Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/695

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 36.

galvet anezhei, ha ma n’ho deuz ket respountet.

18 Goude Jeremi a lavaraz da di ar Rekabited : Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Abalamour ma hoc’h euz sentet euz urz Jonadab, ho tad, ha ma hoc’h euz miret he holl c’hourc’hemennou ha groet kement hen deuz lavaret deoc’h, abalamour da ze, 19 evelhen a lavar Aotrou an armeou, Doue Israel : Jonadab, mab Rekab ne vanko biken a lignez d’en em derc’hel dirag va fas.


36 AR bevare bloaz euz Jehojakim mab Jozias, roue Juda, ar gir ma a oe diskleriet da Jeremi, a beurz an Aotrou, er c’homzou ma : 2 Kemer eur rol levr, ha skriv varnezhan ar holl gomzou em euz lavaret d’id enep Israel hag a enep Juda, hag a enep an holl vroadou, abaoe an deiz ma em euz komzet ouzit, abaoe deiziou Jozias bete hirie. 3 Marteze ti Juda o klevet an holl drouk a lavaran ober dezhei, pep hini en em distroio euz he hent fall, hag e pardounin dezhei ho drougiez hag ho fec’hed.

4 Jeremi a c’halvaz eta Baruk, mab Nerija. Ha Baruk a skrivaz ar pez a lavare Jeremi var ar rol, an hol gomzou Hen doa an Aotrou lavaret dezhan. 5 Goude Jeremi a roaz an urz ma da Varuk, hag e lavaraz dezhan : Me a zo dalc’het ; ne hellan ket mont da di an Aotrou. 6 Te eta, kea di, hag e lenni, er rol pehini ec’h euz skrivet euz va lavar, komzou an Aotrou da ziouskouarn ar bobl, ebarz en ti an Aotrou, deiz ar iun. Lenn a ri anezhei da ziouskouarn ar re holl euz Juda pere a vezo deuet euz ho c’heariou. 7 Marteze ho feden a vezo digemeret gant an Aotrou, hag teufont pep hini euz he hent fall rag ar goler hag ar fulor Hen deuz an Aotrou diskleriet a enep ar bobl ma a zo bras. 8 Ha Baruk, mab Nerija, a reaz kement hen doa gourc’hemennet Jeremi, ar profed, dezhan, hag a lennaz el levr komzou an Aotrou en ti an Aotrou.

9 Ar bempved bloaz euz Jehojakim mab Jozias, roue Juda, an naoved mis, e oe embannet eur iun dirag an Aotrou, evit holl bobl Jerusalem hag evit an holl bobl pehini a zeue euz keariou Juda da Jerusalem. 10 Neuze Baruk a lennaz el levr komzou Jeremi, en ti an Aotrou, en kampr Guemalia, mab Shafan, ar skrivanier, 11 el leur d’an nec’h, en tal dor nevez ti an Aotrou, da skouarn an holl bobl. Ha, pa glevaz Miche, mab Guemaria, mab Shafan, euz al levr ze holl gomzou an Aotrou, 12 e stiskennaz da di ar roue, da gampr ar skrivanier, ha setu, an holl chefou a oa azezet eno, Elishama, ar skrivanier, ha Delaja, mab Shemaja, Elnathan, mab Akbor, ha Guemaria, mab Shafan, ha Sedesias, mab Hanania, hag an holl chefou. 13 Ha Miche a lavaraz dezhei an holl gomzou hen doa klevet, pa lenne Baruk el levr, da ziouskouarn ar bobl.

14 Neuze an holl chefou a gasaz Jehudi, mab Nethania, mab Shelemia, mab Kushi, da gaout Baruk, evit lavaret dezhan : Kemer ar rol ze en da zorn en pehini ec’h euz lennet da ziouskouarn ar bobl, ha deuz. Baruk, mab Nerija, a gemeraz eta ar rol en he zorn hag a zeuaz d’ho c’haout. 15 Hag int a lavaraz dezhan : Azez aze, ha lenn d’hon diouskouarn. Ha Baruk a lennaz anezhan d’ho diouskouarn. 16 Mes c’hoarvezout a reaz penaoz ragtal evel ma ho doe klevet ar c’homzou ze, e oent spouronet entrezhei, hag e leverjont da Varuk : Ni na vankfomp ket da lavaret an holl gomzou ze d’ar roue. 17 Goude e rejont goulennou digant Baruk, hag e leverjont : Ro deomp da anaout penaoz ec’h euz skrivet an holl gomzou ze euz he lavar. 18 Ha Baruk a respountaz : Lavaret a rea d’in euz he c’henou an holl gomzou ze, ha me a skrive anezhei el levr gant liou. 19 Neuze ar chefou a lavaraz da Varuk : Kea, hag en em guz koulz evel Jeremi, ha ma na wio den pelec’h ez oc’h.

20 Neuze ez ejont da gaout ar roue, er porz, goude beza lekeat ar rol en kampr Elishama, ar skrivanier ; hag he tisklerfont da ziouskouarn ar roue an holl gomzou ze. 21 Hag ar roue a gasaz Jehudi da gemer ar rol. Ha pa hen doe Jehudi he gemeret euz kampr Elishama, ar sekretour, e lennaz anezhan da ziouskouarn ar roue hag an holl chefou pere en em dalc’he en ho za dirazhan.

22 Hag ar roue a oe azezet en ti goanv, en naoved mis, hag eun tân bras a oa elum dirazhan. 23 Hag e c’hoarvezaz, pa hen doe Jehudi lennet teir pe beder fajen euz al levr, a droc’haz ar roue gant kanived ar skrivanier, hag he daolaz en tân, er glaou ken a oe ar rol holl kuzumet gant an tân. 24 Ar roue hag he holl servicherien pere a glevaz

687