Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/694

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 35.


17 Dre ze evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’hoc’h euz ket sentet ouzin, evit embann al liberte, pep hini d’he vreur, pep hini d’he nesa ; setu, a lavar an Aotrou, me a embann a enep deoc’h liberte ar c’hleze ar vosen hag ar gernez, hag e lakain ac’hanoc’h da veza kemesket dre holl rouantelezou an douar. 18 Hag e roin an dud pere ho deuz torret va c’honvenans, pere n’ho deuz ket sentet euz ar c’homzou a varc’had ho doa lavaret dirazoun, o tremen entre an daou hanter euz al loue ho doa troc’het en daou,— 19 chefou Juda, ha chefou Jerusalem, an eunuked hag ar sakrifierien, hag holl dud ar vro pere ho deuz tremenet en kreiz an daou hanter loue,— 20 livra a rin anezhei entre daouarn ho enebourien, entre daouarn ar re a glask ho buez, hag ho c’horfou maro a vezo boued evned an envou ha loened an douar. 21 Livra a rin ive Sedesias roue Juda, gant he brinsed, entre daouarn ho enebourien hag entre daouarn ar re a glask ho buez, entre daouarn arme roue Babilon pehini a zo en em belleet ouzoc’h. 22 Setu, ez an da rei urz, a lavar an Aotrou, hag e tigasin anezhei a enep ar gear ma. Hag e vrezelifont a enep dezhi hag e kemerfont anezhi, hag e tevfont anezhi ; ha lakaat a rin keariou Juda en glac’har, hep den ebet.


35 AR gir a oe diskleriet gant An Aotrou da Jeremi, en deiziou Jehojakim, mab Jonias, roue Juda, er c’homzou ma : 2 Kea da di ar Rekabited, ha komz outhei, ha laka anezhei da zont da di an Aotrou, en unan ar c’hamprou, ha kinnig dezhei gwin da eva.

3 Kemer a riz eta Jaazania, mab Jeremi, mab Habatsinia, hag he vreudeur, hag he holl vibien, hag holl di ar Rekabited ; 4 hag e tigasiz anezhei da di an Aotrou, en kampr mab Hanan, mab Jigdalia, den Doue, an hini pehini a oa tost da gampr ar chefou, dreist kampr Maaseja, mab Shallum, diwaller an treuzou. 5 Hag e lakaiz dirag bugale ti ar Rekabited beselouleun a win ha kaleiou, hag e lavariz dezhei : Evet gwin ! 6 Mes int a respountaz : Ni na evfomp ket a win ; rag Jonadab, mab Rekab, hon zad, hen deuz roet deomp an urz ma, o lavarout : C’hwi na evfet ket a win, na c’hwi nag ho pugale, da viken ; 7 na savfet ket a diez ; na hadfet ket a had ; na blantfet ket a vinien, ha na berc’henfet ket ; mes c’hwi a choumo en tantennou, holl deiziou ho puez, abalamour deoc’h da veva pell var an douar ma ez oc’h diavezidi. 8 Hag hon deuz sentet euz mouez Jonadab, mab Rekab, hon zad, en kement ha ma hen deuz urzet deomp ; en hevelep doare ma ne evomp ket a win enpad hon buez, na ni, nag hon gragez, nag hon mibien nag hon merc’hed ; 9 n’hon deuz ket savet a diez evit hon choumaj, ha n’hon deuz na gwiniennou, na parkeier, nag haderezou, 10 mes choumet omp en tantennou, hag hon deuz sentet, ha groet kement hen deuz Jonadab, hon zad, urzet deomp. 11 Ha, pa eo piniet Nebukadnetsar roue Babilon a enep ar vro ma, hon deuz lavaret : Deuet, en em dennomp en Jerusalem, pell euz arme ar Galdeed hag euz arme ar Siri. Dre ze e choumomp en Jerusalem.

12 Neuze gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma : 13 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Kea, ha lavar da dud Juda ha da dud Jerusalem : Na zigemerfet-hu ket kelennadurez, evit senti euz va c’homzou ? a lavar an Aotrou. 14 Miret eo bet komz Jonadab, mab Rekab, pehini hen euz gourc’hemennet d’he vibien na evchent ket a win ; n’ho deuz ket evet bete hirie, rag sentet ho deuz euz gourc’hemen ho zad. Mes me, em euz komzet ouzoc’h, komzet adaleg ar beure, ha n’hoc’h euz ket sentet ouzin. 15 Kaset em euz deoc’h va holl zervicherien, ar brofeded ; adaleg ar beure em euz kaset anezhei da lavaret deoc’h : Distroet pep hini ac’hanoc’h euz he hent fall ; bezet keûz d’hoc’h oberou, ha n’az eet ket varlerc’h doueou all evit servichi anezhei ; ha c’hwi a choumo er vro em euz roet deoc’h ha d’ho tadou. Mes n’hoc’h euz ket prestet ho skouarn, ha n’hoc’h euz ket selaouet ac’hanoun. 16 Ia, mibien Jonadab, mab Rekab, ho deuz miret ar gourc’hemen hen deuz ho zad roet dezhei, hag ar bobl ma n’hen deuz ket selaouet ac’hanoun ! 17 Dre ze an Aotrou, Doue an armeou, Doue Israel, a lavar evelhen : Setu, me a ia da lakaat da zont var Juda ha var holl dud Jerusalem an holl drouk em euz diskleriet a enep dezhei, dre ma em euz komzet outhei, ha ma n’ho deuz ket selaouet ac’hanoun ; ma em euz

686