bobl ma, ma hoc’h euz lekeat ac’hanoun er prizoun ? 19 Ha pelec’h ema ho profeded pere a brofetize deoc’h, o lavarout : Roue Babilon na zeuo ket a enep deoc’h, nag a enep ar vro ma ? 20 Ha brema selaou, me az ped, o roue, va Aotrou, ha ma vezo va feden digemeret mad ganez ! Na adkas ket ac’hanoun en ti Jehonathan, ar skrivanier, gant aoun na varvfen eno. 21 Neuze ar roue Sedesias a c’hourc’hemennaz ma vije miret Jeremi en porz ar prizoun, ha ma vije roet dezhan bemdez eur bara a ru ar varaerien, bete ma vije kuzumet holl varaou kear. Evel se Jeremi a choumaz en porz ar prizoun.
38 Ha Shefatia, mab Matthan, ha Guedalia, mab Pashur, ha Jukal, mab Shelemia, ha Pashur, mab Malkija, a glevaz ar c’homzou a zisklerie Jeremi, dirag an holl bobl, o lavarout : 2 Evelhen Hen deuz se lavaret an Aotrou : An hini a choumo er gear ma a varvo dre ar c’hleze, dre ar gernez pe dre ar vosen ; mes an hini a ielo entrezek ar Galdeed a vevo ; he vuez hen devezo evit loden, hag e vevo. 3 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : A-dra-zur, ar gear ma a vezo livret da arme roue Babilon, hag e kemero anezhi.
4 Hag ar chefou a lavaraz d’ar roue : Ma vezo lekeat an den ma d’ar maro ; lakaat a ra an dud a vrezel a zo manet en kear da goll kourach, ha d’an holl bobl, o komz dezhei evel se ; rag an den ze ne glask ket ar vad, mes drouk-eur ar bobl ma. 5 Neuze ar roue Sedesias a lavaraz : Setu, ema entre ho taouarn ; rag ar roue ne hell netra a enep deoc’h. 6 Kemer a rejont eta Jeremi hag e taoljont anezhan en punz Malkija mab Hammelek, an hini pehini en em gave en porz ar prizoun ; hag e tiskenjont Jeremi gant kerden ennhan. Ne oa ket a zour er punz, mes fank ; ha Jeremi a ieaz er fank.
7 Mes Ebed-Melek, an Ethiopian, eunuk euz ti ar roue, a anavezaz ho doa lekeat Jeremi er punz. Hag ar roue a oa azezet euz dor Benjamin. 8 Hag Ebed-Melek a ieaz euz a di ar roue, hag a gomzaz d’ar roue, o lavarout : 9 O roue, va Aotrou, an dud ze ho deuz groet fall en kement ma ho deuz groet a enep Jeremi, a profed, en eur deurel anezhan er punz. Dija e vije marvet gant an naoun el lec’h ma oa, pa eo gwir n’euz ken a vara en kear. 10 Hag ar roue a roaz an urz ma da Ebed-Melek, an Ethiopian : Kemer ama tregont den ganez, ha laka da zont er meaz euz ar punz Jeremi, ar profed, araog ma varvo. 11 Ebed-Melek eta a gemeraz an dud ze ganthan hag a zeuaz euz a di ar roue, dindan an Tenzor, el lec’h ma kemeraz tamou koz ha koz pillou, pere a ziskennaz gant kerden da Jeremi er punz. 12 Neuze Ebed-Melek, an Ethiopian, a lavaraz da Jeremi : Laka an tamou koz ze hag ar pillou ze dindan da gazellou en dro d’ar c’herden. Ha Jeremi a reaz evel se. 13 Neuze e tenjont Jeremi gant kerden hag e lekejont anezhan da biniat euz ar punz ; ha Jeremi a choumaz en porz ar prizoun.
14 Koulskoude ar roue Sedesias a gasaz da gerc’hat Jeremi, ar profed, hag a lekeaz anezhan da zont en he gichen en deirved monedigez euz a di an Aotrou. Neuze ar roue a lavaraz da Jeremi : Mont a ran da c’houlen eun dra ouzit, ne guz netra ouzin ! 15 Ha Jeremi a respountaz da Sedesias : Mar lavaran anezhan d’id, n’eo ket gwir em lakai da vervel ? ha ma roan eun ali d’id, na zelaoui ket ac’hanoun ? 16 Hag ar roue Sedesias a douaz en kuz da Jeremi, o lavarout : An Aotrou a zo beo, Hen pehini Hen deuz roet deomp ar vuez ! ne lakain ket ac’hanout d’ar maro, ha ne lakain ket ac’hanout entre daouarn an dud ze a glask da vuez.
17 Neuze Jeremi a lavaraz da Sedesias : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue an armeou, Doue Israel : Mar ez ez a galoun vad entreze jeneraled roue Babilon, da ine a vevo, ar gear ma na vezo ket devet, ha beva a ri, te ha da di. 18 Mes ma n’ez eez ket entreze jeneraled roue Babilon, ar gear ma a vezo lekeat entre daouarn ar Galdeed, pere a zevo anezhei dre an tân, ha ne dec’hi ket kwit euz ho daouarn. 19 Hag ar roue Sedesias a lavaraz da Jeremi : Poan a ra ganen abalamour d’ar Judevien pere a zo en em roet d’ar Galdeed ; aoun em euz e vefen lekeat entre ho daouarn, ha na zismegansfent ac’hanoun. 20 Mes Jeremi a respountaz : Ne vezi ket livret. Da bedi a ran, selaou mouez an Aotrou er pez a lavaran d’id, evit ma en em gavi er vad ha ma vevo da ine. 21 Mes ma ne fell ket d’id mont er meaz, setu ama ar pez Hen deuz diskleriet an Aotrou d’in : 22 eo penaoz an holl c’hragez