8 Setu, me ho digas euz bro an Hanter-noz,
Hag e tastumin anezhei euz a bennou an douar :
En ho zouez ema an dall hag ar c’ham,
Ar vreg dougerez hag an hini a c’han ;
Distrei a reont ama en eun asamble bras.
9 Distrei a reont gant daerou ha pedennou ; me a reno,
Me a gaso anezhei d’an doureier red,
Dre eun hent eeün, el lec’h ne gwefont ket.
Rag me a zo eun tad evit Israel,
Hag Efraim eo va c’henta-ganet.
10 Broadou, selaouet gir an Aotrou
Diskleriet anezhan, d’an enezennou pell !
Lavaret : An Hini Hen deuz sklabezet Israel, a zastumo anezhan
Ha diwall a raio anezhan evel eur meseer he dropel.
11 Rag an Aotrou a zaspren Jakob
Hag a denn anezhan euz daouarn unan krenvoc’h evithan.
12 Hag e teufont, hag e loskfont kriadennou a joa var huelderiou Sion ;
Diredek a rafont da vadou an Aotrou,
D’ar gwiniz, d’ar gwin ha d’an eol,
Ha da frouez al loened bras ha munud ;
Hag ho ine a vezo evel eur jardin doureet,
He ne gendalc’hfont ken da langisa,
13 Neuze ar werc’hez en em laouenao en dans,
Hag an dud iaouank hag ar re goz asamblez ;
Ha me a droio ho c’hanvou en levenez ; ho dic’hlac’hari, a rin
Hag e laouenain anezhei goude ho glac’har.
14 Ha leunia a rin a zruoni ine ar sakrifierien,
Ha va fobl a vezo leuniet euz ma madou, a lavar an Aotrou.
15 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Klevet e zo bet en Rama
Kriadennou, irvoudou, daerou c’hoero,
Rachel ho wela he bugale ;
N’eo ket bet fellet dezhi en em dic’hlac’hari divarben he bugale,
Abalamour n’emaint ken.
16 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Harz da vouez da wela,
Ha da zaoulagad da skulia daerou ;
Rag beza e zo eur gobr evit da labour, a lavar an Aotrou ;
Distrei a rafer euz bro an enebour.
17 Esperans a zo evit da zonedigez, a lavar an Aotrou ;
Da vugale a zistroio en ho douar.
18 Klevet a ran, klevet a ran Efraim pehini en em c’hlac’har :
Kastiet ec’h euz ac’hanoun, hag oun bet kastiet
Evel eul loue dizonet,
Distro ac’hanoun, hag e vezi distroet ;
Rag te eo an Aotrou, va Doue !
19 A-dra-zur, goude beza en em distroet, em euz keûz,
Ha goude ma ez oun en em anavezet, e skoan var va morzed.
Mezeg oun ha mezuz,
Rag dougen a ran dismegans va iaouankiz.
20 Ha beza eo Efraim evidoun eur bugel karet,
Eur bugel a garante ?
Rag adaleg ma komzan anezhan, he envor en em neveza atao ennoun.
Dre ze va entraliou a zo froumet abalamour dezhan ;
A-dra-zur em bezo truez outhan, a lavar an Aotrou.
21 Dres da siniou ; laka pilierou ;
Kemer evez euz an hent, euz an hent ec’h euz heuliet.
Distro, o gwerc’hez a Israel,
Distro er c’heariou ze pere a zo d’id !
22 Bete pegeit e vezi-te kerzuz,
Merc’h dizent ?
An Aotrou a grou eun dra nevez var an douar :
Ar vreg a droio an den.
23 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel :
Lavaret e vezo c’hoaz ar gomz ma en bro Juda hag en he geariou,
Pa em bezo kerc’het he esklaved :
Ra vennigo an Aotrou ac’hanout, choumaj a reizded,
Menez a zantelez !
24 Ha Juda, hag he holl geariou asamblez,
Al labourerien hag ar re a ren an tropellou, a choum eno,
25 Rag rei a rin da eva d’an ine sec’hedik,
Ha gwalc’hi a rin pep ine hag a langiz.
26 Var gement se oun en em dihunet, hag em euz sellet
Ha va mored a zo bet dous.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/688
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
JEREMI, 31.
680