Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/691

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 33.

Entre daouarn Nebukadnetsar, roue Babilon,
Pehini he c’hemero.
29 Hag ar Galdeed pere a vrezel a enep ar gear ma, a ia da vont ennhi ;
Lakaat a rafont an tân en kear, hag e tevfont anezhi,
Gant an tiez var doennou pere e zo kinniget ezans da Vaal
Ha skuliadurezou da zoueou all,
Evit va c’holeri.
30 Rag bugale Israel ha bugale Juda
N’ho deuz groet, adaleg ho iaouankiz, nemert ar pez a zo fall dirag va daoulagad ;
Rag bugale Israel n’ho deuz groet nemert va c’holeri
Gant labouriou ho daouarn, a lavar an Aotrou.
31 Rag ar gear ma a zo bet d’in eun dra a goler hag a erez,
Adaleg an deiz ma eo bet savet, bete hirie,
En hevelep doare ma lamin anezhi a zirag va fas ;
32 Abalamour d’an holl drouk ho deuz bugale Israel ha bugale Juda
Groet evit koleri ac’hanoun,
Int, ho rouane, ho chefou, ho zakrifierien hag ho frofeded,
Tud Juda ha tud Jerusalem.
33 Troet ho deuz ho c’hein ouzin ha nan ho bisach.
Kelennet int bet, kelennet adaleg ar beure ;
Mes n’int ket bet sentuz evit kaout kelennadurez.
34 Lakeat ho deuz ho euzusted
En ti var behini eo galvet va hano,
Evit soulia anezhan.
35 Hag ho deuz savet lec’hiou huel Baal, en traounien mibien Hinnom,
Evit lakaat ho mibien hag ho merc’hed da dremen dre an tân da Volok,
Ar pez n’em boa ket gourc’hemennet dezhei ;
Ha ne oa biskoaz deuet em sonj
E vije groet eun hevelep euzuzted,
Evit lakaat Juda da bec’hi.
36 Ha brema, abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel,
Divarben ar gear a behini e leveret
Ema o vont da veza lekeat entre daouarn roue Babilon,
Dre ar c’hleze, dre ar gernez ha dre ar vosen :
37 Setu, e tastumin anezhei euz an holl vroiou ma em bezo ho c’haset
Em c’holer, em fulor, en eun erez vras ;
Me a lakao anezhei da zistrei el lec’h ma,
Ha da choum ennhan er zurded.
38 Neuze e vefont va fobl,
Ha me a vezo ho Doue.
39 Ha me a roio eur memeuz kaloun hag eur memeuz hent,
Evit ma toujfont da viken ac’hanoun,
Evit ho mad hag evit hini ho bugale var ho lerc’h.
40 Ha me a raio ganthei eur gonvenans peur-baduz ;
N’en em dennin ket diganthei,
Ober a rin vad dezhei,
Ha lakaat a rin va doujans en ho c’halounou,
Evit ma na zistrofont ket ouzin.
41 Hag en em laouenain en eur ober vad dezhei ;
Ha planta a rin anezhei en gwirionez er vro ma,
A greiz va c’haloun ha va holl ine.
42 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Evel ma em euz lekeat an holl drouk vras ma da zont var ar bobl ma,
Me a lakaio ive da zont varnezhei an holl vad a brometan dezhei.
43 Hag e vezo prenet parkeier
Er vro ma a behini e leveret : Eun distro eo, hep den ha loen ;
Lakeat eo entre daouarn ar Galdeed.
44 Prenet e vezo parkeier a briz arc’hant,
Skrivet e vezo skridou, hag e sielfer anezhei, hag e kemerfer testou
En bro Benjamin ha tro vardro da Jerusalem,
En keariou Juda, en keariou ar menez,
En keariou ar blenen hag en keariou ar c’hreizteiz.
Rag lakaat a rin ho esklaved da zistrei, a lavar an Aotrou.


33 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi eun eilved gwech, er c’homzou ma, pa oa c’hoaz dastumet en porz ar prizoun :

2 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou pehini a ia da ober kement ma,
An Aotrou pehini a sonj ennhan evit he ober,
An hini a behini an hano eo an Aotrou :

683