lavar an Aotrou. Pa vrezelfet a enep ar Galdeed, na zeuo ket ho taol da vad.
6 Neuze Jeremi a lavaraz : Gir an Aotrou a zo bet diskleriet d’in er c’homzou ma : 7 Setu Hanameel, mab Shallum, da donton, pehini a zeu d’az kaout evit lavaret d’id : Pren va fark pehini a zo en Anathoth ; rag an droet a adpren ec’h euz d’he brena. 8 Hag Hanameel, mab va zonton, a zeuaz entrezek ennoun hervez gir an Aotrou, en porz ar prizoun, hag a lavaraz d’in : Pren, me az ped, va fark pehini a zo en Anathoth, en bro Benjamin, rag an droet a heritach hag a adpren ec’h euz ; pren anezhan. Hag ec’h anaveziz e oa gir an Aotrou. 9 Evel se e preniz digant Hanameel, mab va zonton, park Anathoth, hag e poueziz an arc’hant dezhan : seitek sikl ac’hant. 10 Goude e skriviz eur marc’had pehini a gachediz ; hag e kemeriz testou hag e poueziz an arc’hant er valans. 11 Kemer a riz goude ar marc’had, kenkoulz an hini a oa ziellet, hervez an urz hag al lezennou, evel an hini a oa digor. 12 Hag e roiz ar marc’had pren da Varuk, mab Nerija, mab Makseja dirag Hanameel, mab va zonton, hag euz an testou pere ho doa zinet ar marc’had pren, ha dirag an holl Judevien pere a oa azezet en porz ar prizoun. 13 Ha me a roaz an urz ma da Varuk, dirazhei : 14 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Kemer ar skridou ma, ar marc’had a brenidigez, an hini pehini a zo ziellet hag an hini pehini a zo digor, ha laka anezhei er eur vesel douar, evit ma helfont en em viret pell. 15 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Prena a refer c’hoaz tiez, parkeier ha gwiniennou er vro ma.
16 Ha goude ma em boa roet da Varuk, mab Nerija, ar skrid a brenidigez, e riz va feden d’an Aotrou, o lavarout :
17 Ah ! Aotrou, Aotrou !
Setu, ec’h euz groet an envou hag an douar,
Dre da c’halloud bras ha da vrec’h astennet :
Netra ebet ne vezo diez d’id.
18 Ober a rez trugarez en mil rumach,
Hag e paez drougiez an tadou en bruched ho bugale var ho lerc’h.
Te eo an Doue bras, ar galloudek,
A behini an hano eo Aotrou an armeou,
19 Bras en kuzul ha galloudek en burzudou ;
Da zaoulagad a zo digor var holl henchou bugale an dud,
Evit rei da bep hini hervez he henchou :
Hag hervez ar frouez euz he oberou :
20 Groet ec’h euz burzudou ha miraklou en bro an Ejipt, bete hirie,
Hag en Israel hag entouez an dud,
Hag out en em brenet eun hano evel ma ema hirie.
21 Tennet ec’h euz Israel da bobl euz bro an Ejipt,
Gant burzudou ha miraklou, gant dorn nerzus ha brec’h astennet,
Ha gant eur spount vras.
22 Ha roet ec’h euz dezhei ar vro ma,
Pehini ez poa touet d’ho zadou rei dezhei,
Bro el lec’h ma red al lez hag ar mel ;
23 Hag e teujont hag e kemerjont dalc’h ennhi.
Mes n’ho deuz ket sentet euz da vouez.
Ha n’ho deuz ket baleet en da lezen
N’ho deuz groet netra euz ar pez ez poa gourc’hemennet dezhei ober.
Abalamour da ze ec’h euz groet ma eo en em gavet an holl drouk ma ganthei.—
24 Setu, en em sav an douarennou euz kear evit kemer anezhi,
Hag ar gear a ia da veza lekeat entre daouarn ar Galdeed pere a vrezelio a enep dezhi,
Ha dilezet d’ar c’hleze, d’ar gernez ha d’ar vosen.
Ar pez ec’h euz lavaret a zo eruet, ha setu, e welet a rez !
25 Ha koulskoude, Aotrou, Aotrou ! Te ec’h euz lavaret d’in :
Pren ar park ma a briz arc’hant ha kemer testou a gement se...
Hag ar gear a zo lekeat en daouarn ar Galdeed.
26 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma :
27 Setu, me eo an Aotrou, Doue pep kig ;
Ha beza ez euz eun dra benag hag a vefe diez d’in ?
28 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu ez an da lakaat ar gear ma entre daouarn ar Galdeed,