pere a van en ti roue Juda a vezo kaset er meaz da jeneraled roue Babilon, ha ma leverfont penaoz ar re a zisklerie d’id ar peoc’h ho deuz troumplet ac’hanout, hag ho deuz da c’hounezet ; goude, pa eo eet da dreid er fank, int eet var adre. 23 Kaset e vezo eta er meaz, d’ar Galdeed, da holl gragez ha da holl vugale ; ha te, te na dec’hi ket euz ho daouarn, mes kroget e vezo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vezi kiriek ma vezo devet ar gear ma gant an tân.
24 Neuze Sedesias a lavaraz da Jeremi : Ra ne anavezo den netra euz ar c’homzou ma, ha te ne varvi ket. 25 Ha mar deu ar chefou da anaout em euz komzet outhei, ha ma teuont entrezek ennout ha ma leveront d’id : Diskleri deomp eta ar pez ec’h euz lavaret d’ar roue hag ar pez hen deuz ar roue lavaret d’id ; ne guz netra ouzomp, ha ni ne lekefomp ket ac’hanout d’ar maro ; 26 te a lavaro dezhei : Pedet em euz em izelded ar roue na lakaje ket ac’hanoun da zistrei da di Jehonathan, evit mervel eno.
27 An holl chefou eta a zeuaz da Jeremi, hag a reaz goulennou outhan. Mes hen a respountaz dezhei evel ma hen doa ar roue lavaret dezhan. Neuze e lezchont anezhan er zioulded ; rag ne oa anavezet netra var gement se. 28 Evel se Jeremi a choumaz en porz ar prizoun, beteg deiz kemeridigez Jerusalem.
39 Ha, pa oe Jerusalem kemeret (an naoved bloaz a Sedesias, roue Juda, en dekved miz, Nebukadnetsar, roue Babilon, a zeuaz gant he holl arme, da gelc’hia Jerusalem ; 2 an unnekved bloaz euz Sedesias, ar bevar mis, an naoved deiz euz ar mis, ar freuzaden a oe groet en kear), 3 holl chefou roue Babilon, a zeuaz hag en em lekeaz euz dor ar c’hreiz. Nergal-Shareetser, Samgar-Nebu, Sarsekim, chef an eunuked, Nergal-Shareetser, chef ar majed, hag holl chefou all roue Babilon. 4 Adaleg ma hen doa Sedesias, roue Juda, hag an holl dud a vrezel ho gwelet, he tec’hjont, hag ez ejont er meaz euz ar gear enpad an noz, dre hent jardin ar roue, dre an nor entre an diou voger. Mont a rejont entrezek ar blenen.
5 Mes arme ar Galdeed a genredaz anezhei ; tapout a rejont Sedesiaz er plenennou Jeriko ; hag, o veza tapet anezhan, he tigaschont anezhan entrezek Nebukadnetsar, roue Babilon, da Ribla, en bro Hamath, el lec’h ma oe groet he brosez dezhan. 6 Ha roue Babilon a reaz laza en Ribla mibien Sedesias dirazhan ; roue Babilon a reaz ive laza holl re vras Juda. 7 Goude e lekeaz kreuvi he zaoulagad da Sedesias, hag e lakeaz eren anezhan euz chadennou doubl a arem, evit he gas da Vabilon. 8 Ar Galdeed a zevaz ive dre an tân ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogeriou Jerusalem. 9 Goude Nebuzar-Adan, chef ar warded, a zizougaz da Vabilon an nemorant euz ar bobl pehini a oa choumet en kear, ar re a oa en em roet dezhan, hag an nemorant euz ar bobl. 10 Mes Nebuzar-Adan, chef ar gwarded, a lezaz en bro Juda hiniennou euz an dud paoura, ar re n’ho doa netra ; hag en deiz ze hen a roaz dezhei gwiniennou ha parkeier.
11 Ha Nebukadnetsar, roue Babilon, hen doa roet urz evelhen da Nebuzar-Adan, divarben Jeremi : 12 Kemer anezhan, ha bez soan outhan, ha ne ra drouk ebet dezhan ; mes gra dezhan evel ma lavaro d’id. 13 Nebuzar-Adan, chef ar gwarded, gant Nebushazban, chef an eunuked, ha Nergal-Shareetser, chef ar majed, hag holl re vras roue Babilon, 14 a gasaz eta da gerc’hat Jeremi en porz ar prizoun, hag a roaz anezhan da Guedalia, mab Akikam, mab Shafan, evit ren anezhan d’he di ; evel se e choumaz entouez ar bobl.
15 Gir an Aotrou a oe diskleriet er c’homzou ma da Jeremi, enpad ma oa dastumet en porz ae prizoun : 16 Kea, ha komz da Ebed-Melek, an Ethiopian, ha lavar dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Setu ez an da lakaat da zont war ar gear ma an traou em euz diskleriet, evit he drouk-eur ha nan evit mad, hag e vefont peur-c’hroet en deiz ze, dirazoc’h. 17 Mes me a zelivro ac’hanout en deiz ze, a lavar an Aotrou, ha ne vezi ket lekeat entre daouarn an dud a zoujez. 18 Rag me a lakao ac’hanout da dec’hel a-dra-zur, ha na gwezi ket dre ar c’hleze ; mes da vuez az pezo evit loden, abalamour ma ec’h euz bet fizians ennoun, a lavar an Aotrou.
40 AR gir a oe diskleriet a beurz an Aotrou da Jeremi goude ma hen doe Nebuzar-Adan, chef ar gwarded, kaset anezhan euz Rama ; pa lakeaz klask anezhan, Jeremi a oa ereet a chadennou entouez esklaved Jerusalem ha Juda pere a gaset da Vabilon.