac’h-hu, te ha da bobl, dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen, hervez ma Hen deuz lavaret an Aotrou euz ar vroad pehini ne zento ket euz roue Babilon ? 14 Na zelaouet ket komzou ar brofeded pere a gomz ouzoc’h, o lavarout : C’hwi na vefet ket lekeat dindan roue Babilon ! Rag profetiza a reont gevier deoc’h. 15 N’em euz ket kaset anezhei, a lavar an Aotrou, hag e profetizont en faoz em hano, evit ma kasin ac’hanoc’h kwit ha ma varvfac’h, c’hwi hag ar brofeded pere a brofetiz deoc’h.
16 Me a gomze ive d’ar sakrifierien ha d’an holl bobl ma, hag e lavariz dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Na zelaouet ket komzou ho profeded, pere a brofetiz deoc’h, o lavarout : Setu, beseliou ti an Aotrou a vezo prest digaset euz Babilon ! Rag profetiza a reont deoc’h ar gaou. 17 Ne zelaouet ket anezhei. Sentet euz roue Babilon, hag e vevfeet. Perag e teufe ar gear ma eun distruj ? 18 Ha mar d’int profeded, ha mar ema gir an Aotrou ganthei, ma erbedfont eta en kichen Aotrou an armeou evit ma choumo ar beselou a van en ti an Aotrou hag en ti ar roue Juda hag en Jerusalem, ha ma n’ez aint ket da Vabilon. 19 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, divarben ar peuliou, hag ar mor, hag ar zoliou, hag ar beselou all pere a zo choumet er gear ma, 20 pere n’euz ket Nebukadnetsar, roue Babilon, dizouget pa hen deuz dizouget euz Jerusalem da Vabilon Jekonias, mab Jehojakim, roue Juda, gant holl brinsed Juda ha re Jerusalem ; 21 evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel, divarben ar beselou a van en ti an Aotrou, hag en ti roue Juda, hag en Jerusalem : 22 Dizouget e vefont da Vabilon, hag e choumfont eno bete an deiz ma kerc’hin anezhei, a lavar an Aotrou, en pehini ho lakain da zistrei ha da addont el lec’h ma.
28 Ar bloaz ma, er penn-kenta euz a ren Sedesias, roue Juda, ar bevare bloaz, d’ar bempved miz, Hanania mab Azzur, profed Gabaon, a gomzaz ouzin en ti an Aotrou, dirag ar sakrifierien hag an holl bobl, hag e lavaraz : 2 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Torret em euz ieo roue Babilon. 3 Daou vloaz c’hoaz, hag e lakain distrei d’al lec’h ma an holl veselou euz a di an Aotrou pere hen deuz Nebukadnetsar, roue Babilon, kemeret euz al lec’h ma ha dizouget da Vabilon. 4 Ha me a lakao da zistrei el lec’h ma, a lavar an Aotrou, Jekonias, mab Jehojakim, roue Juda, hag holl esklaved Juda pere a zo eet da Vabilon ; rag terri a rin ieo roue Babilon.
5 Neuze Jeremi, ar profed, a gomzaz da Hanania, ar profed, dirag ar sakrifierien ha dirag an holl bobl, pere en em dalc’he en ti an Aotrou. 6 Ha Jeremi, ar profed, a lavaraz : Amen ! ra raio an Aotrou evel se ! Ma peur-raio an Aotrou ar giriou ec’h euz profetizet, ha ma lakao da zont euz Babilon d’al lec’h ma beseliou ti an Aotrou hag holl esklaved Babilon. 7 Koulzkoude, selaou ar gir a zisklerian da tiouskouarn ha da ziouskouarn ar bobl holl : 8 Ar brofeded a zo bet araog d’in me hag araog d’id-te, abaoe pell zo, ho deuz profetizet a enep meur a vro hag a brezel, hag ar glac’har, hag ar vosen. 9 Mar profetiz eur profed ar peoc’h, eo dre beur-oberians he c’hir eo e vezo ar profed ze anavezet en gwirionez evel kaset gant an Aotrou.
10 Neuze Hanania, ar profed, a gemeraz ar ieo divar gouzouk Jeremi, ar profed, hag a dorraz anezhan. 11 Goude Hanania a gomzaz dirag an holl bobl, o lavarout : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Evelhen eo e torrin aben daou vloaz ieo Nebulkadnetsar, roue Babilon, divar gouzouk an holl vroadou. Ha Jeremi, ar profed, a ieaz gant he hent.
12 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi er c’homzou ma, goude