an holl gomzou ze ne oent ket spouronet ha ne rogchont ket ho dillad. 25 Koulskoude, Elnathan, ha Delaja, ha Guemaria, ho doa pedet ar roue, evit na zevche ket ar rol ; mes ne zelaouez ket anezhei. 26 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz da Jerakmeel, mab Hammelek, ha da Seraja, mab Ozriel, ha da Shelemia, mab Abdiel, kregi en Baruk, ar skrivanier, hag en Jeremi, ar profed ; mes an Aotrou a guzaz anezhei.
27 Neuze gir an Aotrou a oedisklerietda Jeremi, er c’homzou ma, goude ma hen doe ar roue devet ar rol hag ar c’homzou hen doa Baruk skrivet dindan lavar Jeremi : 28 Kemer eur rol all, hag e skrivi ennhan an holl gomzou pere a oa er c’henta rol pehini hen doa Jehojakim, roue Juda, devet. 29 Ha divarben Jehojakim, roue Juda, te a lavaro : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Devet ec’h euz ar rol ze, o lavarout : Perag ec’h euz-te skrivet e teuo roue Babilon a dra-zur, hag e tistrujo ar vro ma, hag e lazo ennhi an dud hag al loened ? 30 Dre ze Hen deuz lavaret an Aotrou evelhen, divarben Jehojakim, roue Juda : Hini ebet he re ne vezo azezet var drôn David, hag he gorf maro a vezo taolet kwit, ha diskouezet en deiz d’an domder, hag en noz d’ar res. 31 Ha me a gastio varnezhan, ha var he lignez, ha var he zervicherien, ho drougiez ; ha me a lakao da zont varnezhei, ha var holl dud Jerusalem, ha var holl dud Juda, an holl drouk em euz diskleriet a enep dezhei, hep m’ho deve va zelaouet.
32 Jeremi a gemeraz eta eur rol all, hag a roaz anezhan da Varuk, ar skrivanier, mab Nerija, pehini a skrivaz ennhan, dindan lavar Jeremi, an holl gomzou a oa el levr hen doa Jehojakim, roue Juda, devet en tân ; ha kalz a gomzou henvel a oe c’hoaz lakeat ennhei.
37 SEDESIAS, mab Jozias, a renaz el lec’h Konia, mab Jehojakim, hag a oe lakeat da roue var bro Juda, gant Nebukadnetsar, roue Babilon. 2 Mes nag hen, nag he zervicherien, na pobl ar vro ne zelaoujont ket ar c’homzou Hen doa an Aotrou diskleriet dre Jeremi, ar profed. 3 Koulskoude ar roue Sedesias a gasaz Jehukal, mab Shelemia, ha Sofoni, mab Maaseja, ar sakrifier entrezek Jeremi ar profed, da lavaret dezhan : Erbed evidomp en kichen an Aotrou, hon Doue. 4 Ha Jeremi a iea hag a zeue entouez ar bobl, ha ne oa ket c’hoaz lakeat er prizoun. 5 Arme Faraon a oa eet euz an Ejipt, hag ar Galdeed pere a gelc’hie Jerusalem, o veza anavezet kement se, a oa en em belleet euz a Jerusalem.
6 Neuze gir an Aotrou a oedisklerietda Jeremi, ar profed, er c’homzou ma : 7 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Lavaret a refet evelhen da roue Juda, pehini hen deuz digaset ac’hanoc’h d’am c’haout evit va c’huzulia : Setu, arme Faraon, pehini a zo deuet da zikour ac’hanoc’h, a ia da zistrei d’ar gear en Ejipt. 8 Hag ar Galdeed a zistroio da gelc’hia ar gear ma, hag a gemero anezhi, hag he devo dre an tân. 9 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’en em abuzet ket oc’h unan, o lavarout : Ar Galdeed a ielo pell ouzomp, rag n’ez aiont ket. 10 Ha pa ho pefe disc’hroet zoken an holl arme ar Galdeed pere a vrezeli a enep deoc’h, ha na vanfe outhei nemert re vlonset, en em savfont pep hini anezhei en he danten, hag e tevfont ar gear ma dre an tân.
11 Ha, pa oe eet arme ar Galdeed euz dirag Jerusalem, abalamour da arme Faraon, 12 e c’hoarvezaz ma ez eaz Jeremi euz a Jerusalem da vro Benjamin, euz en em ruza ac’hane entouez ar bobl. 13 Mes pa oe en tal dor Benjamin, en em gavaz eno eur c’habiten gwarded, hanvet Jireija, mab Shelemia, mab Hanania, pehini a grogaz en Jeremi, ar profed, o lavarout : 14 Te a dremen d’ar Galdeed ! Ha Jeremia respountaz : Ze a zo faoz ! Me n’ez an ket d’ar Galdeed. Mes ne zelaouez ket anezhan. Jireija a grogaz eta en Jeremi, hag a zigasaz anezhan entrezeg ar chefou. 15 Neuze ar chefou a ieaz drouk ennhei euz Jeremi, a skoaz anezhan hag a lakeaz anezhan er prizoun en ti Jehonathan, ar skrivanier ; rag groet ho doa eur prizoun outhan. 16 Evel se eo ez eaz Jeremi er poul d’an traoun hag er zilellou. Ha Jeremi a choumaz pell eno.
17 Mes ar roue Sedesias a gasaz da gerc’hat anezhan ac’hane, hag a reaz en kuz goulennou outhan en he di, hag e lavaraz dezhan : Beza e zo eur gomz benag a beurz an Aotrou ? Ha Jeremi a respountaz : Unan a zo ; hag e lavaraz dezhan : Lakeat e vezi entre daouarn roue Babilon. 18 Goude Jeremi a lavaraz d’ar roue Sedesias : En petra em euz pec’het a enep d’id, a enep da zervicherien hag a enep ar