3 Kri entrezek ennoun, ha me a respounto d’id,
Ha me a zisklerio d’id traou bras ha kuzet
Pere ne anavezez ket.
4 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel,
Divarben tiez ar gear ma
Ha tiez rouane Juda,
Pere a vezo diskaret dre an douarennou ha dre ar c’hleze,
5 Pa ez efer da vrezeli ar Galdeed
Ha pa vefont leuniet a gorfou maro tud
Pere a skoin em c’holer hag em fulor,
Hag abalamour d’an holl drougiez euz pere e kuzan va fas er gear ma :
6 Setu, e roin dezhei ar welladou hag ar iec’hed ; gwellaat a rin anezhei,
Dizolo a rin dezhei eun founusded a beoc’h hag a wirionez ;
7 Distrei a rin esklaved Juda hag esklaved Israel ;
Hag e lakain anezhei da veza evel diagent.
8 Hag e netain anezhei euz pep drougiez ho devezo groet a enep d’in ;
Pardouni a rin an holl droukiou dre bere ho deuz pec’het
Hag int en em savet a enep d’in.
9 Ha kement se a vezo evidoun eur vrud leun a joa, a veulodi hag a c’hloar
En kichen holl vroadou an douar,
Pere a anavezo an holl vad ez an da ober dezhei,
Hag a vezo spouronet ha spountet euz an holl vad
Hag an holl eur-vad ez an da rei dezhei
10 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
El lec’h ma
A behini e livirit : Distro eo, n’hen deuz na tud na loened ;
En keariou Juda hag en ruou Jerusalem,
Pere a zo glac’haret, privet a wersed, a dud hag a loened,
11 E vezo klevet c’hoaz mouez ar joa ha mouez al levenez,
Mouez an ozac’h ha mouez ar vreg,
Mouez ar re a lavaro :
Meulet Aotrou an armeou,
Rag an Aotrou a zo mad, rag he vadelez a bad da virviken !
Ha pere a zigaso sakrifisou a drugarez
En ti an Aotrou.
Rag kerc’het a rin esklaved ar vro, hag e lakain anezhei evel diagent,
A lavar an Aotrou.
12 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou :
El lec’h ma
Pehini a zo distro, hep den na loen,
Hag en he holl geariou,
E vezo choumajou evit ar veserien,
Pere a lakao ho loened da ziskwiza ennhei.
13 En keariou ar menez, en keariou ar blenen,
En keariou ar c’hreizteiz,
En bro Benjamin, trozro da Jerusalem
Hag en keariou Juda,
An tropellou a dremeno c’hoaz dre zaouarn ar re a niver anezhei,
Hen deuz lavaret an Aotrou.
14 Setu, an deiziou a zeu, a lavar an Aotrou.
Ma peur-rin ar gir em euz diskleriet
Var di Israel ha var di Juda.
15 En deiziou hag en amzer ze,
Me a lakao da ziouan da Zavid eun diwan a reizded
Pehini a raio eeünder ha reizded er vro.
16 En deiziou ze Juda a vezo salvet,
Ha Jerusalem a choumo en assurans,
Ha setu penaoz e vezo galvet :
An Aotrou hon reizded.
17 Rag setu, an Aotrou Hen deuz lavaret :
David na vanko biken eun den
Da veza azezet var drôn ti Israel ;
18 Hag ar sakrifierien Levited ne vankfont biken dirazoun euz a eun den
Pehini a ginnigo ar sakrifisou-losk, hag a raio mogedi ar c’hinnig,
Ha pehini a ginnig sakrifisou bemdez.
19 Gir an Aotrou a oa c’hoaz diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma :
20 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Mar hellit terri va c’honvenans gant an deiz
Ha va c’honvenans gant an noz,
En hevelep doare ma ne vezo ken an noz nag an deiz en ho amzer,
21 Neuze ive e vezo torret va c’honvenans gant David, va zervicher,